Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all
search
  • Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all

Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all

9,00 €
Taos ebet
Pan oa deuet er-maez Karantez ha Karantez e 1977 e voe un darvoud hag a cheñchas penn-da-benn doareoù al lennegezh vrezhoneg, met ivez doareoù ar gevredigezh vrezhoneg adalek neuze. Evit ar wezh kentañ e lenned hag e selaoued trivliadennoù ur varzhez deuet eus deun he c’hreizon, hep kuzhat tra, hep lakaat ur gwiskamant a bilpouzerezh goulennet ordinal gant reolennoù strizh ar gevredigezh. Gant Naig Rozmor ez eus lakaet aze ur maen-bonn : hiviziken e c’haller komz eus santimantoù, eus aktoù a garantez, eus an darempredoù revel… e brezhoneg ivez. Pell omp diouzh spered Feiz ha Breiz. E vezer gant ur frankiz da zieubiñ ar mennozhioù evel m’eo dleet. Hag ar brezhoneg eo an arm karetañ da Naig Rozmor evit lakaat fraezh ha sklaer he mennozhioù, he soñjoù, he santadurioù. En hent ema reveulzi ar speredoù.Ouzhpennet ez eus bet un nebeud barzhonegoù all bet savet goude 1977, barzhonegoù hag a zalc’h gant ar memes spered diyevañ o c’horfkenn d’an dud bac’het en ur gevredigezh strizh.
Niver

9782917681442

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Bob Simon
Erwan Hupel
Herve Bihan
Naig Rozmor
Tiez-embann
T.I.R.
Pajennoù
110
Deiziad embann
2023
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
151
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,9