Blog
Divi Kervella (1957-2017)
E vuhez en devoa gouestlet Divi d’ar brezhoneg, d’ar vrezhonegerien ha d’o amzer da zont. E-pad ouzhpenn 35 bloaz, e framm Kuzul ar Brezhoneg, en devo kaset da benn kantadoù a labourioù liesseurt evit an izili, tiez-embann, kelaouennoù, frammoù foran a bep seurt hag ivez evit kement hini a c’houlenne e skoazell. Un den uvel e oa hag a laboure didrouz. E varregezh war ar yezh, war an anvioù-lec’h, war an treiñ, war an Istor ha war meur a zanvez all a oa prizius bras d’an holl.
Ra vo trugarekaet a-greiz kalon.GWERZ FAÑCHIG KEMPER
Kinniget d’ur bugel ha d’e dud, ha d’an holl re a gred difenn hon yezh a-enep al lezenn c’hall
Kanet war don Gwerz Ker Is
« Tout autre signe diacritique [que ceux du français] attaché à une lettre ou ligature ne peut être retenu pour l’établissement d’un acte de l’état civil. »Circulaire Taubira, Gouhere 2014
1
Petra zo nevez e Kemper
Ma klevan trouz ’barzh an ti-kêr
Gwashoc’h ’vit gwechall e kêr Is
Pa zirolle ar yaouankiz
2
E Kemper n’eus netra nevez
Nemet ur bugelig a ve
Ur bugel ha n’eo ket gwall vras
Hag a zo ganet en e noazh
3
An tad, ar vamm, zo Bretoned
Hag o deus graet ur mell torfed
Anvet o deus o bugel Fañch
Un dichekadenn ouzh ar Frañs
4
Selaouit mat, ret deoc’h kompren,
E-kreiz an anv ’z eus un « n »,
Ma lakaer warnañ un dildennig
‘Vo diskaret ar Republik.
5
Ar Republik, gall plusk hag all,
A gouezho war he c’hemend-all
Ma skriver ’n anv brezhonek
’vel ma tleje bezañ skrivet
6
Ar prefed zo dirollet mik
Ha prokulor ar republik
En e vurev ’ta, petra ra ?
Adlenn kelc’hlizher Taubira.
7
E daou vil seitek, Bretoned
Ar stad ’c’hall ’nac’h ’vefe skrivet
Hon anvioù e brezhoneg
Ret o skrivañ ’vel e galleg.
8
Brav eo dit-te, Fañchig bihan,
Rak karet out gant tad ha mamm
Met gant ar stad, anat n’out ket
’blamour d’az anv brezhonek
9
Rak ar Vro-C’hall, ma Fañchig kaezh,
N’an’vez netra nemet ur yezh
N’haller skrivañ ’met e galleg
An holl anvioù brezhonek.
10
N’out ket ’vel Fañched all ar vro
Gant da groc’hen flour divarv
Te ’pez pokoù gant ar merc’hed
Fañch barvek ’vat n’en devez ket.
11
Echu bremañ ma gwerzennig
’ginnigan dit-te, paotr Fañchig,
Sur on vo klevet a-raok pell
E-barzh Radio Breizh Izel.Dizoleiñ levrioù e brezhoneg
Prizioù 2017
Aet eo priz ar gwellañ levr faltazi gant Yann Bijer evit e romant Bar Abba, embannet gant Al Liamm.Staj KEAV
KEAV
a ginnig deoc'h un devezh-studi diwar-benn :
Petra eo ar pouez-mouezh KLT ?
Gwechall ha bremañ
***
Brezhoneg ar Gevred :
sonerezh àr un ton arall.
D'ar Sadorn 25 a viz C’hwevrer 2017
Er greizenn Amzer-Nevez
56270 PLAÑVOURAl lec'hienn Lenn
Frouezh ur c’henlabour etre Levrioù ha lennadennoù e Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg hag Electre eo al lec’hienn-mañ. Savet eo bet evit reiñ d’an holl da c’houzout petra ‘vez embannet e brezhoneg. Ne vez ket gwerzhet al levrioù war-eeun war al lec’hienn LENN. Evit prenañ al levrioù e c’hellit goulenn anezho digant ho levrdiour.
http://www.lenn.electre.com/BR
Ce site est le fruit d’un partenariat entre Livre et lecture en Bretagne, l’Office public de la langue bretonne et Electre. Il a pour objectif de permettre au grand public, brittophone ou non brittophone, de découvrir les productions en langue bretonne. LENN n’est pas un site marchand. Pour vous procurer les livres, n’hésitez pas à les commander chez votre libraire.
http://www.lenn.electre.com/FR
Stand KaB e Karaez 2016
Roll ar sinerien a vo war stand KaB e gouel al levrioù e Karaez d'ar Sadorn/Sul 29-30 a viz Here 2016
Kristian Braz evit Rebetiko hag istorioù all ha troidigezh Romant Jack London Galv ar bed gouez
Goulc'han Kervella evit Mari Vorgan ar glandour hag Ar roc'h toull livet
Herve Corbel evit Je t'embrasse bien fort, A bientôt
Aleksandr ar Gall evit La semana de Fray Arturo troet diwar ar brezhoneg / Y. Drezen
Marsel Maudire evit Mor ha bagoù (geriaoueg teiryezhek brezhoneg-galleg, saozneg)
Serj Richard evit Ar beskont daouhanteret troet diwar an italianeg / I. Calvino
Madalen an Amour Du côté des cinq croix troet diwar ar brezhoneg
Bernez Tangi evit 1973
Yann Bijer evit Bar Abba romant
Paskal Tabuteau evit an Iliaz troet diwar ar gresianeg / Homeros
Herve Seubil Kernaudour evit Keridwal barzhonegoù
Gerard Cornillet evit Sola Fide troet diwar an alamaneg / Martin Luther
Mich Beyer evit Ur person evit Enez Sun troidigezh / Henri Queffélec
Daniel Carre evit Nag ar gwenan? hag evit Et nos abeilles ? / L. Herrieu
Yveline an Don evit Bravigoù Tiffany troidigezh / Truman Capote
Stefan Carpentier evit troidigezh al levr bannoù treset Pepper ha Carrot gant David Revoy
Laboused Europa 3
Pennad klok bet embannet e Hor Yezh niv 286, mezheven 2016.
4. •Thalassarche chlororhynchos, Albatros à nez jaune, Atlantic Yellow-nosed Albatross
Albatroz fri melen (Alm., Gl., Sp., Sz.)
Evn eus meurvorioù ar su, darvoudel en Europa an norzh. An anvadur « Albatroz beg melen » en implij er Wikipedia brezhonek abaoe 2009 ne zegouezh ket mat, pa’z eus meur a spesad Albatrozed gant begoù melen ; hag amañ eo gorre ar beg hepken eo a zo melen.