Dastumet er vro-vigoudenn gant Yann gwilhamod. Pennad embannet e Hor Yezh n°277 - Meurzh 2014.

SON AR VIGOUDENNED
Kanet din gant ma mamm-baeron Anna TANNEAU, ganet JEZEKEL d’ar 1añ a viz Kerzu 1906, e Kerlamen, Ploneour-Lanwern (1906-1997).
Dastumet er vro-vigoudenn gant Yann gwilhamod. Pennad embannet e Hor Yezh n°277 - Meurzh 2014.

SON AR VIGOUDENNED
Kanet din gant ma mamm-baeron Anna TANNEAU, ganet JEZEKEL d’ar 1añ a viz Kerzu 1906, e Kerlamen, Ploneour-Lanwern (1906-1997).
Ma’m-bije gouezet kanañ,
Koulz hag ouzon leñvañ
Me a ganfe a-bouez-penn :
Ma mamm a zo ur vigoudenn !
Ganet e-tro Triagad
Ha glazik ma lagad
Me a gane en ur zont er bed
Son ar Vigoudenned
Kentañ tra am-boa gwelet
Oan chomet souezhet
Gant Tad-kozh oa war e benn
Un tog c’hwec’h bouloutenn
Gant Mamm-gozh oa war he fenn
Koef izel ha melen
Mamm avat he doa unan
Uhel e-giz an tour-tan
Kentañ tra am-boa klevet
Tost din bezañ spontet
An avel vras o voudal
Buoc’h Penmarc’h o vlejal
Plijadur da’m lagad
Iliz Sant Riagad
Bleuñv an avaloù-douar
Hag ar mor glas dispar
Bigouden a zo poaniour
Kalonek eo d’al labour
Diskabell ha diarc’hen
Sellit Yann en e dachenn !
E Sant-Pêr an tour-tan
E Sant-Yann Tro an Oan (1)
E Pont-’n-Abad e-tal al lenn
Kastell an Aotrounien
Ploneour war an dorgenn
Uhelañ bigoudenn
Eus gorre he zour uhel
War ar vro a daol ur sell.
Plogastell he-deus bleuñv lann
Pouldreuzig piz-bihan
Treagad a zo dispar
Evit an avaloù-douar.
Karotez Plozeved
Dre ar vro a zo brudet
E Kombrid zo chistr melen
Da eviñ leizh ar werenn
Grilhed Lez-Riagad (2)
Gwellañ a zo er marc’had
Ar Gelveneg a gas pesked
Da bevar gorn ar bed
Ourgouilh e Loktudi
Hec’h iliz a zo un dudi
E Penmarc’h ar merc’hed koant
E Pornaleg an argant
C’hoarig Ploveur sav da benn
Peogwir pep bigoudenn
He-deus spered dreist ar re all
Ha troad skañv da zañsal
Pa’z oc’h bet er foarioù
Koulz hag er pardonioù
’Peus ket gwelet tud fichet
Par d’ar Vigoudenned
Lod a ya kuit deus o bro
Ha kerse a vez ganto
E Pornaleg me a chomo
Betek eur va marv
Traoù a zo hag a dremen
Mes en Neñv da viken
E vo tokoù c’hwec’h bouloutenn
Ha koefoù bigoudenn
Rak se eta e vo kanet
E Palez an Dreinded
Pelloc’h evit fin ar bed
Son ar Vigoudenned.
(1) Evit Tronoan moarvat, ar c’halvar brudet, a zo e parrez Sant-Yann-Drolimon.
(2) Lechiagad (diwar lez + Riagad ), evel Triagad (diwar tre + Riagad)
Abonnez-vous!

Me a ganfe a-bouez-penn :
Ma mamm a zo ur vigoudenn !
Ganet e-tro Triagad
Ha glazik ma lagad
Me a gane en ur zont er bed
Son ar Vigoudenned
Kentañ tra am-boa gwelet
Oan chomet souezhet
Gant Tad-kozh oa war e benn
Un tog c’hwec’h bouloutenn
Gant Mamm-gozh oa war he fenn
Koef izel ha melen
Mamm avat he doa unan
Uhel e-giz an tour-tan
Kentañ tra am-boa klevet
Tost din bezañ spontet
An avel vras o voudal
Buoc’h Penmarc’h o vlejal
Plijadur da’m lagad
Iliz Sant Riagad
Bleuñv an avaloù-douar
Hag ar mor glas dispar
Bigouden a zo poaniour
Kalonek eo d’al labour
Diskabell ha diarc’hen
Sellit Yann en e dachenn !
E Sant-Pêr an tour-tan
E Sant-Yann Tro an Oan (1)
E Pont-’n-Abad e-tal al lenn
Kastell an Aotrounien
Ploneour war an dorgenn
Uhelañ bigoudenn
Eus gorre he zour uhel
War ar vro a daol ur sell.
Plogastell he-deus bleuñv lann
Pouldreuzig piz-bihan
Treagad a zo dispar
Evit an avaloù-douar.
Karotez Plozeved
Dre ar vro a zo brudet
E Kombrid zo chistr melen
Da eviñ leizh ar werenn
Grilhed Lez-Riagad (2)
Gwellañ a zo er marc’had
Ar Gelveneg a gas pesked
Da bevar gorn ar bed
Ourgouilh e Loktudi
Hec’h iliz a zo un dudi
E Penmarc’h ar merc’hed koant
E Pornaleg an argant
C’hoarig Ploveur sav da benn
Peogwir pep bigoudenn
He-deus spered dreist ar re all
Ha troad skañv da zañsal
Pa’z oc’h bet er foarioù
Koulz hag er pardonioù
’Peus ket gwelet tud fichet
Par d’ar Vigoudenned
Lod a ya kuit deus o bro
Ha kerse a vez ganto
E Pornaleg me a chomo
Betek eur va marv
Traoù a zo hag a dremen
Mes en Neñv da viken
E vo tokoù c’hwec’h bouloutenn
Ha koefoù bigoudenn
Rak se eta e vo kanet
E Palez an Dreinded
Pelloc’h evit fin ar bed
Son ar Vigoudenned.
(1) Evit Tronoan moarvat, ar c’halvar brudet, a zo e parrez Sant-Yann-Drolimon.
(2) Lechiagad (diwar lez + Riagad ), evel Triagad (diwar tre + Riagad)
Abonnez-vous!
