- Nevez
Loened an douar lakaet keñver-ha-keñver gant loened ar mor :
an touseg hag ar mordouseg
ar vran hag ar vorvran
ar c'hazh hag ar morgazh…
ha kalz a re all da zizoleiñ !
Goude bezañ foetet bro ha desket kalz yezhoù estren eo distro Paupi Drillet d'he bro c'henidik – Breizh. Heuliet he deus ur stummadur hir evit deskiñ brezhoneg. En ur furchal un tamm el levraoueg e-touez al levrioù evit ar yaouankiz he deus merzhet e oa kalz levrioù bet troet e brezhoneg, ha nebeut bet savet en hor yezh. D'ar poent-se he deus bet c'hoant da sevel albomoù ha da c'hoari gant son ha ster ar gerioù brezhonek. Desket he deus tresañ hec'h-unan ; stummet e oa bet war micherioù an deskadurezh, ha kelennerez eo bet war ar galleg yezh estren.
Fichenn deknikel