Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Blog - Category: Aucun nom

  • Baleadenn lennegel

    DIGOR D'AN HOLL HA DIGOUST
    Kejadenn gant Anna Duval & Loeiza An Duigou, a ginnigo o oberenn voutin "Tan de'i", bet skrivet ha treset e-kerzh ur chomadenn e tour-tan Roc'h-Gored. Aozet gant Al Liamm, an embanner hag IPPA.

    D'ar Sadorn 25/03/23 :
    D'an deiz-se e teuio er-maez al levr kaer-mañ. Ha pedet e vo an neb a gar da gejañ gant Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc kement ha gant skipailh Al Liamm pe an IPPA war al lec'h ken kaer all ma oant bet o labourat asambles. Emgav da 2e goude-merenn war Parkva Sant-Kava e Plougerne evit mont war-droad betek an enezennig ha dizoloiñ al lec'h bamus-se. N'eus ket ezhomm lakaat e anv en a-raok ha digoust eo an abadenn. Tu 'vo prenañ al levr ha lakaat ar skrivagnerez hag an arzourez da sinañ ho skouerenn! 
    Ar raktres orin :
    C'hoant en doa skipailh Al Liamm da vroudañ tud yaouank da skrivañ evit tud yaouank. E 2020 e oa bet krouet an dastumad "ZH", romantoù evit krennarded ha tud gour-yaouank. Daou romant a oa bet embannet en dastumad-se. Ouzhpenn-se e kave dezhe e oa dister grad ar grouerien e brezhoneg. Ne vez ket sikouret kalzik o labour. Setu perak en deus soñjet skipailh Al Liamm pediñ ur skrivagnerez hag un dresourez da labourat asambles war ul levr a gavfe e blas en dastumad-se e-pad div pe deir sizhun er chomadenn gentañ e brezhoneg penn-da-benn.

    Al lec'h :
    C'hoant en doa skipailh Al Liamm da gavout ul lec'h divoutin evit pediñ an div arzourez. Aet e oamp e darempred gant ar gevredigezh IPPA (Îles et Phares du Pays des Abers). Ar re-se a zo kustum da zegemer arzourien a bep seurt hag a bep bro en tour-tan meret gante war Roc'h-Gored, e-kichen Plougerne. Un enezennig vihan eo ha tu zo da vont eno war-droad pa vez izel ar mor. Degemeret eo bet Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc etre an 23/01/22 hag an 12/02/22 (ken mat e oant du-se ha dieub al lec'h ma oant chomet ur sizhunvezh ouzhpenn ar pezh a oa bet raktreset!). Laouen-tre e oa kevredigezh an IPPA da zegemer brezhonegerien en o zour-tan hag ul labour a-feson eo bet kaset da benn gant an div arzourez daoust d'ar vuhez start en tour-tan e-kerzh mizioù yen ar bloaz!

    Al levr :
    "Tan De'i" a zo titl al levr skrivet gant Loeiza an Duigou ha skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc. Istor krennarded o vevañ en ur gêr e-kreiz ar c'hoadoù. Ar "Gêr-Uzin"-se a zo meret gant perc'henn an embregerezh alumetez anvet Tan De'i. En em gavout a reomp amañ e-kerzh un emgann a-gozh etre an embregerezh (ar gounidoù, ar sentidigezh dall) hag ar c'hoad (gouez ha disuj). Ar grennarded-se a zo un dra dibar enne: gallout a reont en em dreuzfeurmiñ e loened zo. Setu neuze istor ur broc'h, ur c'hazh-koad hag ur bleiz o terc'hel penn d'an embregerezh, lonker koad anezhañ, pa n'eo ket buhez an dud a vez aberzet war aoter ar Gounid. Ret e vo dezhe kavout hent an asant hag ar vignoniezh evit gallout dont a-benn da lakaat un termen da raktresoù teñval an aotrou Pyro.

     

     

  • Standoù Kuzul ar brezhoneg

    D'ar 5 a viz Meurzh er Releg-Kerhuon:

     

    D'an 23 a viz Meurzh e Landerne:

  • Gouel al levrioù hag al Lenn e Tregastell

    Gouel al levrioù hag al Lenn e Tregastell
    8-9-10 a viz Gouere 2022
    Aozet gant Kêr Dregastell kevelet gant Nevez Amzer Tregastell ha Kuzul ar Brezhoneg

    Digor d’an holl adalek 15 vloaz.
    An danvez a zo dieub gant ma vo kavet en danevell an anv «Tregastell».
    Arabat e vefe bet embannet an danevell a-raok.
    Kas anezhi en un doare skriverezet, etre 4 ha 7 pajennad Times New Roman, brasder 12, etrelinennad 2 da levraoueg ti-kêr Tregastell
    Arabat sinañ an danevell.
    Ar skridoù a zo da vezañ kaset etre ar 4 a viz Meurzh hag an 31 a viz Mae 2022.
    Reolennoù ar genstrivadeg danevelloù e brezhoneg a gaver war : http://www.tregastel.fr/Le-marque-plage

  • Stajoù KEAV

    - Aozet e vo Staj Kan bloaziek KEAV er Greizenn an Amzer Nevez e PLAÑVOUR, d'ar Sadorn 14 ha d'ar sul 15 a viz Mae. Kaset e vo gant Sofi an Hunseg ha Serj Bozeg.

    Diwallit : kontet eo ar plasoù, ne vo ket degemeret ouzhpenn 15 stajiad...

    - Kinniget e vo ur bourmennadenn e Sant Jakez an Enez, (Bro Dinan), d'ar Sadorn 2 a viz Ebrel.

  • Bloavezh mat 2022

Pages

trouducru