Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Blog

  • Fañch an Uhel 6 - Ar skorn hag al Laouenan

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz Even 2021: Ar skorn hag al Laouenan

    Ar skorn hag al Laouenan

    Ur wech e oa, ur wech e vo
    Komañsamant an holl gaozoù
    N'eus na mar na marteze
    En deus tri zroad an trebez.


    Ur wech, en amzer gozh, pell 'zo, pell 'zo, e savas un disput etre ar Skorn hag al laouenan. N'am eus ket klevet, ha n'ouzon ket abalamour da betra.
    - Me a deuio a-benn ac'hanout ! eme ar Skorn.
    - Gwelet e vo ! eme al Laouenan.
    Ma skornas an noz-se da faoutañ ar vein. An dewarlerc'h, ar Skorn, o welet al Laouenan bev-mat ha sart-mat :
    - Pelec'h, emezañ, 'oas-te an noz tremen?  
    - 'Lec'h ma oa ar merc'hed oc'h ober kouez.
    - A ! Ya, mat, fenoz me az tapo.
    - Gwelet e vo!
    An noz-se e skornas, ken a skrone an dour war an tan. An dewarlerc'h ar beure, al Laouenanig a savas ken bev ha ken sart ha biskoazh.
    - Petra, eme ar Skorn souezhet, n'out ket marv c'hoazh?
    - 'vel ma welet.
    - Pelec'h 'ta oas-te an noz tremen?
    - Etre ar wreg hag an ozhac'h!
    - Sell pelec'h en em fourr al labous fall-se! Met n'eus forzh, dont a rin a-benn ac'hanout, p'am eus lâret.
    An noz-se e skornas, ken a oa em beget ar wreg hag an ozhac'h en o gwele. 'Vit an dro-mañ e tle bezañ graet eus ma mignon al laouenanig, a lâre ar Skorn dezhañ e-unan.
    Met p'en gwelas an dewarlerc'h ar beure ken sart ha ken leun a vuhez ha biskoazh, e voe souezhet-mat.
    - Pelec'h ar foeltr, emezañ, e aos-te an noz-mañ?
    - Etre lost ar vuoc'h hag he revr!
    - Ma ! Ma! Sell 'ta pelec'h ! N'eus forzh, an noz-mañ e welfomp c'hoazh ; taol pled mat.
    - Ya, ya, c'hoari hardizh!
    Al Laouenan a em dennas en un toull en moger ar siminal, tost d'ar fornigell. Ma kavas eno ul logodenn, ha disput etreze ! 'vel n'hallfont ket en em glevet, e voe lâret e vije ur gombat vras an dewarlerc'h etre kement loen pluek ha loen blevek a oa er vro, war Venez Bre.
    An deiz merket eus ar beure, kerkent ha ma tiskenn ar yer diwar o c'hlud, ez eont holl etrezek Bre ; pa deue ar saout, an oc'hen, ar moc'h, an deñved e-maez o c'hraoù, ar c'hezeg e-maez ar marchosioù, e kemerent holl ar memes hent, ha den na c'halle o ahrzañ da vont. Ne vije gwelet an deiz-se labous nij ebet war ar maez, na bran, na pig, na moualc'h, na golvan, na pinsin, na laouenanig; na ki, na kazh, na razh, na logodenn ; holl e oant aet da vre. Eno 'vat oa ur gombat ! 'vel na oa bet gwelet biskoazh. A bep tu pluñv ha blev, ha kri h blejadennoù ! 'Oa al loened blevek o vont da c'hounit, pa erruas ivez an Egl. Neuze e voe ur c'hoari all. Hemañ a diskare hag a druilhe holl, tao-ha-taol. Mab ar roue a oa o sellet en prenestr e gastell, ha pa welas kement-se, e tiskennas ha gant un taol sabrenn e torras un askell d'an Egl. Neuze e voe fin d'ar gombat. Al loened pluek o devoa trec'het, hag e voe klevet al Laou o kanañ war dour chapel sant herve, a zo war lein ar menez.
    - Bremañ a lâras an Egl da vab ar roue, e vo ret dit ma bevañ e-pad nav miz, gant kig-gad ha kig-klujar.
    - Hag e rin, eme mab ar roue, deus ganen d'am falez.
    A-benn nav miz goude, e oa yac'h mat an Egl, hag e lâras da vab ar roue :
    - Deus ganen bremañ ivez, da welet ma c'hastell.
    - Me na c'houlennan ket well, emezañ, met penaos mont? Te a niz dre an aer, ha n'hallin biken da heuilh.
    - Deus war ma choug.
    Mont a ra war choug an Egl. Hemañ a sav ken uhel en aer, ma teu aon da vab ar roue, hag e lâr :
    - Ne c'houlennan ket mont pelloc'h, ma diskenn d'an traoñ.
    - Nann ! Nann !Ret eo dit dont betek ma c'hastell , n'omp ket pell ken.
    Ha da nijal arre, dreist ar c'hoadoù ha dreist ar mor. Erruout a reont ivez :
    - Demat, ma mamm ! eme an Egl.
    - Petra, erru out, ma mab kaezh ? Gwall bell out bet oc'h ober da dro ; nec'hamant am boa o welet ne zistroes ket.
    - Gwall wasket, mamm baour, ez on bet abaoe ; met setu mab roue Breizh Izel a zo deuet ganen amañ.
    - Mab roue Breizh-Izel ! Hennezh a zo amget mat, hag e refomp gantañ ur pred ar gwellañ.
    - O! Nann, ma mamm, n'en devo droug ebet ; me a zo bet maget mat e-pad nav miz en e balez, hag am eus eñ pedet da dont ivez da dremen ur pennad amzer en hor c'hastell ; ret e vo ober mat dezhañ.
    An Egl en devoa ur c'hoar hag a oa koant...ken a oa koant a-walc'h. Mab ar roue he gwelas, hag a c'hoantaas he c'haout da bried. Met an hini gozh a lâras ne oa ket honnezh evit e veg. Setu ne skuizhe ket eno ; bet tri, pevar, pemp, c'hwec'h miz ; ne gomze ket a zistreiñ d'ar gêr. Ma oa eerru skuizh an hini gozh gantañ, hag e lâras e vije ret dezhañ mont d'ar gêr, pe e vije debret. Un deiz e lâras an Egl dezhañ :
    - Eomp da c'haori bouloù, da dremen an amzer.
    - Y a-walc'h, eme egile.
    - Petra a vo ar gopr?
    - Da c'hoar, mar gonezan, ha ma buhez mar kollan.
    - Lâret eo ; eomp da c'hoari.
    Mont a reont d'un ale vras, 'lec'h ma oa ar bouloù. Allas ! Pa welas mab ar roue ar bouloù-se ! En houarn e oant, ha pepe hini a boueze pemp kant liv ! An Egl a grogas en e voul, hag a c'hoarie ganti, he zaole en aer, 'vel pa vije un aval. Ar paour-kaezh priñs n'halle ket zoken finval e hini.
    - Da vuhez a zo din, eme an Egl.
    - Ma revañch a c'houlennan.
    - Hag az po; ha koulskoude e oa ket lâret ; warc'hoazh e c'haorifomp adarre.
    Ar priñs kaezh a yeas da gaout c'hoar an Egl en ur leñvañ, da gontañ dezhi e doare.
    - N'eus forzh, eme homañ, fidel e vefet din?
    - Ya, betek ar marv.
    - Ma ! Ma lez da ober. Me m'eus ur c'hwezhigell, hag he livo en du, hag he lako neuze e-kichen boul ma breur. Pa grogi enni, n'az po nemet lâret :


    «Gavr, kerzh d'az pro ;
    Ez out amañ seizh vloaz 'zo,
    Tamm houarn n'a teus bet da zebriñ!»


    Kerkent e weli anezhi o sevel en aer, hag e yelo d'an Ejipt. Met laka evezh mat da gomer da voul da gentañ.

    An dewarlerc'h ez eont arre d'an ale vouloù. Mab ar roue a gomer diouzhtu ar c'hwezhigell, 'vel pa vije ur voul, hag em laka da c'hoari ganti, d'he zeurel en aer, evel ur c'hwezhigell ma oa. Setu souezhet-bras an Egl ha nec'het.
    - Petra eo kement-mañ, emezañ.
    An Egl a c'haori da gentañ, hag a sko e voul ken uhel, ma voe ur c'hard-eur mat a-raok kouezhañ d'an douar.
    - C'hoari kaer ! eme mab ar roue ; d'am zro bremañ.
    Hag eñ o lârat goustadik :


    «Gavr, kerzh d'az pro ;
    Ez out amañ seizh vloaz 'zo,
    Tamm houarn n'a teus bet da zebriñ!»


    Ha kerkent ar c'hwezhigell o sevel en aer, ken uhel, ken uhel, ken n'he gwelent ken, ha kaer o devoa gortoz, ne gouezhe ket. Aet e oa d'an Ejipt.
    - Setu pep a barti ! eme mab ar roue.
    Hag an Egl d'ar gêr en ur c'harmat, ha da gontañ e doare d'e vamm, ha da ober e glemmoù : e oa kollet e voul, a oa ken kaer ; n'hallje ken c'hoari p'en dije c'hoant : ur sorserez bennak a oa a-du gantañ.
    - Ret eo hen lazhañ, eme an hini gozh, da betra gortoz pelloc'h?
    - Met n'am eus ket c'haozh trec'het warnezhañ, ma mamm, hag eo ret din hen ober. Warc'hoazh e c'hoarifomp ur c'hoari all, hag e welfomp penaos en em denno ac'hane.
    -    It da gerc'hat dour din, n'eus banne ken en ti.
    - Hag a zo mat, warc'hoazh ar beure ez efomp.
    Hag an Egl da lârat da vab ar roue :
    - Warc'hoazh ar beure e vo ret dimp kerc'hat dour d'am mamm, n'eus ken banne en ti.
    - Ma ! Vel ma kari ; met diskouez din ar podoù a-raok.
    - Sell-int amañ.
    Hag an Egl o tiskouez dezhañ daou benton a bemp barrikenn pep hini ; war bep palv-dorn e touge unan anezhe hep poan. Mont a ra ar priñs da gaout c'hoar an Egl, hag eñ nec'het, m'ho ped da grediñ.
    - Fidel e vefe din ? A lâras dezhañ arre.
    - Ya, betek ar marv !
    - Ma ! Warc'hoazh ar beure, pa welfet ma breur o komer e benton, lâret dezhañ : «Ba ! Lez aze ar pentonioù-se, ha ro din un trañch, ur bal hag ur c'hravazh. Da betra ? a lâro neuze. Da betra, da degas ganimp ar feunteun, 'vit ma vefomp kuit da retorn ken alies, genaoueg ! Pa glevo se e kerc'ho an dour e-unan, rak ne c'houlenno ket gwelet dispennañ ar feunteun, na ma mamm ivez.
    A dewarlerc'h ar beure :
    - Aloñ ! Eomp da gerc'hat dour, eme an Egl.
    - Ya, ya pa gari.
    - Krog en da benton eta.
    - Pentonioù evel-se? Da betra eo mat an traoù-se? Da goll amzer.
    - Penaos e fell dit eta ober ?
    - Ro din amañ ur c'hravazh, un trañch hag ur bal.
    - Da ober petra?
    - Da ober petra genaoueg. Da degas ganimp ar feunteun, ma vefomp kuit da retorn ken alies.
    - Hola! Hola ! Na vo ket dispennet ar feunteun-se ; ur feunteun ken aker !
    - Ma ! Kerzh da gerc'hat dour pa gari neuze, 'vit me n'in ket.
    Hag an Egl da gerc'hat dour, gant e daou benton, ha droug ennañ.
    - Penaos en em zizober outañ? A lâre an noz-se d'e vamm.  
    - Hen lakaat ouzh ar ber hag hen debriñ ! eme an hini gozh.
    - Nann ! Nann, warc'hoazh m'hen kaso da diskar gwez gant ur vouc'hal goad, hag e welfomp.
    Lâret e ra dezhañ kent mont da gousket :
    - Hirie am eus graet al labour ma-unan, ha warc'hoazh e vo ivez da dro.
    - Petra a zo da oebr warc'hoazh?
    - Ma mamm he deus ezhomm koad d'ober tan en he c'hegin, hag e vo ret din mont da diskar un alead gwez-derv a zo aze, hag a-raok kuzh-heol e rankfont bezañ diskaret holl.
    - Mar n'eo nemet se ! eme mab ar roue ; met nec'het-bras e oa, evitañ na diskoueze ket bezañ
    Mont a ra da gaout c'hoar an Egl adarre.
    - Fidel e vefe din, emezi.
    - Ya, betek ar marv !
    - Ma, warc'hoazh pa vefe erru er c'hoad, gant ho hach koad, lemet ho chupenn, taolet anezhi war drojenn un dervenn gozh a welfet eno, dizolo he gwrizioù, tapet ho hach ha skoet gant ar gwez, hag e welfet petra a c'hoarvezo.
    Mont a ra an dewarlerc'h ar beure d'ar c'hoad, e ahch koad gantañ war e skoaz ; lemel a ra e chupenn, he zeurel a ra war drojenn un dervenn gozh, dizolo he gwrizioù, kemer a ra neuze e hach koad :  
    - Un hach koad, emezañ, evit diskar ar gwez bras-mañ ! N'eus forzh, gwelomp.
    Skeiñ a ra un taol gant trojenn ur wezenn, ha kerkent e kouezh, gant un drouz vras.
    - Hag a zo mat ! emezañ.
    Mont a ra da un all, ha memes tra ; bep taol e kouezh ur wezenn, hag en berr amzer e voe diskaret an alead gwez betek an diwezhañ ; glac'haret on gantañ.
    En keit ma oa evel-se oc'h ober e glemmoù, ec'h erruas mab ar roue :
    - Da drec'het am eus teir gwechn emezañ, Egl, ha da c'hoar a zo din.
    - Ya, siwazh ! Kas anezhi ganit, ha kerzh kuit ar c'hentañ ar gwellañ. Dont a ra ar prins d'ar gêr, ha gantañ c'hoar an Egl. Met homañ na c'houlenne ket hen eurediñ c'hoazh, na zoken mont gantañ da balez ar roue ; lâret a ra ez ay da servijiñ en un ti mat bennak e kêr, e-pad daou vloaz, hep em reiñ da anaout evit gwelet hag eñ a chomo bepred fidel dezhi, evel m'en deus touet teir gwech.
    - Setu aze, emezi, a-raok kimiadiñ, un hanter ma gwalenn hag un hanter ma mouchouer, 'vit m'ho po bepred soñj ac'hanon.
    Kemeret eo da blac'h ar gambr en ti un aourfredour pinvik, hag ar priñs a zistro da balez e dad. Ankouaat a ra buan c'hoar an Egl, hag e teu da garet ur brinsez yaouank a oa el lez. Setu ma int dimezet asinet an deiz evit an eured ha lakaet ober ar gwalinier en ti an aourfredour 'lec'h ma oa plac'h ar gambr c'hoar an Egl. Ma voe pedet kalz, kalz a dud da festoù an eured ; an aourfredour hag e wreg a voe pedet ivez, ha zoken o flac'h ar gambr, dre ma oa ur plac'h a galz a feson vat. Homañ a lâras neuze d'he mestr ober dezhi ur c'hogig hag ur bolezig aour.
    - Da betra? eme he mestrez.
    - Ma lest da ober, ma mestrezig ; gwelet a refet hepdale da betra.
    Graet e voe dezhi evel ma c'hoantae.
    Erru deiz an eured, an aourfredour, e wreg hag e blac'h ar gambr a yeas d'ar palez, ha 'vel ma oa kontant bras hag e wreg nevez eus ar gwalinier hag ar braverioù a oa graet dezhe, e voent degemeret eus o zaol. C'hoar an Egl a oa deut ganti he c'hogig hag he folezig aour, hag an hanter he gwalenn hag an hanter he mouchouer a oa aet an daou hanter all anezhe gant mab ar roue. En defin ar pred, en em gavas e-kichen ar wreg nevez ; ma tennas he hanter mouchouer eus he godell.
    - Sell ! eme ar wreg nevez, me am eus unan heñvel eus ho hini.
    - Diskouezit un tammig.
    - Sellit, ya 'vat, heñvel a-walc'h !
    Ha kerkent ma voent tostaet an eil da egile e em begjont.
    - Ar re-se, eme ar plac'h ar gambr, a zo bet 'vel-se c'hoazh.
    O tennañ he mouchouer e-maez he godell, e oa kouezhet he hanter gwalenn war an daol ; ar wreg nevez, p'he gwelas, a grogas enni hag he zostaas ouzh an hanter all, a oa ganti ; ma em begjont krenn 'vel an daou hanter vouchouer. Setu hi souezhet bras.
    - Na souezhet ket, priñsez, ar re-se a zo bet evel-se c'hoazh.
    Tennañ a ra neuze eus he godell ar c'hogig hag ar bolezig aour, hag o lakaat war ur plad staen.
    - Kaerañ da bezhioù! Alâre an holl.
    Teurel a ra ur bizenn aour war ar plad. Kerkent ar c'hogig he zap hag he lonk.
    - Aet eo ganit arre ! eme ar bolezig.
    - Tav, tav ar c'hentañ a vo dit.
    - Ya, mab ar roue a lâre din e vije fidel din, pa oa o vont da c'hoari bouloù gant an Egl.
    Ar priñs, pa glevas, a zistroas da sellet. Teurel a ra ar plac'h ar gambr un eil bizenn aour war ar plad. Ar c'hogig he lonk kerkent.
    - Aet eo ganit arre ! eme ar bolezig.
    - Tav, tav, ar c'hentañ a vo dit.  
    - Ya, mab ar roue a lâre din ivez e vije fidel din,  pa oa lâret dezhañ mont da gerc'hat dour gant an Egl.
    An holl a oa souezhet, hag a c'houlenne an eil digant egile :  
    - petra eo kement-mañ?
    Mab ar roue a selaoue hag a rae evezh mui evit hini.
    Teurel a ra ar plac'h ar gambr un deirvet pizenn war ar pald, ha 'vit an deirvet gwech, ar c'hogig aour he lonk kerkent.
    - Aet eo ganit arre ! eme ar bolezig.
    - Tav, tav ar c'hentañ a vo dit.
    - Ya, amb ar roue a lâre din ivez e vije fidel din, pa voe kaset gant an Egl da diskar un alead gwez-derv, gant un hach koad!
    - Hola ! eme mab ar roue, en ur sevel, a-walc'h eo kement-mañ!
    Hag eñ o tistreiñ neuze 'trezek e dad-kaer, hag o komz evel-henn :
    - Me, ma zad-kaer, am boa un teñzaouer hag a oa warnezhañ un alc'hwezig ar c'hoantañ ; ma kollis ma alc'hwezig koant, hag e lakais ober unan nevez ; un nebeud amzer goude e kavis ma alc'hwez kozh, setu din bremañ daou alc'hwez, eus a behini e tlean em servijañ, an hini kozh pe an hini nevez?
    - Doujañs hag enor a zo dleet bepred d'ar re gozh.
    - Ma ! Ma zad-kaer, miret ho emrc'h, ,rak un all am eus kavet araozi : kollet e oa, hag am eus he c'havet a-nevez : setu-hi amañ !
    Hag en em daoljont an eil en divrec'h egile, o ouelañ gant ar joa ! Dimezet e voent hag euredet, hag e-pad tri miz e padas ar gouelioù hag ar bombañsoù, festoù, c'hoarioù, dañsoù ha muzik ha cholori bemdez!

    Tennet eus Kontadennoù ar bobl levrenn 2, pajenn 27, embannet gant Al Liamm, 1989

  • Kemennadenn Urdd evit ar Peoc'h hag ar vadelezh

  • Fañch an Uhel 5 - Evnig e û aour

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz Ebrel 2021: Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken

     

    Evnig e û aour

    Ur wech e oa ur jardiner hag en devoa daou vab. Un deiz eus a viz mae, pa oa o labourat en e jardin, e welas un evnig ha n'en devoa gwelet biskoazh unan all ker koant hag eñ.
    - Sell aze avat un evnig koant ! A lâras dezhañ e-unan ; mar gallfen tapout anezhañ.
    Dont a ra a-benn da dapout an evnig. Lakaet eo en kaoued, da c'hortoz kas anezhañ d'an aotrou. Dozviñ a reas eno un û hag a oa melen evel an aour. Gwreg ar jardiner a dlee mont un deiz en kêr da gas ûoù d'hec'h aotrou.. Un û a vanke dezhi da echuiñ he zeir dousenn. Ma tapas û an evnig, hag en lakaas en touez ar re all. Mont a reas neuze en kêr. An aotrou, pa welas an û melen-aour, a voe souezhet, hag e lâras da wreg ar jardiner :
    - Petra eo an û-mañ?
    - Ma feiz! Aotrou, unan a vanke din da echuiñ ma zeir dousenn, hag am eus komeret an û melen-se, a zo bet dozvet gant un evnig a zo er gêr.
    - Ha penaos hoc'h eus bet an evnig-se?
    - Ma den en deus tapet anezhañ er jardin.
    - Lâret d'ho ten dont d'am c'havout disul gentañ, ha degas gantañ an evnig.
    - Ma ! Aotrou, me a lâro dezhañ.
    Ar Sul ar beure, ar jardiner a eas en kêr, gant e evn en ur gaoued, hag e daou vab a eas gantañ ivez.
    'Vel ma welas an aotrou an evnig, e lâras :
    - O Doue, koantañ da evnig ! Met petra a welan skrivet en-dro d'e benn?
    - Ya, un dra bennak a zo ; met n'ouzon ket lenn ma Aotrou.
    Hag e lennas an aotrou, skrivet en-dro da benn an evnig, penaos an hini a debrje e galon, e kavfe kant skoed bep beure indan e blueg.
    - Hola ! Avat, a lâras ennañ e-unan, setu amañ ur burzhud!
    - Ret eo deoc'h reiñ hoc'h evnig din ; a lâras neuze d'ar jardiner.
    - Me zo kontant, Aotrou ; mar plij deoc'h.

    Degouezhet e oa ar c'houlz da vont d'an oferenn-bred, hag a-raok mont d'an iliz, e lâr an aotrou d'e geginerez poazhat an evnig dezhañ d'e lein, ha teurel pled mat da goll e galon, pe d'hen lezel da vont gant ar c'hazh, rak hennezh a oa an tamm gwellañ.
    Mont a ra an aotrou d'an oferenn, hag ar jardiner kozh ac'h a gantañ ivez. E daou vab a oa aet da welet al listri, en bord ar c'hae. Pa oant skuizh o vale e retornjont da di an aotrou. Pa errujont er gegin, ne oa ket ar geginerez eno, hag e weljont an evnig dibluet war an daol, ha war ur plad e-kichen e oa e galon. An daou baotr a oa anvet unan Fañch hag egile Alanig. Fañch, pa welas kalon an evnig war ar plad, a soñjas e oa ur gerezenn ruz, hag a lonkas anezhi. Neuze ec'h ejont da c'hoari d'ar jardin.
    Da lein, pa voe servijet an evn war an daol, an aotrou a em lakaas gant mall da glask ar galon, ha 'vel na gave ket anezhi :
    - Pelec'h emañ kalon an evn, keginerez?
    - Petra, na gavit ket anezhi, Aotrou ?
    - Nann, ne gavan ket anezhi, sur, diwallit mat ho pe debret anezhi !
    - Me, Aotrou ? Marteze avat ez eo aet gant ar c'hazh, rak bet on ur pennadig e-maez ar gegin.
    Setu glac'haret an aotrou, ha droug ennañ ken a savas eus taol, hep gallout peurleinañ.

    Pa voe degouezhet an abardaez, ar jardiner kozh a retornas d'ar gêr, gant e daou vab. Ar re-mañ ac'h a da gousket pep hini da e wele, evel bep noz. An dewarlerc'h ar beure, pa oa o mamm oc'h ober ar gweleoù, e kav kant skoed aour indan plueg Fañch.
    - Sell ! Emezi, a belec'h e teu an aour-mañ?
    Setu hi souezhet mat. Kas a ra ganti an aour, ha ne lâr netra d'he bugale, met lâret a ra d'he fried, a zo ken souezhet hag hi. An dewarlerc'h ar beure e kav arre kant skoed in dan plueg Fañch ; ha bep beure, bep beure goude memes tra. Setu ma teujont da vezañ pinvidik, ha den na ouie penaos e oa c'hoarvezet kement-se. An daou baotr o-unan na ouient netra ivez bepred. Setu ma c'hoantajont mont da vale bro. Kaer o doe o mamm hag o zad o fediñ da chom gante er gêr, ne dalveze ket, ret e voe o lezel da vont gant o fenn. Roet e voe dezhe arc'hant (rak an arc'hant na vanke ken en ti), hag ez ejont en hent.
    Pa voent degouezhet en Gwengamp, e tiskennjont en un ostaleri vihan, hag e c'houlennjont bezañ lojet.
    - Ya, sur, Aotrounez, a lâras dezhe an ostizez, eus hon gwellañ e vo graet deoc'h.
    Koaniañ a reont ervat, ha goude mont da gousket. An dewarlerc'h ar beure, an ostizez, oc'h ober o gwele (rak er memes gwele o devoa kousket), a gav kant skoed en aour indan o flueg. Kemer a ra an aour ha ne lâr netra da den. An dewarlerc'h ar beure e kav adarre kant skoed. Pa gomzas an daou vreur a vont pelloc'h ha paeañ o skodenn, e voe dalc'het kement warne gant an ostiz hag e wreg da chom c'hoazh ur pennadig, hag e voe graet dezhe kement a chervad, ma chomjont eno ur miz penn-da-benn. Setu ma oa deuet pinvidik an ostiz, rak bep beure e talc'he e wreg da gavout he c'hant skoed, ha ne leze den all ebet d'ober gwele an daou vreur. Ar re-mañ a em gave mat eno ; koulskoude, pa voe fin d'o miz, e c'houlennjont paeañ o skodenn, evit mont pelloc'h. Dalc'het a-walc'h e voe arre warne, evit ober dezhe chom, met ne selaoujont ket en dro-mañ.
    - Grit dimp hon c'hont, ostizez, ma 'c'h efomp en hent.
    - Pa deufet en-dro, Aotrounez, e paefet ; n'ho pet ket a vorc'hed gant kement-se, ha deut arre da lojañ en hon zi, mar oc'h bet mat.
    Ma lârjont diskenn eno arre en distro. A-raok ma 'c'h ejont kuit, an ostizez a c'halvas Fañch un tammig a-gostez, hag a lâras dezhañ goustadik :
    - Me a zo bet rekouret ganeoc'h, hag e fell din ho trugarekaat, lâret ur ger mat bennak deoc'h. Bep beure, pa savfet eus ho kwele, sellit dindan ho plueg, hag e kavfet eno kant skoed bep tro.
    Fañch a em lakaas da vousc'hoarzhin, o soñjal e oa an ostizez oc'h ober goap outañ, ha na lâras netra d'e vreur. Koulskoude, penn-da-benn an hent, ar c'homzoù-se a oa war e spered, hag e lâre dezhañ e-unan :
    - Daoust hag e ve gwir ar pezh a zo lâret din gant an ostizez-se?
    Pa serras an noz warne, e kouskjont en un ostaleri war vord an hent. An dewarlerc'h ar beure, Fañch en devoa mall da sellet indan e blueg.
    - Kant skoed en aour ! Sorserez sur eo an ostizez-se ! Emezañ.
    Lakaat a ra an aour en e c'hodell, ha ne lâr netra d'e vreur. Mont a reont arre en hent, etrezek Pariz ; ha bep beure, n'eus forzh pelec'h e kouske, Fañch a gave kant skoed indan e blueg. Erruout a reont ivez en Pariz. Ma kimiadjont neuze an eil eus egile, ha ma 'c'h eont pep hini eus e du, da glask o chañs.
    Fañch, a oa leun e c'hodelloù a aour, a diskennas en un ostaleri gaer, hag a reas klask ur skolaer evit deskiñ dezhañ skrivañ ha lenn, rak ne ouie netra. Em wiskañ a ra 'vel ur priñs, ha dispign ivez evel ur priñs, pa eo gwir en devoa aour ar pezh a gare. Ouzhpenn da se, paotr koant e oa ivez. Merc'h ar roue a welas anezhañ un deiz, hag a c'hoantaas anezhañ. Ar roue kozh na youle ket reiñ e verc'h da un den na anaveze ket; met kement e talc'has ar briñsez warnezhañ, ma plegas 'barzh ar fin, hag e voent dimezet hag euredet. Adalek ma voe dimezet da verc'h ar roue, Fañch a renas ur vuhez diroll ; bemdez e vije oc'h evañ, o c'hoari hag o redek ar merc'hed ; ne vije gwelet kammed gant e wreg. Setu ma oa glac'haret ar briñsez paour.
    - Penaos e ra ivez ? A lâre dezhi hec'h-unan ; gwall dispign a ra, ha koulskoude ne c'houlenn gwezh ebet arc'hant diganin, na digant ma zad ivez. Un dra bennak a zo, ret eo din gouzout.
    Mont a ra da gavout ur sorserez kozh, hag e kont dezhi he doare.
    - Allas, merc'h kaezh, eme ar sorserez, hennezh en deus debret kalon Evnig e û aour, hag abaoe e ve bep beure kant skoed indan e blueg ! Mar gallfes kaout ar galon-se, neuze avat e vefes ur baotrez !
    - Ha penaos hen kaout mar'n deus debret anezhi?
    - Gra evel ma lârin dit, ha marteze e teui c'hoazh a-benn d'hen tapout. Bep noz e rankez sevel da reiñ dezhañ da evañ ; mesk er werenn sistr, gwin, gwin-ardant, pebr ha holen, ha ro neuze dezhañ da evañ. Lonkañ a raio hep sellet ar meskadur fall-se, ha kerkent e tislonko kalon an evnig. Tap anezhi neuze diouzhtu ha lonk anezhi, n'eus forzh pegen hudur e vo.
    Dont a ra ar briñsez d'ar gêr, goude bezañ klevet ali ar wrac'h kozh. War-dro hanternoz ec'h erru ivez he fried, hag eñ mezv evel ur soner. A-boan e oa dezhañ aet en e wele, am c'houlenn da evañ. Ar briñsez a ro dezhañ ar meskadur he devoa aozet a-raok mont da gousket. Lonkañ a reas a ra an holl en ur c'hrog ; met kerkent e em lak da basaat hag e taol kalon an Evnig e û aour. Ar briñsez a dap anezhi ha he lonk kerkent. An dewarlerc'h ar beure e oa kant skoed indan he flueg, ha netra indan hini Fañch. Ma voe souezhet.
    - Daoust, emezañ, petra eo kement-mañ? Mar n'am be ken a aour avat !
    An dewarlerc'h, netra arre. Setu ma oa gwall drist. Dont a ra e gamaraded da glask anezhañ, met ne youl ket mont gante. Ne ouie den petra a oa c'hoarvezet gantañ. Evel n'en devoa ken a aour, e teuas da vezañ drouk, ken na bade den gantañ er palez. Setu nec'het ar roue, hag ar briñsez ivez. Homañ a zistroas da gavout ar sorserez kozh, hag a lâras dezhi :
    - graet am eus holl evel ma ho poa lâret din hag emañ bremañ kalon an evnig em c'horf. Met ma fried, abaoe na gav ken e gant skoed bep beure, a zo deuet da vezañ ken drouk ken na bad den gantañ er palez ; evel un diaoul kounnaret emañ.
    - Ma ! Sell aze ur wialenn, pa vi erru er gêr, lâr : «Dre nerzh ma gwialenn, ma vo kaset ma den pemp kant lev ac'hann, en un enezenn en kreiz ar mor ! Ha diouzhtu e vo graet.
    Distreiñ a reas d'ar gêr gant he gwialenn. Pa erruas e oa he den oc'h ober e diaoul wazh evit biskoazh. Met gortoz a reas ken a voe aet en e wele ha kousket. Neuze e tostaas dezhañ, he gwialenn ganti en he dorn, hag e lâras :
    - Dre nerzh ma gwialenn, ra vo kaset ma fried pemp kant lev ac'hann, en un enezenn e-kreiz ar mor !
    Ha kerkent e voe savet ac'hane ha kaset dre an aer en un enezenn e-kreiz ar mor. Kousket e oa bepred. Pa dihunas e voe souezhet-mat :
    - Pelec'h an diaoul on-me amañ ivez? A ! Sorserez milliget (eus e wreg e lâre se), c'hoariet a 'teus un dro fall din ; met n'eus forzh, me az kavo c'hoazh.
    - Bale a ra dre an enezenn, ne wel na ti na den ebet. Dont a ra naon dezhañ, ha 'vel na gav netra da zebriñ, en em laka da glask brennig ha kregen all war an aod. E-pad pell amzer, n'en doe ken boued ha nebeud c'hoazh alies. Un deiz, a-greiz ma oa sklaer ha brav an amzer, e voe souezhet o welet o tont un deñvalijenn vras.
    - Petra eo kement-mañ a lâras dezhañ e-unan.
    Ha prestik goude e welas un êgl o tiskenn war an traezh, hag a em laka da glask kregen ivez.
    Hag eñ da dostaat, goustadik-goustadik, o em guzhañ 'drek ar rec'hell. Ma teuas a -benn da lampat warnezhañ. Hag an êgl da sevel gantañ uhel-uhel, ken na wele ken ar mor. Pa voe skuizh o nijal, e tiskennas en ur c'hoad bras, war ur wezenn-derv. Fañch a guitaas neuze an êgl, hag a ziskennas gant ar wezenn d'an traoñ. Naon bras en devoa a-benn neuze. Pa oa o vale dre ar c'hoad, e welas ur gerezenn a oa enni kerez ruz ha kaer. Hag eñ da zebriñ kerez. Met n'en devoa ket debret kalz c'hoazh, pa voe troet en ur marc'h ebrelek. Ha setu-eñ da c'hwirinal ha da daoulampat dre ar c'hoad. Hag evitañ da vezañ marc'h, e lâre ennañ e-unan :
    - Setu me tapet ! Mar choman-me en marc'h avat !
    Gwelet a ra ur gerezenn all, hag e oa enni kerz ul liv all :
    - Ma feiz ! Evit bremañ n'eus forzh din evit debriñ.
    Hag eñ da zebriñ kerez eus ar wezenn-se ivez. Ha kerkent e teu arre da vezañ den.
    - Hag a zo mat ! emezañ ; me a ouvezo bremañ da betra eo mat ar c'herez-mañ.
    Kemer a ra leizh e c'hodelloù eus kerez ar wezenn gentañ, met ne gemer ket eus an eil, hag e teu neuze etrezek Pariz. Evel ma 'c'h erru en kêr, ec'h a da gichen dor an iliz lec'h ma teu ar briñsez e bried d'an oferenn. Lakaat a ra e gerez war ur serviedenn, evel pa vijent da werzhañ. Pa eo echu an oferenn, e teu ar briñsez e-maez an iliz, hag o welet kerez ken kaer, e c'hoanta anezhe. Lâret a ra d'he flac'h ar gambr o frenañ dezhi.
    - Tañvait unan, Priñsez, a lâr dezhi ar marc'hadour.
    Ne anaveze ket anezhañ, ha n'he devoa ket sellet outañ ivez. Kemer a ra ur gerezenn ha debriñ a ra ; ha kerkent setu-hi troet en kazeg, ha da redek dre gêr, ha da c'hwirinal, evel ul loen pennfollet. An holl a sponte dirazi ha den na c'halle he zapout.
    - Roet din ur brid, a lâras ar marc'hadour kerez ha me he zapo.
    Roet e voe ur brid dezhañ, bridañ a ra aezet ar gazeg ha goude e pign war he c'hein, hag e em laka da ober tro kêr ganti. Ur vazh a oa gantañ en e zorn, hag e skoe ganti hep truez, ken e lâre an holl 'lec'h ma tremene :
    - Al loen paour ! Lazhañ raio anezhi !

    Kement a reas o redek hag o vazhata ar gazeg paour, ma kouezhas war ar pavez, prest da vervel. Neuze e tiskennas diwarni ha gant e gontell e tigoras anezhi hag e kavas kalon Evnig e û aour hag e lonkas anezhi diouzhtu.
    Neuze e teuas etrezek e vro. Bremañ en devoa aour arre ; bep beure e kave e gant skoed indan e blueg. Pa oa o tremen bourk Plounevez Moedeg ec'h antreas en un ostaleri, hag evel ma oa mat ar sistr, ec'h evas ur bannac'hig re. Marc'hadourien kezeg a oa eno, o retorn eus foar Vre, hag e savas chikan ha taolioù dorn etreze. Ma voe pilet, laeret ha taolet e-maez an ti kazi en-noazh. Evel n'en devoa ken a aour, ne c'halle ket prenañ dilhad. Penaos ober ? Rak ne youle ket erruout er stad-se er gêr. Ma rankas kousket an noz-se en ur park.
    An dewarlerc'h ar beure, pa savas an heol, e tihunas, hag e kavas e gant skoed indan e benn. Neuze e prenas dilhad hag e teuas d'ar gêr. Paour a-walc'h e oa arre e dad hag e vamm ; hag e vreur a oa distroet d'ar gêr ha n'en devoa ket graet fortun ivez. Met adalek neuze, e voe cheñchamant a vuhez en ti ar paotr koazh ; savet e vo un ti nevez, prenet parkoù, kezeg, saout hag oc'hen ha Fañch a zimezas da binvidikañ pennhêrez a oa er vro.
    Abaoe n'am eus ket klevet komz anezhañ ; met ma talc'has da gavout e gant skoed bep beure indan e blueg, n'hon eus ket ezhomm da gaout nec'hamant gantañ.

    Kontet gant Barba Tassel.
    Tennet eus Kontadennoù ar Bobl 3 pajenn 137 (embannet gant Al Liamm) 1988

     

  • Fañch an Uhel 4 - Ar mesaer-deñved...

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz Ebrel 2021: Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken

     

    Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken

    Ur wech e oa ur roue hag a lâre n'en devoa graet biskaozh gaou ; hag evel ma kleve bemdez tud e lez o lâret an eil d'egiel : « Gaou a lârez ! Te a zo ur gaouiad! » e tisplije kement-se dezhañ. Ma lâras un deiz da dud e di : - Souezhet bras ez on ganeoc'h ; an den estren ho klevfe o komz er stumm-se a gredfe ez on roue an dud gaouiat. Ne youlan ket pelloc'h klevet komz evel-se em lez; an hini am c'hlevfe o lâret da un' all, n'eus forzh piv : « Te a zo ur gaouiad ! » me a rofe ma merc'h dezhañ evit gwreg.

    Ur mesaer-deñved a o ivez e-touez ar re all, hag o klevet komzoù ar roue a lâras ennañ e-unan :
     «  Kement-mañ a zo mat ! Gwelet e vo ! »

    Ar roue kozh a blije dezhañ klevet kanañ sonioù nevez ha gwerzioù kozh ha kontañ marvailhoù fentus. Alies, goude e goan, e teue d'ar gegin, hag e komere plijadur o klevet e vevelien o lâret taolioù kaer, o kontañ kontadennoù gwrac'hed kozh hag o kanañ. Pep hini a lâre un dra bennak d'e dro.
    - Ha te, paotrig an deñved, te na ouzout netra ?
    - Eo avat, ma roue, a lâras ar paotr.
    - Gwelomp eta petra a ouzout.
     
    Hag ar mesaer-deñved a lâras neuze :

    - Un deiz, pa oan o tremen dre ur c'hoad, e welis ur c'had ar c'haerañ. Ur voul-beg a oa    ganen em dorn, ha me e skeiñ gant ar c'had, hag he zapout eeun war he zal. Hag ar c'had da redek gant ar voul-beg peget war he zal. Degouezhout a eure d'ur c'had all, hag a oa o tont a-eneb, stokañ he fenn ouzh penn an hini gentañ, ha setu peget an div c'had tal-oc'h-tal, hag evel-se e c'hallis o fakañ aes. Penaos e kavit kement-se, sir ?

    - Kaer ! Kaer ! eme ar roue; ha goude ?
    - A-raok dont d'ho lez da vesaer-deñved, sir, ez oan paotr-milin en milin ma zad. Un deiz am boa re garget ma azen, ma feiz ! Ma teuas da dorriñ gwalenn e gein.
    - Al loen paour ! eme ar roue.
    - Ha me o vont da ur c'harzh a oa tostik eno, hag o troc'hañ ur geuneudenn gelvez hag he bountañ en revr ma azen, evit ober dezhañ ur walenn-gein nevez. Kerkent e savas ma loen, evel pa n'en dije bet droug ebet, hag e kasas brav e sac'h d'ar vilin.
    - Kement-se a zo kaer ! Ha goude ?
    - An dewarlerc'h ar beure, setu-me souezhet-bras (rak en miz Kerdu e c'hoarvezas kement-mañ), o welet e oa savet delioù ha kraoñ war ar geuneudenn gelvez, evel en kreiz an hañv, ha pa dennis ma azen er-maez e graou, ar brankoù a savas uhel, uhel, betek an neñv.
    - Se avat a zo kaer ! Ha goude ? a lâras ar roue.
    - Ha me da bignat neuze a vrank da vrank er wezenn, kement ha kement, ken a degouezhis el loar.
    - Se a zo gwall gaer ; ha goude?
    - Hag e welis eno gwrac'hed kozh o wentañ kerc'h usmolet. Met skuizhañ a ris prestik o sellet ar gwrac'hd-se. Pa c'hoantais diskenn, ne gavis ken ar wezenn, rak ma azen a oa aet kuit. Penaos ober? Ha me da skoulmañ pluskennoù kerc'h an eil ouzh eben, hag oc'h ober evel-se ur gordenn evit diskenn.
    - Kement-se a zo kaer, eme ar roue : ha goude?
    - Met allas ! Ma c'hordenn ne oa ket hir a-walc'h ; un ugent troatad, war-dro, a faote dezhi; hag e kouezhis neuze war ur roc'hell vras, ken rust, ma 'c'h eas ma fenn don er maen.
    - Gwall gaer ! Gwall gaer ! a lâras ar roue ; ha goude?
    - Kement a ris neuze o tifretañ, ken a zistagas ma c'horf ouzh ma fenn, hag e chomas hemañ er roc'hell. Ha me da redek d'ar gêr, da glask ul livier-houarn evit tennañ ma fenn er-maez ar roc'hell.
    - Kaeroc'h pe gaeroc'h ! eme ar roue ; ha goude?
    - Pa zistrois, e oa ur pikol bleiz o tebriñ ma fenn ! Ha me o skeiñ gantañ un taol livier-houarn, ken e delampas ul lizher ouzh e revr !
    - Gwall gaer ! Gwall gaer ! eme ar roue ; met petra a oa skrivet ivez war al lizher-se?
    - War al lizher-se, ma roue, e oa merket penaos ho tad a oa bet gwechall, paotr-milin gant ma zad-kozh.
    - Gaou a lârez-te bremañ, mab gast milliget ! a lâras kerkent ar roue, o sevel en e sav.
    - Hola ! Sir, setu deuet ma zaol da vat ! eme ar mesaer-deñved.
    - Penaos se eta?
    - N’ho poa ket c'hwi lâret, ma roue, penaos e rojec'h ho merc'h d'ar c'hentañ ho lakaje da lâret : «Gaou a lârez !»
    - Gwir eo ; ur roue na dle kaout nemet ur ger, hag ar pezh en defe lâret ne dle nepred dislâret. Warc'hoazh e vezo graet an dimeziñ, hag an eured eizh deiz goude.

    Ha setu penaos ar mesaer-deñved a c'honezas merc'h ar roue gant ur ger hepken.

    Tennet eus Kontadennoù ar bobl levrenn 4, pajenn 43, embannet gant Al Liamm, 1989

     

  • Manifestadeg Kemper 13/03/21

  • Fañch an Uhel 3 - Gwreg an Ankoù

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz Meurzh 2021: Gwreg an Ankoù

    Gwreg an Ankoù

    Ur wech e oa, ur wech e vo,
    Komañsamant an holl gaozioù;
    N'eus na mar na marteze
    En deus tri zroad an trebez.

    Ur wezh e oa unan gozh chomet hep pried, dre ma n'he doa kavet hini ebet, me oar vat. Tremenet he doa he daou-ugent vloaz, hag e vije an dud o lâret dezhi, evit ober goap :
    - C’hwi a zimezo c'hoazh, Marc'harid.
    - Ya, ya, emezi, pa zegouezho an Ankoù d'am c'hlask.

    Un deiz, en miz Eost, e oa oc'h aozañ evit lein an dornerien, pa zegouezhas unan 'barzh an ti hag a c'houlennas diganti :
    - Ma c'homer a rafet da bried?
    - Piv oc'h-c'hwi?
    - An Ankoù.
    - Neuze ho kemerin.

    Ha kerkent e laosk eno he bazh-yod hag e red d'al leur hag e lâr d'an dornerien :
    - Deut d'ho lein pa garfet, me a zo o vont kuit ; me ac'h a da zimeziñ.
    - N'eo ket posupl, Marc'harid ! A lâras an holl.
    - Eo avat, degouezhet eo ma fried, an Ankoù, d'am c’herc'hat.
     
    Neuze e lâras an Ankoù dezhi, a-raok mont kuit, pediñ ar re a garje, n'hen gwelje ken nemet da zeiz an eured, hag ec'h eas kuit.

    Pa voe degouezhet deiz an eured, en em gavas arre ar pried nevez, deut da gerc'hat danvez e wreg, hag e voe ur pred kaer. Ma lâras d'e wreg nevez kimiadiñ eus he c'herent ha mignoned, nemet ur breur bihan, he filhor dezhi, a oa en e gavell kousket, hag a welje c'hoazh, marteze. Lâret a reas dezhi ivez kemer ganti un tamm kreun bara, da grignat p'he dije naon, rak pell-pell o doa da vont, hag ouzhpenn lâret d'he filhor bihan e oa en e gavell dont d'he gwelet, pa vije degouezhet bras, ha derc'hel da vont war-du ar sav-heol. Neuze ec'h ejont kuit o-daou.

    Mont a raent war an avel, pell, pelloc'h c'hoazh, ma c'houlennas Marc'harid ha ne oant ket degouezhet tost c'hoazh?
    - Ur pennad mat hon eus c'hoazh da ober.
    - Me a zo skuizh, ha n'hellan ket mont pelloc'h hep diskuizhañ ha debriñ un tammig.

    Ma chomjont da ziskuizhañ ha da dremen an noz en ur chapel gozh.
    - Krign da damm bara, mar 'teus naon, a lâras an Ankoù d'e wreg nevez, evit me ne zebrin tamm.

    An deiz war-lerc'h ar beure setu-int arre en hent ; mont a reont arre pell, pell, ma skuizhe Marc'harid, hag e c'houlennas arre :
    - N'omp ket erru tost c'hoazh?
    - Eo, tostaat a reomp ; ne welet ket a-raok deoc'h ur voger uhel?
    - Eo, sur.
    - Eno emañ ma zi.
    Antren a reont 'barzh ar porzh.
    - Jezuz ! Evel ma eo kaer an traoù amañ ! a lâras Marc'harid.

    Eno e oa o chom ar sav-Heol. Bep beure ec'h ae kuit war-dro c'hwech eur, hag e tistroe arre war-dro c'hwech eur d'an abardaez, ha ne ouie ket Marc'harid pelec'h ec'h ae ; hec'h-unan e chome e-pad an deiz. Ne vanke netra dezhi 'barzh ar c'hastell kaer-se, ha kement a c'hoantae a en em gave raktal. Ha koulskoude e skuizhe o vezañ evel-se hec'h-unan.

    Un deiz, pa oa o vale er porzh, e welas unan o tont gant ar menez. Ma voe souezhet, rak ne zeue den en-dro d'ar c'hastell-se. Hemañ a ziskenne bepred, hag en-berr ec'h antreas 'barzh ar porzh. Anavezout a ra neuze Marc'harid he breur bihan, a oa en e gavell, pa zeuas eus ar gêr, ha setu-int da em vriata, ha d ouelañ gant joa.
    - Pelec'h emañ ivez ma breur-kaer, ma lârin demat dezhañ.
    - Ne ouzon, ma breurig kaezh ; bep beure ec'h a kuit, war-dro c'hwec'h eur, ha ne zistro nemet da c'hwech eur d'an abardaez, ha ne lâr ket din pelec'h ec'h a.
    - Ma ! Me a c'houlenno digantañ en-berr pelec'h ec'h a evel-se bep beure.

    War-dro c'hwech eur d'an abardaez, pa zegouezhas mestr ar c'hastell er gêr, ec'h anavezas e vreur-kaer, hag en doe joa vras eus hen gwelet.
    - Pelec'h ec'h it-c'hwi bep beure, ma breur-kaer, ma lezet ma c'hoar hec'h-unan er gêr?
    - Da ober tro ar bed, breurig.
    - Jezuz ! Ma breur-kaer, c'hwi avat a zle gwelet traoù kaer ! Me gare ma lezfec'h da vont ivez ganeoc'h, ur wezh.
    - Ma ! Warc'hoazh ar beure e c'halli dont ganin ; met n'eus forzh petra a weli, na lâr ger ebet, pe n'am gweli ken.
    - Ma ! Ne lârin ger ebet.

    An deiz war-lerc'h ar beure ec'h eont o-daou asambles, krog ar paotr en dorn e vreur-kaer. Mont a reont, mont a reont ! Ma kouezh e dog gant an avel.
    - Gortozit un tammig, breur-kaer, ma tapin ma zog a zo kouezhet.

    Met kerkent ha m'en doa lâret ar 'c'homzoù-se, e kollas ar gwel anezhañ, hag e retornas d'ar gêr.
    - Ac'hanta! A lâras e c'hoar, p'hen gwelas o tont, desket a 'teus un dra bennak?
    - N'am eus ket sur, ma c'hoarig paour ; pa oamp o vont, ma zog a gouezhas gant an avel, ma lâris d'am breur-kaer gortoz un tammig 'vit m'hen dastumjen, ha kerkent am eus kollet ar gwel anezhañ ; met n'eus forzh, warc'hoazh ar beure e c'houlennin mont gantañ arre. Hag e tiwallin mat da lâret ur ger hepken.
    Pa zistroas e vreur-kaer, war-dro c'hwec'h eur d'an abardaez, e c'houlennas digantañ arre :
    - Kontant oc'h ma breur-kaer ec'h afen ganeoc'h c'hoazh warc'hoazh ar beure ?
    - Ya a-walc'h ; met na lâr ket ur ger, pe n'am gweli ken biken.
    - Ma ! Ar wezh-mañ e taolin pled mat.

    Setu ma 'z eont asambles arre, an deiz war-lerc'h ar beure. Kouezhañ a ra arre e dog 'barzh ur stêr, hag e ankouaas arre da lâret :
    - Gortozet un tammig, ma breur-kaer, ma tastumin ma zog a zo kouezhet en dour!

    Ha kerkent e koll arre ar gwel eus e vreur-kaer, hag en em gav e-unan. Distreiñ a ra d'ar gêr, trist ha droukkontant anezhañ e-unan.

    An deiz war-lerc'h ar beure e lez e vreur-kaer anezhañ da vont c'hoazh, evit an deirvet gwezh. Mont a reont, mont a reont ; kouezhañ a ra arre e dog ; met an dro-mañ ne lâr ger ebet. Tremen a reont neuze a-us d'ur park 'lec'h ma wel an douar goloet a goulmed wenn, hag en o c'hreiz e oa div du ; hag ar re wenn a zastume keuneud munut, hag o lakae en ur bern awan an div du ; ha pa voe goloet an div-mañ, e lakajont an tan 'barzh ar bern keuneud.

    C'hoant a-walc'h en doa da c'houlenn petra e oa kement-se ; met ne lâras ger ebet koulskoude.

    Pelloc'h e tegouezhjont dirak un nor vras. E vreur-kaer a antreas, hag eñ a chomas er-maez, hag e voe lâret dezhañ chom da c'hortoz eno, ha mar teuje c'hoant dezhañ da antren ivez, n'en dije netra da ober nemet terriñ ur bod derv glas, hag hen boutañ indan an nor. Pa oa eno o c'hortoz, e welas o tiskenn war ur wezenn lore ur bagad evned ; hag e chomjont eno ur pennad da richanañ. Neuze e nijont holl kuit, o kas gante en o beg pep a zelienn lore ; hag e lezjont an delioù lore-se da gouezhañ damdost eno.

    Ur pennadig goude e tiskennas war ar memes gwezenn-lore, hag e rejont c'hoazh muioc'h a drouz, hag o vont kuit, e kasjont gante ivez pep a zelienn lore, hag o lezjont ivez da gouezhañ met un tamm pelloc'h.

    Goude ar re-mañ, e tiskennas un drivet bagad evned war ar memes gwezenn-lore, hag e rejont c'hoazh muioc'h a drouz, hag o vont kuit, e kasjont gante ivez pep a zelienn lore ; met ar re-mañ n'o lezjont ket da gouezhañ.

    Souezhet e oa gant ar pezh a wele, hag e lâre dezhañ e-unan :
    - Daoust petra eo kement-se?

    Pa voe skuizh o c'hortoz, e torras ur bod derv glas, goloet a zelioù, hag hen bountas indan an nor, 'lec'h ma wele ur roudenn ruz. Kerkent e krogas an tan er bod glas hag e voe devet betek e zorn.
    - Hola ! Emezañ, aze avat eo tomm!

    Ha ne c'hoantae ken mont e-barzh.

    E vreur-kaer a zeuas e-maez, pa voe degouezhet an amzer, hag e tistrojont d'ar gêr o-daou asambles. Pa oant o tont, e c'houlennas digantañ :
    - Petra eo, breur-kae, ar bagad evned am eus gwelet o tiskenn war ur wezenn-lore, ha goude bezañ richanet ha graet trouz eno ur pennadig, ez int nijet kuit, o kas gante en o begoù pep a zelienn lore, o deus lezet da gouezhañ d'an douar prestik goude ?
    - Ar re-se a zo tud bet en oferenn, ha n'o deus pedet nemet un tammig, hag o delioù lore a zo kouezhet digante 'lec'h m'o deus ankouet o Doue.
    - Hag ar bagad evned all a zo diskennet prestik goude war ar memes gwezenn-lore, o deus richanet ivez un tammig muioc'h, hag o deus lezet o delioù-lore da gouezhañ un tammig pelloc'h?
    - Ar re-se a zo tud bet en oferenn, evel ar re gentañ, hag o deus pedet un tamm muioc'h, hag o Doue a zo aet pelloc'h gante, met nann betek ar gêr.
    - Hag an drivet bagad a zo diskennet war ar memes gwezenn, hag o deus richanet kalz pelloc'h, ha n'o deus ket lezet da gouezhañ o delioù-lore ?
    - Ar re-se eo an dud o deus pedet mat, a-greiz o c'halonoù hag ez eo aet gante o Doue betek ar gêr.
    - Hag ar goulmed wenn am eus gwelet 'barzh ur park o tastum keuneud munut da zeviñ div goulm du a oa en o c'hreiz ; ha bremañ e welan ez eo an div goulm du deut gwenn evel ar re all ?
    - An div goulm du-se a oa ho tad hag ho mamm oc'h ober pinijenn eus o fec'hedoù. Emaint bremañ dirak Doue, en e varadoz !

    Ma oant degouezhet a-benn neuze e-tal ar c'hastell, hag ec’h antrejont. Ur pennad goude e lâras d'e vreur-kaer :
    - Me am eus c'hoant distreiñ d'ar gêr bremañ.
    - Distreiñ d'ar gêr ! Ha da betra ?
    - Da welet ma zud, ha da vevañ gante.
    - Met paourkaezh, pemp kant vloaz a zo abaoe ma 'z out amañ ! Da holl gerent a zo marv pell a zo, hag el lec'h ma oa da di, a zo bremañ ur wezenn-derv vras ha brein gant ar gozhni.

    Kontet gant Frañseza an Ewen, gwreg Tregoat, en parrouz Pederneg.

    Kontadennoù ar Bobl - levrenn 3, Embannet gant Al Liamm, 1989


       

     

  • An daou dort

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz C'hwevrer 2021: An daou dort

    An daou dort

    Ur wech e oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag e oant mignoned o-daou. Kemenerien e oant o-daou, ha bemdez ec’h aent da labourat d’an tiegezhioù war ar maez, pep hini en e du. Un noz, pa oa Nonnig o tistreiñ eus e devzh, diwezhat un tammig, degouezhet en lann Penn-ar-Roc’hoù, e klevas mouezhigoù o kanañ evel-henn:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...

    Daoust piv a zo o kanañ evel-se? A lâras ennañ  e-unan.
    Hag e tostaas, goustadik. Sklaer e oa al loar, hag e welas an dañserien noz, a zo kornandoned, krog dorn eus dorn, o tañsal en kelc’h hag o kanañ. Unan a gane a-raok:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...

    Ha ne lârent nemet se. Nonnig en devoa klevet alies komz eus an dañserien noz, met biskoazh n’en devoa gwelet anezhe, hag a en em guzhas drek ur roc’hell, evit sellet oute. Met gwelet e voe prestik, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag i neuze da zañsal ha da dreiñ en-dro dezhañ, ha da ganañ wash evit biskoazh:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...

    Ha da lâret da Nonnig:
    - Deus ganimp ivez!
      Nonnig na oa ket ur paotr aonik, hag ec’h eas en dañs; setu-eñ da dreiñ ha da ganañ gante:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her...

    - Ha goude? A lâras; gwall verr eo ho son.
    - N’eus ken, a larjônt dezhañ.
    - Penaos n’eus ken? Perak ne lâret ket ivez:

    Ha diziaou ha digwener

    - Ya avat! A lârjont holl, se zo brav-kaer. Hag i da ganañ neuze:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,
    Ha diziaou ha digwener!

    Ha da vont en-dro, en-dro! Pa c’hoantaas Nonnig mont kuit, e lârjont an eil d’egile:
    - Petra a rofomp d’an den-mañ, evit bezañ hiraet ha bravaet hon son?
    - An dra a garo; arc’hant hag aour kement ha ma c’houlenno, pe bezañ didortet.
    - Ma karet ma didortañ avat, a lâras Nonnig, ne c’houlennan ket diganeoc’h.
    Ha kerkent e voe lemmet e dort dezhañ, hag e tistroas d’ar gêr, skañv hag eeun, ha zoken ur paotr koant.
    An deiz war-lerc’h, pa welas e vignon Gabig anezhañ, e voe souezhet bras.
    - Petra ? Emezañ... hag e selle eus e gein... ha da dort!
    - Aet kuit, evel ma welez.
    - Penaos eta eo c’hoarvezet kement-se?
    Hag e kontas dezhañ evel ma oa c’hoarvezet an dra.
    - A! Me aio ivez, emberr da noz, da Benn-ar-Roc’hoù, da welet an dañserien noz.
    Hag e reas evel ma en devoa lâret. Pa erruas ’barzh al lanneg, e oa arre ar gornandoned o tañsal hag o kanañ:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,
    Ha diziaou ha digwener!

    Hag e troent, hag e lampent! Gabig a dostaas, hag e lârjont dezhañ:
    - Deus da zañsal ganimp ivez!
    Ha setu Gabig dorn eus dorn gante, ha da zañsal ha da ganañ evelte:

    Dilun, dimeurzh ha dimerc’her,
    Ha diziaou ha digwener!

    - Ha goude? a lâras.
    - N’eus ken: petra, c’hwi a oar c’hoazh?
    - Ya da!
    - O lârit eta! Lârit eta!

    Ha disadorn ha disul!
       

    - O! Se n’eo ket mat! Se na junt ket! Hon sonig a oa koant kaer a-raok, ha n’eo ken bremañ! Petra vo graet dezhañ?
    - Lakaat dezhañ tort egile, a lâras unan.
    - Ya, ya, lakaat tort egile war e hini.
    Hag e voe peget tort Nonnig dezhañ war e hini, hag e tistroas d’ar gêr e giz-se, droug ennañ  ha mezhus bras, m’ho ped da grediñ.
    Hag evel-se, ar peurrest e vuhez, e rankas dougen daou vec’h, e hini hag hini e gamarad.

    Dastumet en Plouared
     Kontadennoù ar Bobl - levrenn 4, Embannet gant Al Liamm, 1989

  • 200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel

    1821-2021

    Fañch an Uhel zo bet ganet e Plouared d’ar 6 a viz Even 1821 ha marvet e Kemper d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895.
    Dedennet e oa gant al lennegezh hag ez eas da gelenner. Goude bezañ lakaet da voullañ ar mister kozh « Santez Trifina hag ar Roue Arzhur  » e c’houlennas digant ministrerezh an deskadurezh kefridi da zastum danevelloù kozh Breizh, e Bro-Dreger dreist-holl. Embann a reas e labour e div levrenn «  Gwerzioù Breiz-Izel  » e 1868 ha 1874.
    E 1881 e voe anvet da virour e Dielloù Penn-ar-Bed.
    Savet e voe un delwenn en e enor e 1906 a c’heller gwelet war blasenn Plouared. Beziet eo e bered Plouared.
    Bep miz e kinnigimp unan eus ar c’hontadennoù bet dastumet gantañ hag embannet e pemp levrenn gant Al Liamm adalek 1984 betek 1994. Menegiñ a reomp ivez amañ labour prizius Joseph Ollivier (1878-1946) en deus renablet en un doare skiantel kontadennoù an Uhel.

    Kontadenn miz Genver 2021: Ar plac’h hag an naer, ganet war un hevelep tro gant ur wreg

    AR PLAC'H HAG AN NAER, GANET
    WAR UN HEVELEP TRO GANT UR WREG

    Ur wezh e oa un aotrou pinvik hag e bried, euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet hag e oant glac’haret a gement-se. Bet e oant en kalz a lec’hioù santel, o pediñ Doue hag e vamm benniget da reiñ dezhe ur bugel, paotr pe blac’h, ha ne ouient ken petra da ober.
    Un deiz, e-pad an nevezamzer, pa oant o tont eus ar Folgoad, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, laboused-nij, ha naered, ha tougesed, hag holl o devoa klodadoù re vihan, hag e tiskouezent bezañ eürus. Ma teuas neuze ar wreg da lâret, o welet kement-se:
    - Mar rofe an Aotrou Doue ur bugel din, ha pa rankfen genel gantañ un naer, pe un touseg, ne raen forzh!
    Kement-se na oa ket ur gomz vat. Setu ma teuas da vezañ brasez hepdale, hag e oa stad enni, hag en he fried ivez. Pa voe deut an amzer, e c’hanas ur plac’h vihan, ur bugel kaer a-walc’h, met un naer a oa rodellet en-dro d’he goug. An naer a em dirodellas eus en-dro a c’houg ar bugel, hag ac’h eas er-maez an ti da em guzhañ indan ar geot, el liorzh a oa drek an ti.
    Badezet e voe ar bugel ha anvet Levenez, abalamour da levenez he mamm hag he zad, hag e teue da greskiñ bemdez en yec’hed hag en koantiri, met roud an naer a oa chomet en-dro d’he goug, evel ur c’harkan ruz, ha netra n’halle hen kas kuit, kaer a oa frotañ gant bep seurt louzoù.

    Pa voe deut Levenez da vezañ ur grenardenn war-dro daouzek vloaz, un deiz pa oa he-unan o vale ’barzh al liorzh, drek an ti, e voe souezhet-bras o klevet ur vouezh o lâret:
    Demat, ma c’hoarig ! Demat dit, ma c’hoarig Levenez!...
    Kaer he devoa sellet, ne wele den, hag ar vouezh a oa koulskoude tost dezhi. Ma em lakaas da glask e-touez ar bodennoù, hag e kavas un naer. Ma leuskas ur griadenn gant an aon. Met an naer a gomzas neuze evel un den hag a lâras dezhi:
    - N’ho pet ket aon, n’am eus droug ebet da ober deoc’h ma c’hoarig!...
    - Jezuz! Chwi ma c’hoar, un naer!
    - Ya, an hini he deus ho kanet he deus ma ganet ivez war an hevelep tro.
    - Ha penaos e c’hallfe kement-se bezañ?
    - Setu penaos ho tad hag ho mamm a oa euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet. Un deiz ma oant aet d’ar Folgoad da bediñ Doue da reiñ dezhe ur bugel, evel ma oa koulz an nevezamzer, pa oant o tistreiñ d’ar gêr, e welent a bep tu, en hentoù hag er parkoù, a bep seurt loened hag amprevaned ha gante-holl klodadoù re vihan, betek an naered hag an touseged. Ma teuas hon mamm da lâret neuze:
    - Mar kar Doue reiñ din ur bugel, ha pa rankfen genel gantañ un naer, ne ran ket a forzh!
    Ma voe graet evel ma lâras, hag e c’hanas ur plac’h vihan hag un naer, ar plac’h eo c’hwi, an naer eo me, hag evel-se ez oc’h ma c’hoar. En-dro d’ho koug cz oan rodellet, ha ma roud a zo eno c’hoazh, ha n’eus nemedon hag a c’hallfe hen kas kuit. N’hoc’h eus ket ezhomm da gaout aon, na mezh ivez ouzhin-me, rak ne c’hoantaan deoc’h nemet pep vad, evel ma welfet diwezhatoc’h. Hepdale e teufet da zimeziñ...
    - O ! Nann avat, a lâras Levenez, me na youlan ket dimeziñ.
    - Eo, dimeziñ a refet, ha koulskoude e ve welloc’h deoc’h ne zimezfec’h ket.
    - Met penaos kas kuit ar c’harkan ruz a zo en-dro d’am goug?
    - It d’ar gêr ha degaset din amañ un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn, hag e welfet neuze.
    Mont a ra Levenez d’an ti, ha distreiñ kerkent d’al liorzh, ha ganti un hanaf leun a laezh livrizh, hag ul lien gwenn. N’ he devoa ken aon eus an naer. Lakaat a eure an hanaf war an douar, hag an naer a lammas kerkent e-barzh. Goude chom el laezh ur pennadig, e teuas arre er-maez, hag e lâras da Levenez gourvez war ar c’hlazenn. Pa voe gourvezet ar plac’hig, e em rodellas en-dro d’he goug, e chomas evel-se ur pennadig, hag e em dirodellas neuze, hag e lâras dezhi:
    - Frotet bremañ ho koug gant al lien gwenn, el-lec’h emañ ar c’harkan ruz.
    Ar plac’hig a reas evel-se, ha kerkent setu aet kuit ar c’harkan.
    - Na lâret ket d’ho mamm, na d’ho tad ivez, eme an naer, penaos hoc’h eus graet evit kas kuit ar c’harkan.
    An naer a em guzhas arre indan ar geot, ha Levenez a deuas d’ar gêr, ha stad enni.
    - Sellet, a lâras kerkent d’he mamm, sellet ma goug, ar c’harkan ruz a zo aet kuit!...
    - Ha penaos eo c’hoarvezet kement-se, petra a’ teus graet?
    - Netra, mamm, anezhañ e-unan eo aet kuit, dre youl Doue.
    - Lâret din, ma merc’h, eme an tad, piv en deus graet kement-se, ha me a roio kalz a arc’hant dezhañ.
    - N’ eo den ebet, ma zad, youl Doue, ha netra ken.
    Dre ma teue Levenez en oad, ez oa koantoc’h bemdez, hag ar baotred yaouank ar muiañ pinvik eus ar vro a deue da ober al lez dezhi, met lâret a rae dezhe-holl ne dimezje ket. Dont a eure ivez un aotrou yaouank, a vro bell, emezañ, ha ne anaveze den anezhañ. Hemañ a blijas dezhi. Setu ma voent dimezet hag euredet. Pa voe fin d’ar gouelioù ha d’ar festoù, ar pried nevez a gasas e wreg gantañ d’e gastell, ur c’hastell ar c’haerañ. Eno n’he devoa netra da ober bemdez nemet bale e jardinoù ar c’hastell, ha gwiskañ bep seurt dilhad kaeroc’h-ouzh-kaeroc’h, hag em sellet er melezouroù. Holl kement a c’hoantae a vije kavet dezhi.
    He fried ac’h ae alies eus ar gêr, da vale, e-pad daou, tri devezh, hag ouzhpenn, hag e leze ganti holl alc’hwezoù ar c’hastell, nemet unan hepken, hini ur gambr vihan. Bale a rae dre holl gambroù ar c’hastell, hag e wele a bep seurt traoù, holl kaeroc’h pe gaeroc’h. Pa dremene e-biou d’ar gambr difennet, e lâre bep tro : "Daoust petra a zo aze ivez?". Hag he devoa c’hoant bras d’he digeriñ, rak an alc’hwez a oa ganti ivez, evel ar re all, met ne grede ket. Dougerez e oa. He fried, o welet anezhi un tammig trist, un deiz, dre ma oa he spered troet bepred gant ar gambr difennet, a c’houlennas diganti:
    - Petra a c’hoantaet, ma c’halonig? Lâret din, ha n’eus forzh petra a c’houlennfet, ho pezo.
    - Ne c’hoantaan netra evit bremañ, emezi, nemet ur c’hrank-mor.
    Mont a ra kerkent d’an aod, da glask dezhi ur c’hrank-mor. Met kerkent ha ma voe troet e seulioù, Levenez, na bade ken gant ar c’hoant da c’hout petra a oa er gambr difennet, a digoras an nor... Met kerkent e kouezhas d’an douar, gant ar spont hag an euzh, o welet nav gwreg yaouank, hag holl dougerezed, en istribilh eus un treust, hag ur c’hrog houarn indan groñch pep hini anezhe!... Pa difallaas, e tastumas an alc’hwez a oa kouezhet er gwad, hag e serras an nor, hag ec’h eas buan da skrivañ ul lizher da lâret d’he zad ha d’he mamm dont d’he c’herc’hat hep koll amzer, dre ma oa o vont da goll he buhez, mar ne deujent prim-ha-prim. Pa voe skrivet he lizher, e stagas anezhañ en kerc’henn ur c’hi bihan a oa deut ganti eus ar gêr, hag e lâras dezhañ:
    - Kas al lizher-se d’am zad ha d’am mamm ha na goll ket a amzer, ma c’hiig kaezh, rak emañ ar marv war ma seulioù!
    Mont a ra ar c’hi, buanañ ma c’hall, lennet eo al lizher gant an tad hag ar vamm, ha setu-int kerkent da ouelañ, ha da estlammiñ. An naer a degouezhas neuze en ti, hag a lâras dezhe:
    - Hastet pignat war varc’h, ho-taou, ha na gollet ket a amzer, pe e vo marv ho merc’h pa errufet!
    Hag ec’h eas er-maez kerkent neuze. Pa errujont en kastell o mab-kaer, ez oa hemañ o stlejañ o merc’h dre ar porzh, diwar-bouez he blev. Un naer fuloret a erruas ivez er porzh kerkent hag i, hag ec’h eas war-eeun d’an den fall, hag e flemmas anezhañ en e droad. Ma kouezhas kerkent d’an douar. An naer a lammas warnañ hag a dennas dezhañ e daoulagad er-maez e benn, hag e varvas kerkent, gant un eonenn en e c’henoù.
    Levenez a c’hanas neuze war al lec’h ur bugel bihan, hag he zad hag he mamm, pa weljont se, a lâre e oa mat lazhañ ar bugel, gant aon e vije heñvel eus e dad. Ar pezh a voe graet. Neuze e c’hoantajont ober badeziñ an naer : met ar veleien na youlent ket he badeziñ, ha ne voe ket graet.
    Ma en divije gallet mestr ar c’hastell lazhañ Levenez, evel e wragez all, e vije bet e dekvet, hag en devije lazhet ugent o lazhañ dek, hag e vije aet neuze da sorser. Ez oa o vont da vezañ, met Doue na youlas ket !

    Kontet gant Anna al Levrienn, matezh, a barrouz Prad, 1871
     Kontadennoù ar Bobl - Levrenn 1, embannet gant Al Liamm pajenn 275. 1984

     

     

Pages

Subscribe to Blog
trouducru