Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Al Liamm

Issue: 
464
Mae-Even 2024
Summary: 

Gwadañ gant Padrig Drean. Ha pa vije kavet mammenn ar barzhonegoù e chom diaes lakaat pep tra war baper. Gant petra e vezer awenet pa skriver ha gant piv e vezer levezonet ? sklaer ar respont gant Kervalan e Treindedig. Preder Herve Gouedard war ur prantad Digenvez. Hol lod deomp-ni holl.

C’hwec’h danevell disheñvel-mat a zo en dro-mañ c’hoazh. E Tel Aviv emaomp e 2037 ha setu m’en em gav ur vaouez yaouank gant muntrer he mamm, un istor kriz diwar zorn G. Kervella. Petra a c’hoarvez, a gav deoc’h, pa vez argaset ur skrivagner gant an tudennoù bet ijinet gantañ ? E kambr ar skrivagner skrivet gant P. Marquand emañ ar respont. Gant Marc’h foll lammat, skrivet gant J. Olivry, emeur e empenn ul lammer oc’h embregiñ evit ar c’hoarioù olimpek. Emgav zo bet lakaet etre un tonton difeson, un disterig anarkour, e nized hag o gwragez en ur preti brudet. Bec’h ‘vo en danevell Boued, skrivet gant Tudual Audic. Istor teleskopek gant J. Donarzh. Ul liamm a zo sur mat etre Homo sapiens, an egor, an trede Republik, ar gapitalouriezh ha tad-kozh an hini a gont an istor.

Riwal Huon a oa bet oc’h atersiñ Sarah Chedifer, bet aozet ganti ar blog a ra berzh : A! Lenn ? « Ul lec’h eskemm he doa c’hoant krouiñ, » emezi. Lavaret sklaer a ra pehini eo he sell war al lennegezh hag ar skrivañ.

Kregiñ a ra eil lodenn istor ar skritur gant Youenn Calonnec d’ar c’houlz m’emañ Roma oc’h aloubiñ Egipt hag o tizoleiñ ar papiruz (30 a-raok JK).

Displegañ a ra Stéphanie Stoll en he fennad piv e oa Hugh O’Flaherty. Ur beleg iwerzhonat bet savetaet ur bern tud gantañ e-doug an eil Brezel-bed.

Echuiñ a ra an niverenn gant A-dreuz lenn, Petra nevez? hag an Notennoù evel kustum.

Publisher: 
subscriptions: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €