Kroashent-tro
Skrivet gant:

Danevelloù 2.
An tudennoù roet buhez dezho gant Kristian Braz a zo, alies mat, pennoù-breton gwriziennet mat en o bro. Tud voutin pe divoutin, livet o zro-spered gant ampartiz.
Lod a vev tostik-tost d’an natur, o toujañ ouzh o endro, evel en danevell Feunteun Santez Diboan pe Gwez. N’int ket evit asantiñ e vije mastaret o bro en askont d’an araokaat, d’an arc’hant bras a c’hell tud zo kaout diwar distruj ha gwallgas an endro. Lod all, uvel ha sioulik, a dap hentoù dic’hortoz gant an darvoudoù a c’hoarvez en o buhez pemdeziek.
Ur beajer eo Kristian Braz hag ur blijadur eo mont d’e heul pe vefe betek Berlin da vare ar Perestroika, Dulenn e-pad ar reuz bras hag ar bombezennoù pe c’hoazh war un enezennig a Vro-C’hres...
Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0143-4
Bloaz:
2020
Niver a bajennoù:
154
Ment:
13x20
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
12,00 €