Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kemennadennoù

  • Date(s)
    13/01/2014

    Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

    Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

    Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

    Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1500 km ha dre vuioc'h a 300 kumun.

    Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
    Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
    Kemer plijadur eo ar pal kentañ , bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un digarez brav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

    Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet ur wech erru ar rederien.

    Gant ar pevare Redadeg e 2014 e redimp noz ha deiz eus Montroulez d’ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d’ar Sadorn 31 a viz Mae. Erru a raio ar Redadeg da-geñver Gouel an Dreujenn Gaol.

    Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

    Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

    http://www.ar-redadeg.org/?lang=br

     

    An hent :

  • Date(s)
    08/01/2014
    Lieu
    Kemper, Ti ar Vro

    BODAD LENN E BREZHONEG

    Gant ar bodad lenn e vo studiet ar miz-mañ al levr Azvent skrivet gant Mich Beyer, embannet gant an Alarc'h. D'ar merc'her 15 a viz Genver da 8e noz, e Ti ar Vro Kemper. Digoust.

    Le groupe de lecture en breton étudiera ce mois-ci le livre Azvent de Mich Beyer,  aux éditions an Alarc'h. Mercredi 15 janvier à 20h00 à Ti ar Vro Kemper. Gratuit.

  • Date(s)
    18/12/2013

    Abred emañ Nedeleg ar bloaz-mañ.
    Kinnig a reomp deoc'h kemer perzh en ur c'hoari a-benn gounit un alc'hwez usb Roudour.
    N'ho po nemet respont d'ar goulennig e fin al lizher-mañ.

    Petra nevez gant Roudour ?

    E-penn kentañ 2014, da vare ar mennozhioù start, e vo kroget gant ur stummadur evit an deraouidi, ur sadorn ar miz e Kemper. Poent eo lakaat e anv !

    Da vare ar vakañsoù goañv e vo kinniget deoc'h ur staj 5 devezh e Kemper e kreizenn-stummañ nevez Roudour.

    A-benn miz Ebrel e krogo ar stummadur barrekaat evit ar re a fell dezho gwellaat o brezhoneg ha dont da vezañ arbennigourien war ar yezh. Ar stummadur-mañ a vo dalc'het e Kemper hag e Karaez hag e pado betek fin miz Even.

    Kavout a reoc'h ivez amañ dindan roll ar stajoù-hañv a vo kinniget ganeomp e 2014.
    Nevezenti a zo : daou staj a vo dalc'het e Kemper. Unan e penn-kentañ miz Gouere hag unan all e fin ar vakañsoù bras.
    Ouzhpenn an daou staj-mañ e vimp e Karaez, e Douarnenez hag e Montroulez e miz Gouere hag e miz Eost e c'helloc'h en em gavout ganeomp e Ploveur, er Vro Vigoudenn, e Brest hag en Uhelgoad ivez.
    Laouen e vimp o welout ac'hanoc'h ken niverus ha warlene.

    Hetiñ a reomp deoc'h gouelioù dibenn-bloaz laouen !
    Kenavo ar bloaz nevez !

     

    http://www.roudour.com

    http://www.roudour.com/PBCPPlayer.asp?ID=1399317

  • Date(s)
    02/12/2013

    Frañs 3 Breizh
    08 a viz Kerzu 2013 – 11 eur

      

    Kinniget gant Goulwena an Henaff, Bernez Rouz, Thelo Mell ha Yann-Herle Gourves, renet gant Bernez Rouz, kenurzhiet gant Annaig Kervella ha Yowan Denez, sevenet gant Sébastien Lambert.

    Skignet d’ar Sul 08 a viz Kerzu 2013 da 11 eur war France 3 Breizh ha war internet: bretagne.france3.fr


    Al Liamm, ar 400vet niverenn
    Emañ ar gelaouenn sevenadurel ha lennegel Al Liamm o paouez embann he 400vet niverenn. Abaoe 1946 e teu er maez ingal, o kinnig testennoù faltazi, troidigezhioù, studiadennoù… Lidet e oa bet an darvoud-se e Karaez da vare Gouel 2013 al Levrioù e Breizh. Pedet : Tudual Huon, rener Al Liamm hag Annie Coz, loreadez ar genstrivadeg danevelloù da geñver ar 400vet niverenn.

     

     

  • Date(s)
    02/12/2013

    Kendalc’h Keltiek Etrebroadel 2014 - Congrès Celtique International 2014 - International Celtic Congress 2014


    Dalc'het e vo Kendalc’h Keltiek Etrebroadel 2014 e Kerdiz / Caerdydd - Kembre (11-16 a viz Eost 2014)
    Le Congrès Celtique Internationnal 2014 aura lieu à Cardiff - Pays de Galles (11-16 août 2014)
    The International Celtic Congress 2014 will take place in Cardiff - Wales (11-16 August 2014)

    Tem ar C'hendalc'h: ‘Hêrezh an  Ijinerezh er Broioù Keltiek’
    Thème du Congrès : l'héritage industriel des pays celtiques
    Congress theme: ‘The Industrial Heritage of the Celtic Countries’

    £ 350 evit ar sizhun, kambreier gant sal-dour, predoù, baleadennoù (bugale / studerien £300)
    £ 350 la semaine, en suite, excursions incluses (enfants / étudiants £300)
    £ 350 for the week, en suite, full board, includes excursions (children / students £300)

    Ditour - renseignements - Further details

    Niclas ap Glyn, 90 Plassey St, PENARTH CF64 1EN, Cymru - Wales - Kembre
    niclas.apglyn@btinternet.com pe - ou - or cymru-celtia@hotmail.co.uk
    Ffôn - Tel. - Plg. :  029 2035 0088

  • Date(s)
    06/11/2013
    Lieu
    Lannion

    Stal tañva d'ar brezhoneg evit ar re vihan-tout (0-3 bloaz) ambrouget gant o zud pe o zud-kozh. Un emgav dibres evit tañva brezhoneg, klevet sonioù nevez hag en em gavout gant tud all!
    Rimadelloù, kanaouennoù, dañsoù, c'hoarioù bizied, lennadennoù...

    D'ar Yaou beure da 10e30
    E Kreizenn Sevenadurel
    straed ar c'habusin, Keruhel
    Lannuon

     

    Aozet gant - Organisé par Kreizenn Sevenadurel Lannuon (CCB)
    Contact/inscriptions : Gwenn Lavenan
    02 56 35 51 20 - 06 99 04 88 40 - skolallevrig@orange.fr

  • Date(s)
    06/11/2013

    Kuzul ar Brezhoneg a vo:

    Kuzul ar Brezhoneg sera présent :

     

    E Sant-Martin-war-ar-Maez e eil foar levrioù ar re yaouank e bro-Montroulez d'ar 7 ha d'an 8 a viz Kerzu 2013

    À Saint-Martin-des-Champs, au 2e salon du livre jeunesse les 7 et 8 décembre 2013

     

    E saloñs al levrioù e Plistin d'an 10 a viz Du 2013

    Au salon du livre de Plestin-les-Grèves le 10 novembre 2013

    E Gwenrann, e 10vet gouel al levrioù e Breizh d'an 23 ha d'ar 24 a viz Du 2013

    Au 10e festival du livre en Bretagne de Guérande les 23 et 24 novembre 2013

    Dont a raio Youenn Kervalan da sinañ e levr diwezhañ, Ar waremm vras, d'ar Sul 24  etre 2e ha 5e goude merenn.

    Youenn Kervalan viendra signer son dernier roman, Ar waremm vras, le  dimanche 24 entre 14h et 17h.

    E Pluguen, e 20vet Saloñs liesyezhek levrioù ar re yaouank d'ar 24 a viz Du 2013

    À Pluguffan, au 20ème salon multilingue du livre jeunesse le 24 novembre 2013

     

  • Date(s)
    04/11/2013

    E deroù 2013 e oa bet roet lañs da brogramm treiñ lennegel ar C'huzul Rannvro. Kinnig a reer ur skoazell nevez evit sikour an embannerien da lakaat treiñ levrioù diwar ur roll bet savet gant ur bodad bet krouet a-ratozh gant Ofis publik ar brezhoneg, ur roll hag a zo zo bet degemeret da-heul gant ar C'huzul Rannvro.

    Gallout a rit kas teuliadoù goulenn skoazell evit treiñ levrioù diwar ar roll a gavoc'h war lec'hienn ar rannvro betek ar c'hentañ a viz Kerzu 2013.

    http://www.bretagne.fr/internet/jcms/preprod_164208/aide-a-la-traduction-litteraire-en-langue-bretonne

     

  • Date(s)
    09/11/2013
    Lieu
    Gwened

    Ur c'hendiviz a vo aozet gant  DAO e Gwened d'an 9 a viz Du 2013.

     

    Danvez ar c'hendiviz : "Kelenn brezhoneg d'an dud deuet hiziv... ha warc'hoazh". En endervezh e vo lodennet ar berzhidi e atalieroù.

    Evit ar re o deus c'hoant da gemer perzh er c'hendiviz e kousto deoc’h 20 euro + ar pred (13,50 euro).

  • Date(s)
    29/10/2013

    Stummadurioù hir war ar brezhoneg 2013 - 2014

     

                 Degemeret e vez bep bloaz gant skipailh Stumdi ouzhpenn 300 stajiad (80 implijad) er stummadurioù kinniget gant an aozadur war 5 lec’h stummañ pe en embregerezhioù.

                 Adal ar bloaz-mañ e vo kinniget gant an aozadur teir formulenn stummadur hir a-benn respont da ezhommoù stummañ an deskidi : ar stummadur “Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh !”.evit an deraouidi (deskiñ an diazezoù), ur stummadur 3 miz nevez “ober gant ar brezhoneg” evit an deskidi ampart (kreñvaat e anaoudegezhioù) hag ar stummadur uhel war ar brezhoneg evit ar vrezhonegerien (pinvidikaat e live yezh).

                 Ur servij heñchañ dibar krouet e 2006 a zo e bal sikour ar stajidi o deus c’hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc’h ar stummadur hir.
    Hervez ar respontoù a vez dastumet bep bloaz gant Stumdi abaoe tri bloaz (84 % eus ar stajidi a respont d’an enklask), 90 % eus ar stajidi goulennataet a zo pe war ur post-labour pe oc’h ober studioù stag ouzh ur vicher divyezhek pe an daou asambles.

                 E fin ar stummadur e vez tremenet gant ar stajidi an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh) kinniget gant an deskadurezh stad.

    Aradon (56) - Brest (29) - Gwengamp (22) - Landerne (29) - Plañvour (56)

    Stummadur « Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh !” :

    Eus an 9 a viz Genver 2014 d’an 11 a viz Gouere 2014

    Eus an 11 a viz Gwengolo 2014 d’ar 27 a viz Meurzh 2015

     

    Stummadur “Ober gant ar brezhoneg”:

    Eus ar 1 a viz Ebrel 2014 d’ar 4 a viz Gouere 2014

     

    Stummadur uhel war ar brezhoneg :

    Eus ar 1 a viz Ebrel 2014 d’ar 4 a viz Gouere 2014

Pajennoù

Subscribe to Kemennadennoù
trouducru