Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Chal ha Dichal

Skrivet gant: 

Un dastumad barzhonegoù skrivet etre 1931 ha 1939.
«  Ha nend omp-ni èl ar mor, plaen é vonet hag é tonet  ? Gwezh get hon eneañ didrouz ha klouar, luc’hus dindan sell Doue, èl ar mor dindan gouloù an heol ; ha gwezh burutellet, treboulet get hor c’hoantoù hag hor plegoù fall, èl ar mor dindan an taoladoù gwallamzer ?
Adal tristidigezh Tre a zo, beta levenez Gourlanv, e kan Roperzh ar Mason ar pezh en deus kavet a vraventez er bed, er vuhez pemdeziek, en e diegezh, en e vicher ofisour a vor. Hag e-barzh ar c’han-se, gwezh e sour anken an Dichal àr levenez ar Chal ; gwezh ema an eskemm a welomp, met dalbezh e spurmanter ar goanag, èl un tour-tan o splanniñ e-kreiz an teñvalded.
Anken ! Joa ! An hevelep mammenn o deus, an eil hag egile, kuzhet dindan daou zisko kempouez : paourentez an traoù krouet dirak splannder Doue, ha splannder Doue a-dreist paourentez an traoù !
Hani ne vo souezhet enta mar da klemm kristen oberour Chal ha Dichal da gavet, hep distag erbet, levenezioù an Alleluia.  »
Loeiz Herrieu

 

ISBN: 
978-2-86863-197-8
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
102
Ment: 
14,3x22,5
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
15,00 €
trouducru