Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Légendes des anciens châteaux de Bretagne

Illustrated by: 

Ekaterina Balobanova (1847-1927) a oa ur Rusianez eus Нижний Новгород (Nijni-Novgorod).
Meur a wech e oa bet deuet da Vreizh er bloavezhioù 1860 ha desket he doa brezhoneg. E Bro-Dreger e veze o chom e ti un eontr breizhat dimezet gant ur Rusianez hag alese ez ae dre ar vro, war droad, war varc'h pe gant ur c'harr, asambles gant he c'henitervez, da zastum kontadennoù ha marvailhoù.
Un toullad bloavezhioù war-lerc'h, e 1899, e Sant-Petersbourg, he doa embannet ul levr e rusianeg diwar-benn mojennoù ha kontadennoù Breizh. Kempennet e oant bet ganti evit plijout da lennerien he bro, ha n'eo ket gant ur pal skiantel. Lavarout a rae diwar he fenn hec'h-unan e oa-hi « ar geltiegerez rusian nemeti en hec'h amzer ».
Evit ar wech kentañ ez embanner un droidigezh c'hallek eus ar c'hontadennoù-se. Troet int bet gant  Viktoriya Lajoye diwar ar rusianeg.
A-benn un toullad mizioù e teuio er-maez, e brezhoneg ar wech-mañ, eñvorennoù beaj Ekaterina Balobanova e Breizh.

 

Publisher: 
ISBN: 
978-2-38190-009-4
Year: 
2021
Number of pages: 
266
Dimensions: 
14.5 x 20.5
Distributed by: 
Coop Breizh
14,00 €