Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Typicité

Tamm-ha-tamm en deus keal an identelezh kemeret ur plas bras er skiantoù sokial, en ekonomiezh, er politikerezh hag e spered an dud ivez. Skignet eo bet dre berzhioù dibar produioù an terouer, a zo ur c’heal tost ouzh hini an identelezh. Pa vefe broadel, rannvroel pe lec’hel, e liamm an identelezh perzhioù a-strew an tiriadoù pe o froduioù. Abalamour ma vez lakaet ar glad war wel — ha meur a hanterour a zo ezhomm evit en ober — e chom an dud da vevañ en o ziriad hag e talc’hont o gizioù-int.

Abalamour d’an anadenn-se eo e oa deuet ar raktres levr-mañ da wir. Daou bal a zo dezhañ : diouzh un tu, deskrivañ un anadenn sokiologel nebeut anavezet ha diouzh an tu all, diskouez d’an danvez-« embregerien » zo dija eus an ostilha zo ezhomm anezho hag ez eont en-dro.

 

Gant daou zen varrek war ar danvez studi eo bet kaset al labour da benn. Marie-Gabrielle Plasseraud zo alvokadez e breutaouriezh Pariz. Arbennigourez war ar berc’henniezh greanterel eo. Yves Plasseraud, bet kuzulier evit ar breou ijinadenn, a zo un arbennigour anavezet war identelezhioù Europa. Meur a levr en deus skrivet war ar c’hraf-se.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-917681-40-4
Bloaz: 
2018
Niver a bajennoù: 
344
Ment: 
14,5 x 20,5
Skignet gant: 
KaB
Danvez: 
16,00 €
trouducru