Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Mojennoù ar marv

Skrivet gant: 

E Breizh-Izel ha Breizh-Uhel

Brud ’zo gant ar mojennoù hag ar c’hontadennoù en-dro d’ar marv ha d’an traoù spont e Breizh. An darn vrasañ anezho a oa bet dastumet e brezhoneg met embannet ha brudet e galleg hepken, evel ma oa bet graet gant Anatol ar Braz (war-bouez un danevell) evit danvez Breizh-Izel. Tra souezhus, e brezhoneg eo ez eus bet roet d’anaout un darn eus danvez Breizh-Uhel, gant Ronan Kermene.

Kavet e vo bodet amañ kontadennoù bet dastumet e brezhoneg war-eeun pe troet gant tud all, diwar-benn an danvez-se, diwar skridoù Fañch an Uhel, Anatol ar Braz, Emil Souetr ha meur a hini all c’hoazh; danvez Breizh-Uhel dastumet gant Ronan Kermene; gwerzioù ha gwerzennoù kozh; hag evit klozañ, un dornadig danevelloù nevesoc’h gant skrivagnerien anavezet evel Youenn Drezen, Ronan Kermene hag Abeozen.

Adkavit e brezhoneg gwigour karrig an Ankoù, taolioù golvazh ar c’hannerezed noz, yud an anaon distro war an douar...

 

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-45-7
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
170
Ment: 
14,8x21
10,50 €
trouducru