Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Diwar an uhel

Written by: 

Goude bezañ savet skridoù awenet gant e veajoù a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloù kentañ e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloù-mañ e Menez Are hag en e drowardroioù, panevet div, unan war harzoù Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho o doare, e fin ar c'hantved diwezhañ, o vont; trabas-didrabas, gant o zammig-buhez. C'hoantoù, poanioù, stourmoù, kontet war ton ar fent hag ar mousfent. Ganet eo bet Lan Tangi e 1951 e Karanteg (Bro-Leon) ha desavet e Menez Are gant e dud-kozh. Skrivet en deus un torkad barzhonegoù “Mousafir” e 1997 (priz Langleiz 1998 hag Imram 2001). Ul levr danevelloù “Da Goulz an Avaloù” (2001), skridoù ul levr luc'hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, “Menez Are” (2003). Ur pezh-c'hoari evit ar radio “Alo, alo, amañ Job” (2007), c'hoariet gant Strollad Kastell. O labourat er gevelouri Roudour, e Karaez, emañ o chom er Fouilhez.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-9525135-4-8
Year: 
2007
Number of pages: 
132
Dimensions: 
14,8 x 20,6
Langage(s) of the product: 
10,00 €
trouducru