Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Liñvadenn Kastellaodren

Skrivet gant: 

Priz Langleiz 2009.
N'eus ket da dortal, Herve Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. Gant kalz ampartiz e oar itrikañ istorioù skrijus evel "Liñvadenn Kastellaodren" ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel en danevell "Stille Nacht" da skouer. An tudennoù krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell dezho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech. Diskouez splann lodenn deñval hon ene, diguzhat an tasmantaù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0075-8
Bloaz: 
2009
Niver a bajennoù: 
400
Ment: 
13x20
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
15,00 €
trouducru