Ar prosez
Skrivet gant:

Joseph K. a labour en un ti-bank. Bevañ a ra e-unan en un ti-lojañ. Diseblant eo ouzh an dud all hag an dud all ne daolont ket kalz a bled outañ. Ur beurevezh koulskoude e teu daou archer da herzel anezhañ. Perak ha gant piv eo tamallet? N’eus den evit respont d’ar goulennoù-se. Joseph K. a rank neuze talañ ouzh ur prosez.
Mont a ra al lenner da heul Joseph K. dre lec’hioù dic’hortoz, gant tud dic’hortoz, an dud a-lezenn, int-i a zo dic’hortoz ivez. Daoust pelec’h ha pegoulz e vo dalc’het ar prosez diskiant-se? Daoust hag un termen a vo d’an afer-se hep penn na lost?
Daoust ma ne oa ket peurechu al levr da vare marv ar skrivagner e lakaer “Ar Prosez” da vezañ unan eus pennoberennoù lennegezh ar bed.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-916835-62-4
Bloaz:
2015
Niver a bajennoù:
326
Ment:
12x19
Troet gant:
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
13,50 €