Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Skrivagnerezed 11

    Marie Sidonie Kermenguy
    Kastell-Paol 1876 - Gwened 1969

    Pêrig ha Aziliz 

    ... Brav e oa bet an amzer e-pad an deiz, met d’an abardaez e stagas ar glav da gouezhañ, an avel da c’hwezhañ ha ne ehanas ket a-raok an noz. Daoust ma veze aketus d’he labour, Oliv a selle bep an amzer ouzh an hent bras lec’h tremene kalz a dud war o zroad, war o marc’hoù-houarn, e gweturioù, er c’hirri-dre-dan ; ur pennad oa bet, end-eeun war-dreujoù an ti o sellet ouzh an dud o tont d’ar gêr diouzh an noz : “ Pegeit e chomi aze da vantriñ ? ” eme he mamm, o tont eus a zu-mañ, bet oc’h ober ur varvailhadenn.
    “ Dare eo koan, va mamm ”, emezi, “ hag edon o kemer an aer vat. ”
    “ An aer vat, an aer vat? ” eme ar vamm, rust outi, “ Kas an hunvreoù didalvoud eus da benn, a lavaran dit, ha kerzh da dorchañ frioù ar re vihan en ti ! Ne vezi ket gwelloc’h evit pakañ glav evel ma rez! ”
    “ Disglavet on, va mamm, gant an apoueilh a zo dioc’h an nor, ” eme Oliv en un huanadenn. Met he mamm he chachas en ti en ul lavaret :
    “ Ne garan ket e vez rendaelet ouzhin! Deus raktal pe e kousto ker dit! Morse n’em eus pleget d’am bugale ha ne rin biken, goude ma vijen hanter kant vloaz! ”
    Ar verc’h a rankas sentiñ, doujus oa ouzh he zud ha boazet da gerzhet eeun, met he spered a rede hag he c’halon a lamme ; ne ouie ket perak he devoa c’hoant gouelañ, ha bremañ ne grede ket zoken treiñ he fenn ouzh ar prenestr, gant aon da vezañ gourdrouzet. He mamm, evit doare, a oa divinerez ; lennet he devoa e kalon he merc’h ; gouzout a rae edo Oliv o klask gwelet Maoris ar Stang o tont eus ar redadeg, rak klevet he devoa oa aet war e varc’h-houarn asambles gant e gamalad Job ha ne felle ket dezhi e vije c’hoarzhet d’he merc’h diwar-benn ur paotr yaouank.
    Oliv en he gwele, n’oa ket gouest da gousket; skuilhañ rae daeroù, rak kalet oa bet he mamm outi, ha diaes e kave abalamour ma n’he devoa ket klevet anv eus a Vaoris ; outi hec’h-unan e lavare : “ Petra soñjfe Aziliz ma welfe va fenn teñval ? Va aliañ he deus graet, pell a zo, da gas ar menoz-se eus va spered, ha ne c’hellan ket disoñjal! O Gwerc’hez Vari, va sikourit ! ” Ar ger diwezhañ he devoa laosket evit disammañ he c’halon, hag ivez abalamour ma oa spontet o klevet trouz er maez ; kaout a rae dezhi e oa unan bennak o klask dont en ti. Ar wech kentañ ma klevas, ne fiñvas ket, met pa gavas dezhi e tostae an dud, e c’halvas he zad...

    Tennet eus Feiz ha Breiz niv Gwengolo 1932.

     

     

  • Katalog Nedeleg 2020

    Katalog Nedeleg 2020, Keleier an embann n° 24, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.

    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2021. Paeamant dre chekenn pe dreuzvankadenn war anv Kuzul ar Brezhoneg. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.

  • Rakprenadenn Adembannadur geriadur Français-Breton Martial Ménard adwelet, reizhet ha kresket

    Ma fell deoc'h paeañ dre dreuzvankadenn, deuit e darempred ganeomp.

  • "Etrezomp-ni e brezhoneg" gant Daniel Doujet

    Kronikennoù "Etrezomp-ni e brezhoneg"

    Bep Gwener e vo war lec'hienn Emglev Bro an Oriant ur gronikenn nevez e brezhoneg. A bep sort a vo kavet e-barzh, diàr-benn hor bro, hor yezh, hor sevenadur a-wezhadoù, ha diàr-benn traoù arall ivez gwezhadoù arall. Pennadoù berr a-walc’h e vint, get un nebeud gerioù displeget, a-benn aesaat ar c’hompren anezhe. Lennadenn vat d’an holl neuze !

  • Skrivagnerezed 10

    Meavenn
    Fant Rozeg / Françoise Rozec (Brest-Sant-Mark 1911 – Plegastell 2001)

    pezh-c'hoari

    Marv er gêr


    Emeur e ti un den-a-vor e Bro-Leon. Marv eo eizh deiz 'zo. Emañ an intañvez, Liz, oc'h evañ kafe gant c'hoar an hini marv, Chann, a zo plac'h yaouank kozh, ha kemenerez eus he micher. Emaint er sal vras en traoñ, e-touez an arrebeuri eus ar vro hag an holl draoù a vro estren bet degaset gwechall gant an hini marv. A bep seurt ez eus, armoù dreist-holl, ha pennoù koad du renket ingal war ar mogerioù. An noz a zo deuet, koan a zo bet debret. Pell 'zo dija he deus lavaret Chann e rankfe mont d'he gwele, er gambr war lein.

    Chann - Nann, Liz, amzer 'zo. N'ouzon ket ha ma 'z oc'h graet eveldon, c'hwi ivez. N'on bet morse evit komz eus traoù sirius goude koan. Chom a reont war va c'halon ha ne c'heller ket kousket goude-se. N'oc'h ket skuizh, c'hwi? C'hoant am eus da vont da gousket, evit gwir...Ya, 'vat, ur banne kafe ho pije c'hoazh? Ne rankfen ket, sur... Ma vijen en ho lec'h e stlapfen an holl banneoù du-se e-barzh an tan. Dañjerus int. Dañjerus int, m'hel lavar deoc'h. Lavaret e vije o deus un dra bennak da lavaret.

    Liz - N'int ket bev, Chann. Kemerit un tamm sukr. Petra o dije da lavaret?

    Chann - Evel m'o dije gwelet un dra bennak en ti-mañ.

    Liz - Meur a dra o deus gwelet... Ho preur a naetae anezho bep Gwener. Ha marv eo d'ur Gwener ivez.

    Chann - Ganet d'ur Gwener, marv d'ur Gwener. Pep hini a gav din en deus un devezh dezhañ e-unan e-giz-se... hag ez eus devezhioù a gasaan me, al Lun, ar Merc'her, n'ouzon ket. N'eus ket un devezh hag a zo deoc'h? Nann? Souezhus e kavan ac'hanoc'h, Liz. Mestrez-skol oc'h chomet atav. Lavaret e vije emaoc'h e-touez tud hanter ziot hag hanter zrouk, evel bugale, ha neuze n'hoc'h eus fiziañs nemet ennoc'h... Sellit, sot on bet o kemer kafe ur wech all. Santout a ran va c'halon o piltrotat...

    Liz -Skuizh ez oc'h, Chann. Labourat a rit un hanter re.

    Chann - O, ne ran ket mui. Dres evel va breur e teuin da vezañ moarvat. Dec'h e selaouen ouzh va c'halon e-pad an noz. Mont a rae evel un treñ patatez diviet. Ne gleven nemeti en deñvalijenn, hag ar razhed...Gwechall Liz, en ti-mañ e oant dañserien dispar, ar razhed. Bremañ int labourerien. Ret e vije deoc'h kaout ur c'hazh pe kemer arsenik. N'hoc'h eus ket soñjet prenañ arsenik morse?

    Liz - Nann, sur, perak?

    Chann - Met evit ar razhed evel-just.

    Liz - Me m'eus aon rak an holl loened.

    Chann - E-giz ur gwir vestrez-skol, a lavaran deoc'h, e-giz ur plac'h savet e kêr... Atav ez eus bet razhed amañ. Karout a raen selaou outo e-pad an noz. Soñjet em eus em bugaleaj, a zo bet ken hir.

    Liz - Ar bugaleaj a vez bepred re hir.

    Chann -Marteze a-walc'h. Hag en ti-mañ e kreden klevet a-greiz-holl, hep soñjal, mouezh va mamm, mouezh va breur. Soñj hoc'h eus eus mouezh va mamm pa oa mezvez?

    Liz - Met, Chann...

    Chann - Gouzout a ran. Ne oa ket tomm deoc'h. Ur vamm-gaer a c'hell ober n'eus forzh petra. Marv eo avat. Marv eo va breur ivez...Ret eo da bep hini mervel a drugarez Doue. Ha ne vije ket lavaret pa weler an holl ardoù a ra an dud war-lerc'h o zud marv. Daoust hag ez omp graet da badout? Ma ! Petra fell deoc'h, ken iskis eo spered an den....
    Pebezh sotoni... Ar marv da skouer, me zo sur e teu deoc'h e-giz ar c'housked pe ur bugel, d'an diaesañ. Ne vije ket diaes lazhañ unan bennak pa ouzer petra eo ar marv e gwirionez.

    Liz - Met, Chann...

    (Gwalarn, niv. 160, Kerzu 1943)

     

  • Gouel al levrioù e Breizh 2020

  • Radio Kreiz Breizh

    "Abadenn skignet d'ar 07.09.2020

    Pennad-komz gant Magali Baron kaset da benn gant Tomaz Laquaine

    Emgav gant tud Kuzul ar Brezhoneg a ginnig al levrioù nevez embannet gant an tier-embann brezhonek. Lakaet vo ar gaoz war TRI DEVEZH, un danevell gant Petros Markaris, troet diwar ar gresianeg gant Alan Botrel, hag embannet gant An Alarc'h. Un danevell o c'hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c'hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet."

  • Skrivagnerezed 9

    Annaig Renault
    1946 Neuilly-sur-Seine - 2012 Roazhon

        Perak he doa bet ar c'hoant, en endervezh-se, da lenn ar c'hozh romant-mañ a oa bet dilezet abaoe kement a vloavezhioù war estajerennoù an armel-levrioù? He leziregezh, he flanedenn, he zaol-chañs? Parañ a reas he selloù war ur golo gwenn deuet da vezañ damvelen. Ne oa ket tu dezhi da c'houzout e vefe pajennoù all he defe da dreiñ. Tudennoù all da gejañ ganto, buhezioù ha lec'hioù all da zizoleiñ.
        Landreantiz a oa kouezhet warni, landreantiz eurzvezhioù flamm an hañv. Neizhiet en ur gador-vrec'h e skeud ar skavenn-wrac'h, e krogas da lenn. Tro-dro dezhi e klaske pep tra he distreiñ diouzh he levr : c'hwez an douar, frond pebr ken anavezet ar bleunioù tost dezhi, safron ur wenanenn. Buan-tre ne oa mui war evezh. Riklañ a reas ar romant diouzh he daouarn. Ne glaskas ket adkemet anerzhañ abalamour d'ar morzadur. Diskenn a reas he selloù betek ur gartenn-bost hag a oa kouezhet, ur gartenn bet lezet e-barzh gant ul lenner all da verkañ ur bajenn. Test disoñjet eus eurvezhioù tremenet. Lufr al luc'hskeudenn a zañse en heol war ar grouan.
        Ar ranellded a gasas anezhi da lenn ar pezh a oa skrivet war an tu gin : «Gant ma zeneridigezh evit an eurvezhioù boemus bevet ganeoc'h en Heidelberg. A. Müller». Al luc'hskeudenn a ziskoueze tiez kozh ha romantel er serr-noz.
        Eus piv da biv al linennoù-se? Dibosupl da zivinout. Mistr oa ar skritur ha dianav an den. Kouezhañ a reas, a-benn ar fin en ur c'housk skañv evel hini ur babaig.
        Mouezh he mamm he dihunas a-bell.
        « Ur banne te? »
        « Ya, gant plijadur. »
    En he bizied e oa chomet ar gartenn.
        « Sell ouzh ar pezh 'm eus kavet. Ha prestet e oa bet al levr-mañ da unan bennak? »
    Trubuilhet e seblantas ar respont.
        « Me 'garfe gouzout evit piv e oa bet skrivet. »

    Evel-se e krog ar romant Dec'h zo re bell dija, Mouladurioù Hor Yezh, 2009.

Pajennoù

Subscribe to Blog