Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Paul Sérusier ul livour e Breizh

Skrivet gant: 

1888 : un arzour yaouank ha divrud a erru e Pont-Aven, kêr al livourien : Paul Sérusier. Heuliañ a raio kelennadurezh Paul Gauguin, rak gantañ emañ avel ar vodernelezh o c’hwezhañ, ha ken mat e tesko ar vicher ken e teuio da vezañ unan eus brasañ livourien e amzer, ha diazezer luskad an Nabied, a dlee nevesaat arz al livouriezh en Europa. Emañ o tont eus Pariz, hogen, boemet gant aergelc’h ar vro ha bamet gant al livioù dibar a gaver enni, e raio e annez e Kastell-Nevez-ar-Faou. Breizh a vo, hiviziken, andon bennañ e awen.

E pajennoù al levr-mañ e kinnig Herve Gouedard d’al lenner dispenn roudoù Paul Sérusier, betek e varv e 1927. Un daolenn vuhezek eus meteier al labour-spered hag an arzoù eo al levr-mañ, a lavaro lod. Ya, laouen, hogen ivez ur veaj dudius e Breizh, “Breizh kaer-kurius” evel ma oa c’hoazh e-tro pleg an naontekvet kantved !

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0098-7
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
230
Ment: 
13 x 20 cm
Skignet gant: 
CoopBreizh
Danvez: 
14,00 €