Glossaire molénais – Brezhoneg Molenez

Aperçu du breton de Molène – Suivi de: Principales caractéristiques phonétiques du breton de l'île de Batz
Setu meur a zek vloaz zo n’eo ket mui ar brezhoneg yezh kentañ Moleneziz, a-dra-sur : hini ebet eus an enezourien ganet goude 1930 n’eo bet desavet e brezhoneg.
Daoust da se emañ atav ar brezhoneg war an enezenn : en anvioù-lec’h, e geriaoueg an enezourien, en o zaol-mouezh, en troiennoù idiomatek a implijont, en o lesanvioù ha kement zo.
Ma tenn kalz brezhoneg Molenez da hini Leon en deus lakaet Mikael Madeg war wel ur bern perzhioù dibar anezhañ, pa vije a-fet geriaoueg, distagadur, pe c’hoazh troiennoù, troet e galleg pe get, n’eus nemet brezhonegerien a-vihanik a c’hall o c’hompren.
Hep al labour dastum en deus kaset da benn Mikael Madeg war-dro enezourien bet ganet etre 1895 ha 1955 e vije aet un tamm eus glad ar brezhoneg da get, hep mar.