Kan ar Mor-Bihan
Skrivet gant:

Goude Kan an enez c’hlas e kinnig deomp Alain Durel un dastumad nevez haiku divyezhek, Kan ar Mor-Bihan. Pe e vefe war inizi ar pleg-mor pe e chapelioù kozh dilezet, er festoù-noz pe er pardonioù, e sioulder tarzh-an-deiz pe el liorzhoù en o bleuñv, e klask ar skrivagner taolenniñ, gant un nebeud gerioù, e skiant-prenet eus ar beurbadelezh en ur serr-lagad. An distro d’an traoù simpl eo e varzhoniezh, d’ul lavar ordinal ha da gig ar bed, ur varzhoniezh kouerien Breizh, uvel ha didro, enni elevez ha fent mesk-ha-mesk, ur varzhoniezh treuzet gant kevrin ar vuhez, o souezhiñ dirak kaerder an traoù simplañ.
Gant ar poltredoù kemeret gant ar skrivagner ez eo Kan ar Mor-Bihan ur gwir blijadur evit an dud e karantez gant ar varzhoniezh ha gant Breizh.
Gant ar poltredoù kemeret gant ar skrivagner ez eo Kan ar Mor-Bihan ur gwir blijadur evit an dud e karantez gant ar varzhoniezh ha gant Breizh.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-86863-188-6
Bloaz:
2018
Niver a bajennoù:
80
Ment:
14,5x20,5
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
10,00 €