Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Yudal

Skrivet gant: 

Gant Yudal ! e kont Erwan Hupel deomp buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d’e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc’hioù ouzh e genlabourerezed, e genlabourerien unyezhek, e genlabourerien skol-vamm...

Met ouzhpenn stourm ar skolaer e tizoloer hini ar skrivagner. Penaos kontañ ar vuhez-skol en ur chom feal d’ar wirionez ? Peseurt plas reiñ d’ar yezh ? Penaos en em zizober eus ar mojenn(où) ? Eus e vinorelezh evit chom hep treuzkas ar santimant-se d’ar vugale hag a zo ar pep pouezusañ evitañ ?

Priz Langleiz 2013.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0097-0
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
130
Ment: 
13x20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €
trouducru