A-dreuz ar c'hantvedoù
search
  • A-dreuz ar c'hantvedoù

A-dreuz ar c'hantvedoù

15,00 €
Taos ebet
Tapomp penn an hent dre aodoù avelek ha roc’hellek, dre gwaremmoù kras hag ec’hon, dre straedoù enk ha teñval, dre liorzhoù kuzh ha klet... Sellomp en-dro deomp ha tavomp. Klevout a raimp neuze heklev an tremened o sourral. Nag a vouezhioù tud a zo bet o vevañ hag o poaniañ ! Nag a darvoudoù munut ha kriz a zo bet skoulmet ha diskoulmet !N’eus ket par da Herve Gouedard evit hor bleniañ dre gildroennoù an amzer hag hol lakaat d’ober anaoudegezh gant istorioù tud, lec’hioù, broioù. Ergerzher difaezhus ar bedoù pellañ ha tostañ war un dro ma ’z eo. Furcher, baleer, kantreer, konter hag heñcher, Herve Gouedard a oar, gant fent hag ampartiz, dispakañ ha taolenniñ plegioù ’zo eus hon istor hag hor glad.Deomp ’ta dizamant d’e heul a-dreuz ar c’hantvedoù...
Niver

9782736801038

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve Gouedard
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
112
Deiziad embann
2014
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
368
Ment (cm)
21,0 X 21,0 X 0,8
EAN-13
9782736801038