Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan

Skrivet gant: 

Hag eñ peuzdall war fin e vuhez, e talc'has Yeun ar Gow da labourat evit ar brezhoneg, da lavarout eo da skrivañ. El levr-mañ e kinniger ar skridoù diembann adkavet war e lerc'h, a zo bet ur gwir labour o lenn, war un dro gant danevelloù pennaouet e kelaouennoù a bep seurt.
Bet ganet ha bet o vevañ e bed ar brezhoneg, ez eo Yeun ar Gow unan eus hor c'homzplaenourien wellañ, fonnus e oberenn, anezhi ur skouer a yezh klasel. Meur a wech en deus addispleget kontadennoù klevet gantañ en e yaouankiz ha morse ne bella kalz diouzh doare-arz ar gonterien, o vont ouzh e lenner-da-zont evel pa vefe, dreist d'an amzer ha d'ar pellder, e gwirionez o kontañ dezhañ.

ISBN: 
2-86863-113-4
Bloaz: 
1999
Niver a bajennoù: 
184
Ment: 
14,5 x 20,5
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,50 €
trouducru