Gwreg-arem Illa

« He fenn, bihan evel hini an darn vrasañ eus an delwennoù gresian, a oa damstouet war an tu araok. Hag evit a sell ouzh he dremm n’hallin biken deskrivañ he neuz iskis na oa heñvel ouzh delwenn ebet eus an Henamzer, da’m soñj. Ne oa ket eus ar gened sioul ha strikt-se roet gant ar gizellerien c’hresian a lakae seul taol an holl linennoù da vezañ meurdezus dre an difiñv ma vezent. Amañ avat e verzen gant souezh mennozh an arzour, anezhañ diskouez ar gwidre peuzheñvel ouzh an drougiezh. »
Prosper Mérimée (1803-1871), skrivagner gall anavezet evit e zanevelloù berr, a oa enseller meur ar monumantoù istorel, ar pezh a roas tro dezhañ da veajiñ kalzik dre ar Frañs a-bezh. E Gwreg-arem Illa e teu a-benn da silañ douetañs etre poell ha faltazi e spered al lenner. Bez’ eo an danevell-mañ un oberenn voliac’hel eus an dibab.