Rebetiko hag istorioù all
Skrivet gant:

Savet eo an dastumad danevelloù-mañ evel ur melezour, miltamm ennañ, kizellet gant un arzour ampart, awenet gant e vro hag an dud o vevañ enni. Ur sell kizidik ha don en deus Kristian Braz war tud e bobl, tud disheñvel o flanedenn, lod gwasket gant o amzer dremenet, gant o sioù, lod kaset gant lusk ar vuhez pemdeziek hag o spi en amzer da zont. Ur perzh dibar a zo gant an endro hag ar sonerezh ivez en danevelloù-mañ, reiñ a reont an talm hag al lusk rekis evit degas c’hoant d’al lenner da vont larkoc’h war hent kildroennek buhez an tudennoù krouet gant ar skrivagner.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0117-5
Bloaz:
2016
Niver a bajennoù:
146
Ment:
13x20
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
12,00 €