Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Moussa, istorioù berr

Written by: 

Ral eo e chomfe al lenner diseblant ouzh planedenn an tudennoù ijinet gant Kristian Braz ha pa vefent tud eveldomp holl, kig hag eskern, tud heskinet gant trivliadoù n’int ket mestr warno, yaouankizoù tapet fall, kozhidi digenvez...
Daoust ha tonket omp da c’hwitañ ha da dremen hebiou ur vuhez klok, didrubuilh ha plijadurus ?
Tamm ebet ! Tud hegarat ha madelezhus a c’heller kavout war an hent ivez. Moussa a vo skoazellet brav gant ur paotr yaouank-kozh o vevañ er Menez Are ; Julian e par ar marv a gavo frealz ha karantez a-drugarez d’ur vaouez deuet d’ober war e dro.
Spi ha sklêrijenn a sav splann e kalon tudennoù an danevelloù-mañ a-drugarez d’ar skoazell ha d’an darempred gwirion.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-7368-0172-4
Year: 
2023
Number of pages: 
180
Dimensions: 
13x20
Distributed by: 
Coop Breizh
Langage(s) of the product: 
12,00 €