Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Fañch an Uhel 5 - Evnig e û aour

Fañch an Uhel 5 - Evnig e û aour

200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

1821-2021

Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

Kontadenn miz Ebrel 2021: Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken

 

Evnig e û aour

Ur wech e oa ur jardiner hag en devoa daou vab. Un deiz eus a viz mae, pa oa o labourat en e jardin, e welas un evnig ha n'en devoa gwelet biskoazh unan all ker koant hag eñ.
- Sell aze avat un evnig koant ! A lâras dezhañ e-unan ; mar gallfen tapout anezhañ.
Dont a ra a-benn da dapout an evnig. Lakaet eo en kaoued, da c'hortoz kas anezhañ d'an aotrou. Dozviñ a reas eno un û hag a oa melen evel an aour. Gwreg ar jardiner a dlee mont un deiz en kêr da gas ûoù d'hec'h aotrou.. Un û a vanke dezhi da echuiñ he zeir dousenn. Ma tapas û an evnig, hag en lakaas en touez ar re all. Mont a reas neuze en kêr. An aotrou, pa welas an û melen-aour, a voe souezhet, hag e lâras da wreg ar jardiner :
- Petra eo an û-mañ?
- Ma feiz! Aotrou, unan a vanke din da echuiñ ma zeir dousenn, hag am eus komeret an û melen-se, a zo bet dozvet gant un evnig a zo er gêr.
- Ha penaos hoc'h eus bet an evnig-se?
- Ma den en deus tapet anezhañ er jardin.
- Lâret d'ho ten dont d'am c'havout disul gentañ, ha degas gantañ an evnig.
- Ma ! Aotrou, me a lâro dezhañ.
Ar Sul ar beure, ar jardiner a eas en kêr, gant e evn en ur gaoued, hag e daou vab a eas gantañ ivez.
'Vel ma welas an aotrou an evnig, e lâras :
- O Doue, koantañ da evnig ! Met petra a welan skrivet en-dro d'e benn?
- Ya, un dra bennak a zo ; met n'ouzon ket lenn ma Aotrou.
Hag e lennas an aotrou, skrivet en-dro da benn an evnig, penaos an hini a debrje e galon, e kavfe kant skoed bep beure indan e blueg.
- Hola ! Avat, a lâras ennañ e-unan, setu amañ ur burzhud!
- Ret eo deoc'h reiñ hoc'h evnig din ; a lâras neuze d'ar jardiner.
- Me zo kontant, Aotrou ; mar plij deoc'h.

Degouezhet e oa ar c'houlz da vont d'an oferenn-bred, hag a-raok mont d'an iliz, e lâr an aotrou d'e geginerez poazhat an evnig dezhañ d'e lein, ha teurel pled mat da goll e galon, pe d'hen lezel da vont gant ar c'hazh, rak hennezh a oa an tamm gwellañ.
Mont a ra an aotrou d'an oferenn, hag ar jardiner kozh ac'h a gantañ ivez. E daou vab a oa aet da welet al listri, en bord ar c'hae. Pa oant skuizh o vale e retornjont da di an aotrou. Pa errujont er gegin, ne oa ket ar geginerez eno, hag e weljont an evnig dibluet war an daol, ha war ur plad e-kichen e oa e galon. An daou baotr a oa anvet unan Fañch hag egile Alanig. Fañch, pa welas kalon an evnig war ar plad, a soñjas e oa ur gerezenn ruz, hag a lonkas anezhi. Neuze ec'h ejont da c'hoari d'ar jardin.
Da lein, pa voe servijet an evn war an daol, an aotrou a em lakaas gant mall da glask ar galon, ha 'vel na gave ket anezhi :
- Pelec'h emañ kalon an evn, keginerez?
- Petra, na gavit ket anezhi, Aotrou ?
- Nann, ne gavan ket anezhi, sur, diwallit mat ho pe debret anezhi !
- Me, Aotrou ? Marteze avat ez eo aet gant ar c'hazh, rak bet on ur pennadig e-maez ar gegin.
Setu glac'haret an aotrou, ha droug ennañ ken a savas eus taol, hep gallout peurleinañ.

Pa voe degouezhet an abardaez, ar jardiner kozh a retornas d'ar gêr, gant e daou vab. Ar re-mañ ac'h a da gousket pep hini da e wele, evel bep noz. An dewarlerc'h ar beure, pa oa o mamm oc'h ober ar gweleoù, e kav kant skoed aour indan plueg Fañch.
- Sell ! Emezi, a belec'h e teu an aour-mañ?
Setu hi souezhet mat. Kas a ra ganti an aour, ha ne lâr netra d'he bugale, met lâret a ra d'he fried, a zo ken souezhet hag hi. An dewarlerc'h ar beure e kav arre kant skoed in dan plueg Fañch ; ha bep beure, bep beure goude memes tra. Setu ma teujont da vezañ pinvidik, ha den na ouie penaos e oa c'hoarvezet kement-se. An daou baotr o-unan na ouient netra ivez bepred. Setu ma c'hoantajont mont da vale bro. Kaer o doe o mamm hag o zad o fediñ da chom gante er gêr, ne dalveze ket, ret e voe o lezel da vont gant o fenn. Roet e voe dezhe arc'hant (rak an arc'hant na vanke ken en ti), hag ez ejont en hent.
Pa voent degouezhet en Gwengamp, e tiskennjont en un ostaleri vihan, hag e c'houlennjont bezañ lojet.
- Ya, sur, Aotrounez, a lâras dezhe an ostizez, eus hon gwellañ e vo graet deoc'h.
Koaniañ a reont ervat, ha goude mont da gousket. An dewarlerc'h ar beure, an ostizez, oc'h ober o gwele (rak er memes gwele o devoa kousket), a gav kant skoed en aour indan o flueg. Kemer a ra an aour ha ne lâr netra da den. An dewarlerc'h ar beure e kav adarre kant skoed. Pa gomzas an daou vreur a vont pelloc'h ha paeañ o skodenn, e voe dalc'het kement warne gant an ostiz hag e wreg da chom c'hoazh ur pennadig, hag e voe graet dezhe kement a chervad, ma chomjont eno ur miz penn-da-benn. Setu ma oa deuet pinvidik an ostiz, rak bep beure e talc'he e wreg da gavout he c'hant skoed, ha ne leze den all ebet d'ober gwele an daou vreur. Ar re-mañ a em gave mat eno ; koulskoude, pa voe fin d'o miz, e c'houlennjont paeañ o skodenn, evit mont pelloc'h. Dalc'het a-walc'h e voe arre warne, evit ober dezhe chom, met ne selaoujont ket en dro-mañ.
- Grit dimp hon c'hont, ostizez, ma 'c'h efomp en hent.
- Pa deufet en-dro, Aotrounez, e paefet ; n'ho pet ket a vorc'hed gant kement-se, ha deut arre da lojañ en hon zi, mar oc'h bet mat.
Ma lârjont diskenn eno arre en distro. A-raok ma 'c'h ejont kuit, an ostizez a c'halvas Fañch un tammig a-gostez, hag a lâras dezhañ goustadik :
- Me a zo bet rekouret ganeoc'h, hag e fell din ho trugarekaat, lâret ur ger mat bennak deoc'h. Bep beure, pa savfet eus ho kwele, sellit dindan ho plueg, hag e kavfet eno kant skoed bep tro.
Fañch a em lakaas da vousc'hoarzhin, o soñjal e oa an ostizez oc'h ober goap outañ, ha na lâras netra d'e vreur. Koulskoude, penn-da-benn an hent, ar c'homzoù-se a oa war e spered, hag e lâre dezhañ e-unan :
- Daoust hag e ve gwir ar pezh a zo lâret din gant an ostizez-se?
Pa serras an noz warne, e kouskjont en un ostaleri war vord an hent. An dewarlerc'h ar beure, Fañch en devoa mall da sellet indan e blueg.
- Kant skoed en aour ! Sorserez sur eo an ostizez-se ! Emezañ.
Lakaat a ra an aour en e c'hodell, ha ne lâr netra d'e vreur. Mont a reont arre en hent, etrezek Pariz ; ha bep beure, n'eus forzh pelec'h e kouske, Fañch a gave kant skoed indan e blueg. Erruout a reont ivez en Pariz. Ma kimiadjont neuze an eil eus egile, ha ma 'c'h eont pep hini eus e du, da glask o chañs.
Fañch, a oa leun e c'hodelloù a aour, a diskennas en un ostaleri gaer, hag a reas klask ur skolaer evit deskiñ dezhañ skrivañ ha lenn, rak ne ouie netra. Em wiskañ a ra 'vel ur priñs, ha dispign ivez evel ur priñs, pa eo gwir en devoa aour ar pezh a gare. Ouzhpenn da se, paotr koant e oa ivez. Merc'h ar roue a welas anezhañ un deiz, hag a c'hoantaas anezhañ. Ar roue kozh na youle ket reiñ e verc'h da un den na anaveze ket; met kement e talc'has ar briñsez warnezhañ, ma plegas 'barzh ar fin, hag e voent dimezet hag euredet. Adalek ma voe dimezet da verc'h ar roue, Fañch a renas ur vuhez diroll ; bemdez e vije oc'h evañ, o c'hoari hag o redek ar merc'hed ; ne vije gwelet kammed gant e wreg. Setu ma oa glac'haret ar briñsez paour.
- Penaos e ra ivez ? A lâre dezhi hec'h-unan ; gwall dispign a ra, ha koulskoude ne c'houlenn gwezh ebet arc'hant diganin, na digant ma zad ivez. Un dra bennak a zo, ret eo din gouzout.
Mont a ra da gavout ur sorserez kozh, hag e kont dezhi he doare.
- Allas, merc'h kaezh, eme ar sorserez, hennezh en deus debret kalon Evnig e û aour, hag abaoe e ve bep beure kant skoed indan e blueg ! Mar gallfes kaout ar galon-se, neuze avat e vefes ur baotrez !
- Ha penaos hen kaout mar'n deus debret anezhi?
- Gra evel ma lârin dit, ha marteze e teui c'hoazh a-benn d'hen tapout. Bep noz e rankez sevel da reiñ dezhañ da evañ ; mesk er werenn sistr, gwin, gwin-ardant, pebr ha holen, ha ro neuze dezhañ da evañ. Lonkañ a raio hep sellet ar meskadur fall-se, ha kerkent e tislonko kalon an evnig. Tap anezhi neuze diouzhtu ha lonk anezhi, n'eus forzh pegen hudur e vo.
Dont a ra ar briñsez d'ar gêr, goude bezañ klevet ali ar wrac'h kozh. War-dro hanternoz ec'h erru ivez he fried, hag eñ mezv evel ur soner. A-boan e oa dezhañ aet en e wele, am c'houlenn da evañ. Ar briñsez a ro dezhañ ar meskadur he devoa aozet a-raok mont da gousket. Lonkañ a reas a ra an holl en ur c'hrog ; met kerkent e em lak da basaat hag e taol kalon an Evnig e û aour. Ar briñsez a dap anezhi ha he lonk kerkent. An dewarlerc'h ar beure e oa kant skoed indan he flueg, ha netra indan hini Fañch. Ma voe souezhet.
- Daoust, emezañ, petra eo kement-mañ? Mar n'am be ken a aour avat !
An dewarlerc'h, netra arre. Setu ma oa gwall drist. Dont a ra e gamaraded da glask anezhañ, met ne youl ket mont gante. Ne ouie den petra a oa c'hoarvezet gantañ. Evel n'en devoa ken a aour, e teuas da vezañ drouk, ken na bade den gantañ er palez. Setu nec'het ar roue, hag ar briñsez ivez. Homañ a zistroas da gavout ar sorserez kozh, hag a lâras dezhi :
- graet am eus holl evel ma ho poa lâret din hag emañ bremañ kalon an evnig em c'horf. Met ma fried, abaoe na gav ken e gant skoed bep beure, a zo deuet da vezañ ken drouk ken na bad den gantañ er palez ; evel un diaoul kounnaret emañ.
- Ma ! Sell aze ur wialenn, pa vi erru er gêr, lâr : «Dre nerzh ma gwialenn, ma vo kaset ma den pemp kant lev ac'hann, en un enezenn en kreiz ar mor ! Ha diouzhtu e vo graet.
Distreiñ a reas d'ar gêr gant he gwialenn. Pa erruas e oa he den oc'h ober e diaoul wazh evit biskoazh. Met gortoz a reas ken a voe aet en e wele ha kousket. Neuze e tostaas dezhañ, he gwialenn ganti en he dorn, hag e lâras :
- Dre nerzh ma gwialenn, ra vo kaset ma fried pemp kant lev ac'hann, en un enezenn e-kreiz ar mor !
Ha kerkent e voe savet ac'hane ha kaset dre an aer en un enezenn e-kreiz ar mor. Kousket e oa bepred. Pa dihunas e voe souezhet-mat :
- Pelec'h an diaoul on-me amañ ivez? A ! Sorserez milliget (eus e wreg e lâre se), c'hoariet a 'teus un dro fall din ; met n'eus forzh, me az kavo c'hoazh.
- Bale a ra dre an enezenn, ne wel na ti na den ebet. Dont a ra naon dezhañ, ha 'vel na gav netra da zebriñ, en em laka da glask brennig ha kregen all war an aod. E-pad pell amzer, n'en doe ken boued ha nebeud c'hoazh alies. Un deiz, a-greiz ma oa sklaer ha brav an amzer, e voe souezhet o welet o tont un deñvalijenn vras.
- Petra eo kement-mañ a lâras dezhañ e-unan.
Ha prestik goude e welas un êgl o tiskenn war an traezh, hag a em laka da glask kregen ivez.
Hag eñ da dostaat, goustadik-goustadik, o em guzhañ 'drek ar rec'hell. Ma teuas a -benn da lampat warnezhañ. Hag an êgl da sevel gantañ uhel-uhel, ken na wele ken ar mor. Pa voe skuizh o nijal, e tiskennas en ur c'hoad bras, war ur wezenn-derv. Fañch a guitaas neuze an êgl, hag a ziskennas gant ar wezenn d'an traoñ. Naon bras en devoa a-benn neuze. Pa oa o vale dre ar c'hoad, e welas ur gerezenn a oa enni kerez ruz ha kaer. Hag eñ da zebriñ kerez. Met n'en devoa ket debret kalz c'hoazh, pa voe troet en ur marc'h ebrelek. Ha setu-eñ da c'hwirinal ha da daoulampat dre ar c'hoad. Hag evitañ da vezañ marc'h, e lâre ennañ e-unan :
- Setu me tapet ! Mar choman-me en marc'h avat !
Gwelet a ra ur gerezenn all, hag e oa enni kerz ul liv all :
- Ma feiz ! Evit bremañ n'eus forzh din evit debriñ.
Hag eñ da zebriñ kerez eus ar wezenn-se ivez. Ha kerkent e teu arre da vezañ den.
- Hag a zo mat ! emezañ ; me a ouvezo bremañ da betra eo mat ar c'herez-mañ.
Kemer a ra leizh e c'hodelloù eus kerez ar wezenn gentañ, met ne gemer ket eus an eil, hag e teu neuze etrezek Pariz. Evel ma 'c'h erru en kêr, ec'h a da gichen dor an iliz lec'h ma teu ar briñsez e bried d'an oferenn. Lakaat a ra e gerez war ur serviedenn, evel pa vijent da werzhañ. Pa eo echu an oferenn, e teu ar briñsez e-maez an iliz, hag o welet kerez ken kaer, e c'hoanta anezhe. Lâret a ra d'he flac'h ar gambr o frenañ dezhi.
- Tañvait unan, Priñsez, a lâr dezhi ar marc'hadour.
Ne anaveze ket anezhañ, ha n'he devoa ket sellet outañ ivez. Kemer a ra ur gerezenn ha debriñ a ra ; ha kerkent setu-hi troet en kazeg, ha da redek dre gêr, ha da c'hwirinal, evel ul loen pennfollet. An holl a sponte dirazi ha den na c'halle he zapout.
- Roet din ur brid, a lâras ar marc'hadour kerez ha me he zapo.
Roet e voe ur brid dezhañ, bridañ a ra aezet ar gazeg ha goude e pign war he c'hein, hag e em laka da ober tro kêr ganti. Ur vazh a oa gantañ en e zorn, hag e skoe ganti hep truez, ken e lâre an holl 'lec'h ma tremene :
- Al loen paour ! Lazhañ raio anezhi !

Kement a reas o redek hag o vazhata ar gazeg paour, ma kouezhas war ar pavez, prest da vervel. Neuze e tiskennas diwarni ha gant e gontell e tigoras anezhi hag e kavas kalon Evnig e û aour hag e lonkas anezhi diouzhtu.
Neuze e teuas etrezek e vro. Bremañ en devoa aour arre ; bep beure e kave e gant skoed indan e blueg. Pa oa o tremen bourk Plounevez Moedeg ec'h antreas en un ostaleri, hag evel ma oa mat ar sistr, ec'h evas ur bannac'hig re. Marc'hadourien kezeg a oa eno, o retorn eus foar Vre, hag e savas chikan ha taolioù dorn etreze. Ma voe pilet, laeret ha taolet e-maez an ti kazi en-noazh. Evel n'en devoa ken a aour, ne c'halle ket prenañ dilhad. Penaos ober ? Rak ne youle ket erruout er stad-se er gêr. Ma rankas kousket an noz-se en ur park.
An dewarlerc'h ar beure, pa savas an heol, e tihunas, hag e kavas e gant skoed indan e benn. Neuze e prenas dilhad hag e teuas d'ar gêr. Paour a-walc'h e oa arre e dad hag e vamm ; hag e vreur a oa distroet d'ar gêr ha n'en devoa ket graet fortun ivez. Met adalek neuze, e voe cheñchamant a vuhez en ti ar paotr koazh ; savet e vo un ti nevez, prenet parkoù, kezeg, saout hag oc'hen ha Fañch a zimezas da binvidikañ pennhêrez a oa er vro.
Abaoe n'am eus ket klevet komz anezhañ ; met ma talc'has da gavout e gant skoed bep beure indan e blueg, n'hon eus ket ezhomm da gaout nec'hamant gantañ.

Kontet gant Barba Tassel.
Tennet eus Kontadennoù ar Bobl 3 pajenn 137 (embannet gant Al Liamm) 1988