Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Dulenniz e oant

Skrivet gant: 

En dastumad danevelloù-mañ e laka war-wel James Joyce (1882-1941) tud Dulenn, ar gêr ma oa ganet.
Dubliners a voe embannet e 1914, ha kement-mañ goude bezañ marc’hataet gant e embanner, a felle dezhañ sioulaat ar skrid. E deroù an XXvet kantved e oa bepred Iwerzhon dindan beli ar Saozon ha dindan gwask ponner an iliz katolik. Div villigadenn, hervez Joyce, hag a rae eus Iwerzhon ur vro ma veze an holl dindan sezi hag eus Dulenn kêrbenn ar sezi-se.
Hed-ha-hed ar pemzek danevell, bugale, krennarded, ha tud deuet – ar bobl ma sav James Joyce ar poltred anezhi – a ra anaoudegezh gant an disouezhañ, an dinac’h, ar c’hwervoni. An holl santadoù-se a deu splann en danevell ziwezhañ, “Ar Re Varv”, a gloz an dastumad en ur c’hoda barzhel, leun a hiraezh evit an identelezh iwerzhonat.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-017-9
Bloaz: 
2022
Niver a bajennoù: 
288
Ment: 
12x19
Skignet gant: 
Kuzul ar brezhoneg
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
14,00 €
trouducru