Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Notes et remarques au dictionnaire breton-français de Le Gonidec

Abaoe fin an XIXvet kantved ez eus bet yezhonourien o tastum pinvidigezh ar brezhoneg hag o notennañ hag adnotennañ geriadurioù o diagentidi gant evezhiadennoù, skouerioù, arsterioù ha gerioù a vanke. Yezh pemdeziek ar gevredigezh a oa o cheñch d’ar c’houlz-se, hag a gemmas kalz war-lerc’h ar brezel-bed kentañ.
Émile Ernault (1852-1938), unan eus kenlabourerien ar Revue Celtique, a boueze kalz evit ma vefe miret ha dastumet an abretañ ma c’helled ar binvidigezh-se. Beleien dreist-holl, abalamour d’an darempredoù o doa en o farrez gant holl rummadoù tud ar gevredigezh, abalamour ivez d’o barregezh ha d’o gouiziegezh war ar yezh skrivet ha komzet a gasas ul lodenn vras eus an dastum war-raok.
Étienne, Vallée ha Bourdellez o deus notennet ha graet evezhiadennoù war geriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg. Diembann betek-henn, o notennoù a zo bet studiet ha kempennet evit an embann gant Herve Sebille Kernaudour. Eñ ivez en doa graet war-dro embannadur Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille e 2014 (diwar dornskrid diembann F. Vallée).

Herve Sebille Kernaudour, ganet e 1957, a zo arbennigour war ar c’hoariva brezhoneg ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Embann a ra ingal pennadoù er gelaouenn hor Yezh hag Al Liamm a embann e varzhonegoù.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-029-2
Bloaz: 
2024
Niver a bajennoù: 
324
Ment: 
19 x 24,6
Skignet gant: 
Kuzul ar Brezhoneg
Yezh(où) ar produ: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
32,00 + 6€ de frais de port
38,00 €
trouducru