- Nevez

Ar gelaouenn Gwalarn, krouet e 1925, a oa he fal reiñ ton, lusk ha nerzh nevez d’al lennegezh vrezhonek. Soñjet hon eus e vefe mat, 100 vloaz war-lerc’h, rentañ enor d’he oberourien ha d’un doare bet pleustret kalz ganto : an danevelloù.
El levr-mañ, kinniget er stumm divyezhek, e kavo al lennerien un dibab istorioù bet embannet e Gwalarn etre 1927 ha 1944, peadra dezho d’ober anaoudegezh gant ul lennegezh digor d’ar pevar avel : mousfent, faltazi ha buhez an dud hep rikamanoù.
SKRIV ! Emglev ar Skrivagnerien Vrezhonek
Fichenn deknikel