Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Blog

  • Lennegezh war Radio Kerne

    War Radio Kerne e c'haller klevout an danevelloù "An enklask" (a vo kavet en dastumad Karavell), "Elena" hag "An amprevanoniour" (Ar Roc'h) skrivet ha lennet amañ gant Yann Fulub Dupuy.

    Radio Kerne propose d'écouter les nouvelles "An enklask" (tirée de Karavell) ainsi que "Elena" et "An amprevanoniour" (Ar Roc'h) lues par leur auteur, Yann Fulub Dupuy.

    An enklask

     

    An Amprevoniour

    Elena

     

  • Prizioù ar brezhoneg 2015

    Ar blijadur hon eus da gemenn d'an izili eo aet priz brezhoneger ar bloaz gant Herve Sebille-Kernaudour evit e labour war dornskridoù Frañsez Vallée, Dictionnaire du breton du Trégor-Golo et de Haute Cornouaille embannet gant Kuzul ar Brezhoneg hag An Alarc'h.

    2 briz diwar 3 a zo aet e rann al lennegezh gant levrioù embannet gant tiez-embann ezel eus Kuzul ar Brezhoneg
    da eil: En-dro d'al lenn-vor gant Jef Gedez (Al Liamm)
    da drede: Ar pezh a blij din gant Soazig ha Saig Pouldu ha Noémie Lassalle (An Alarc'h)

    Gourc'hemennoù d'al loreidi!

  • Pennadoù Marsel - 4

    Ar mor

    Pegen brav eo sellet ouzh ar mor, dreist-holl pa vez plaen, glas, kreñv an heol. Un dudi eo mont da vale war an traezh pa vez tomm an amzer, divoutoù, diloeroù, pleget ar bragez betek an daoulinoù ha lakaet an treid en dour bep an amzer. Ur blijadur eo c'hwesha ar bezhin laosket war an traezh da vreinañ, sellet ouzh ar reier dizolo pa ziskenn ar mor, leun a vezhin stag outo, bigerniel stag outo, ar brennig du « ar re gozh melen o zokoù met kalet o gig ». Setu pezh a welan en hañv war bord ar mor etre Beg tour-tan Lilia hag aod Keruruz e Plouneour-Traezh. Mont a ran pa c'hellan gant va gwreg da droiañ betek aze d'ar Sul.

    Er goañv n'eo ket heñvel pa vez tarzhoù mor, leun a eonenn, ar mor vez livet fall ha pa vez feulzet neuze eo un dañjer mont en aodoù. Disul d'ar seitek eus ar miz Genver e oa leun a vorvrini o neuial, den ebet da zirenkañ anezho, bep an amzer e splujent da bakañ pesked, pebezh skeudenn gaer ! Ale, ma n'ouzoc'h ket pelec'h mont, kit 'ta en aodoù Bro Bagan war an traezh pe an tevennoù. N'ho po ket keuz tudoù !

  • Pennadoù Marsel - 3

    Ar bleunioù

    Ar bleunioù, ar c'hareañ tra a zo war an douar, gant o livioù ken disheñvel, plijadur ar gwenan, ar balafenned, an nadozioù-aer, ar gwesped ha daoulagad an dud. Da Chanig e plijont, din-me kement-all. Ne 'z eus ket trawalc'h diouto er vro ; war bord ar c'haeoù e weler bleunioù gouez met alies e vezont glizhennet gant ar beizanted hep truez. Hadit tudoù, hadit pa ne vefe nemet evit an taol lagad hepken !

  • pennadoù Marsel - 2

    Ar pour

    Pa vez echu ar rev ez eus moien da lakaat ar pour prim en douar . Ne c'houzañvont ket ar rev, devet e vezont, setu pa n'eus ket ken e c'heller lakaat anezho en o « zoull ». Ni a ra an toulloù gant ur varrenn-houarn, beget lemm, ur metrad ugent e tle ober hag aes eo neuze toullañ an douar hep plegañ ar c'hein. Pa vezont ment ur c'hreion eo ar gwellañ, bihanoc'h zo fall.

    Ar pour goañv a lakaer e miz Even, ne blij ket re ar gor dezho met an amzer goloet, ar glav-arnev, ar vrumenn a ya diouto. Mat int evit ar yec'hed ha da lakaat an dud da zizourañ !

  • KaB à Carhaix

    Gouel al Levrioù e Breizh -  Karaez 25 & 26  a viz Here 2014

    Festival du livre en Bretagne - Carhaix - 25 & 26 octobre 2014


    Sinadeg war stand Kuzul ar Brezhoneg
    Dédicaces sur le stand de Kuzul ar Brezhoneg

    D'ar Sadorn / le samedi :
    Herve Sebille Kernaudour evit kinnig Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo Vallée (Kuzul ar Brezhoneg)
    Aline Gleoneg evit troidigezh Danevelloù evit ur bloaz (danevelloù/Luigi Pirandelllo, Mouladurioù Hor Yezh)
    Kristian Braz evit troidigezh Chaokañ Mizer (romant/Flann o’Brien, Mouladurioù Hor Yezh)

    D'ar Sul / le dimanche :
    Alan Martel evit troidigezh An avel en haleg (romant/Kenneth Grahame, An Alarc'h)
    Herve Sebille Kernaudour evit kinnig Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo Vallée (Kuzul ar Brezhoneg)
    Daniel Carré evit troidigezh Le tournant de la mort (deizlevr brezel/Loeiz Herrieu, TIR)
    Kristian Braz evit troidigezh Chaokañ Mizer (romant/Flann o’Brien, Mouladurioù Hor Yezh)
    Olier Biguet evit troidigezh Shining (romant/Stephen King, Mouladurioù Hor Yezh)
    Noémie Lassalle evit tresadennoù Ar pezh a blij din (levr bugale, An Alarc'h)

    Roet e vo Priz Langleiz 2014
    d’ar Sadorn 25 a viz Here
    da 4 eur.

  • Pennadoù Marsel - 1

    Ar patatez disprizet

     

    Anavezet em eus patatez gouez e Pennfeunteun ha ne groge ket ar c'hleñved war o zelioù, ar re all a veze suilhet hag ar re-mañ a chome atav ken yac'h. Anvet oa ar batatezenn « Steredenn an Norzh », lagadoù ruz, melen-vi en diabarzh hag e oa sec'h e-giz bleud. Me n'em eus ket gallet debriñ hini ebet ken sec'h oant, kaer oa lakaat lipig warno n'e oa ket a voaien da zebriñ. Va zad, tost da vezañ dizent (unan a chome dezhañ war laez) a lakae anezho da ziskenn gant ur werennad gwin Pacha  bep an amzer. Ur  c'hastad  lipig en e asied. Ne garje ket ur pemoc'h du gant an naon debriñ anezho nag ur pemoc'h-gouez o kreviñ gant an naon zoken. Setu ar patatez-se zo bet lezet a-gostez, aet da goll kredapl bras.

  • An anv pesk tarz(h)enn

    Pennad klok bet embannet en Hor Yezh n° 279 - Gwengolo 2014

    167. An anv pesk tarz(h)enn (Pleuronectes platessa).
    Ar pesk plat-mañ, anavezet mat, a gaver anvet ivez lizenn (ls.: lized pe lizenned ) e Bro-Leon hag er marzoù, ha plaisenn (ls.: plaised ) e Treger ha Goueloù.
    Kavet e vez tarz(h)enn e su Breizh, e Kernev adalek Morgad, ha Bro-Wened a-bezh ICTB.420 R383.


    Daoust ma’z eo ar stumm ledetañ e Breizh-Izel — kavet e vez e 37 poent diwar 139 hervez ICTB — ne oa ket ar stumm anavezetañ er geriadurioù a ra kentoc’h gant stummoù an hanternoz.
    An implij peurunvan kentañ a seblant bezañ graet gant Per Denez en e c’hGeriadur brezhoneg Douarnenez (1. Pesked; 2. Laboused), 1980, p.136: «TARZHENN ['tarzEn] plie, carrelet, Pleuronectes platessa f. un darzhenn MS pl. tarzhenned JK».
    Heuliet eo bet ar skrivadur-se war-lerc’h: F. Favereau Geriadur ar brezhoneg a-vremañ 1992, hag a ro un distagadur gwenedek [tarhEn], p.725b; Geriadur brezhoneg an Here (2001), p.1265b; Ofis Publik ar Brezhoneg, Ar pesked mor, 2003. (...)

    Divi gKervella

  • Ar Bier e Tchekia

    Pennad klok bet embannet en Al Lanv n°132 - Gouere 2014.

    Diaes eo gouzout abaoe pegoulz e vez produet bier e Tchekia, met roudoù dre skrid deus an XIIIvet kantved a veneg breserezhioù bras e kêrioù Plzeň, České Budějovice ha Praha. Ret ’oa kaout un aotre ispisial evit gellout evit bresañ bier (anvet ar galloud bresañ). En amzer-se e oa ar bier disheñvel diouzh an hini a vez graet bremañ (gant blazioù kreñvoc’h, muioc’h a spisoù, ha teñvaloc’h).
    Abaoe an IXvet kantved e vez kutuilhet houpez e Norzh Bohemia, anvet ar Saaz (houpez ruz a vez kutuilhet gant an dorn). Dous-tre eo an dour ivez er vro. Gant ar c’hriterioù-se, hag a zo ar re bouezusañ evit kaout ur bier gant ur blaz a-feson, e c’heller kaout un displegadenn deus kalite ar bier e Tchekia (ouzhpenn da-se e vez produet du-se heiz gant nebeut a brotein, ar pezh a zo talvoudus ivez). Ma ’vez ar bier tchek a galite ez eo ivez peogwir na vez ket ouzhpennet produioù kimiek ennañ evel e Bro-Alamagn (lezennoù ispisial a zo bet graet). Staget eo Istor ar bier e Tchekia ouzh krouidigezh ar Pilsner Urquell, e 1842. Ul levezon a vo gant ar mod nevez da vresañ bier bet ijinet e Plzeň war ar bed a-bezh. Bez ’zo e kazi holl kêrioù Tchekia, bras pe bihan, ur bresti (da neubeutañ). Ar re vrasañ a zo reoù České Budějovice (kêr Budweis en alamaneg), Plzeň (Pilsen en Alamaneg) ha Praha.
    Produet e vez houpez a galite e Reter ar Republik Tchek a vez adwerzhet er bed a-bezh. Pouezhus-tre eo an houpez er bier. N’haller ket produiñ houpez e pep bro. An hini a vez produet ar muiañ er Republik Tchek eo ar Saaz, un houpezenn ruz (ne vez implijet nemet ur seurt  houpez er bier Pilsner Urquell, hag houmañ eo. Dibarded ar merk-se eo, rak ur roll kreñv ’vez gant blaz an houpez). E Norzh Bohemia, kostez kêr Žatec, e teu an houpez-mañ. Pell ’zo e veze fardet bier er manatioù ivez, evel e Belgia bremañ, met bremañ ez eo ral a-walc’h.
    Bremañ ez eo bet adprenet kazi an holl verkoù bihan gant an embregerezhioù bras, met, ne vez ket kaset pell ar produ d’e werzhañ (da skouer, ar Starobrno na ’vo kavet nemet tost a-walc’h deus kêr Brno).
    Met bez’ a zo memestra bier broadel (Krusovice, Gambrinus, Kozel) ha bier a vez skignet er bed a-bezh (Pilsner Urquell, Budvar). (...)

    K.M

Pages

S'abonner à Blog
trouducru