Salomon a zo anezhañ ul lampon pevarzek vloaz hag a vev en ul lochenn e biojoù ur gêr vihan. Kerzhet a ra betek plasenn kreiz-kêr gant e gi, e Vibl mastaret, ha kaouedadoù pintiged. Krapat a ra gant ur wezenn ha diwarni ec'h embann war ar groaz munudoù fallagriezh kuzhet kêriz. Gogeal a ra Salomon. Sevel a ra kanaouennoù ha prezegennoù ferv ha fentus war un dro, en ur varmouzañ gant dansoù feuls ar re a zo o pakañ o fegement gantañ. Met, a zeiz da zeiz, bep ma tispak e zonezonoù dreistwelour, e teu da vezañ dall gant ar banne. Daoust ha gallout a raio ar gumuniezh mantret ha mezhekaet pardonañ dezhañ bezañ bet he c'houstiañs fall? Sed ur flemmgan modern diwar-benn pilpouzerezh hor c'hevredigezh. Bryan Delaney n'en deus ket e bar evit kemmeskañ fent, krizder ha barzhoniezh. E yezh rust ha livus a vo kavet da, hep ket a var, gant ar re a blij dezho helavarded Synge ha gwirvoudelezh O'Casey.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h