Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ti ar bobl

Skrivet gant: 

Ur wezh bet gounezet ar vouezhiadeg ti-kêr diwezhañ, e torras an Doktor Rêbal, anezhañ ur republikan araokour, an emglev en devoa graet gant dileuridi ar renkadoù poblel, en o zouez François Kere, hag a oa kere dre e vicher. Hemañ ha kamaladed dezhañ a adstago gant ar stourm oc’h emezelañ o aozadur e Strollad Sokialour Jean Jaurès ha dreist-holl o klask sevel un Ti ar Bobl gant o arc’hant o-unan. Diskleriadur brezel Eost 1914 a raio d’ar raktres chom dre an hent.
Pa zeuas er-maez e 1927 e voe sellet ouzh Ti ar Bobl evel ur bennoberenn a lennegezh poblek diles. Roman Louis Guilloux, tennet eus e vuhez end-eeun evit ar pep brasañ, a zegas sklêrijenn war holl stourmoù sokial pobl Breizh e penn kentañ an XXvet kantved.
Bet ganet e Sant-Brieg e 1899 ha marvet e 1980 ez eo Louis Guilloux unan eus ar brasañ skrivagnerien en XXvet kantved. E oberenn a ziskuilh an holl zireizhderioù ha touellerezhioù kealoniel hon amzer. Goulenn a ra groñs digant pep hini ac'hanomp un dra hepken : «Ar garantez ouzh ar vuhez» hag «ur gal on digabestr.»

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-86843-187-9
Niver a bajennoù: 
182
Yezh(où) ar produ: 
14,00 €
trouducru