Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Skrivadeg 2014

Deiziad(où): 
05/04/2014
Lec'h: 
Plistin

Kinniget e vez bep bloaz ar Skrivadeg un tamm pep lec'h e Breizh ha pelloc'h c'hoazh.
Evit ar bloaz e vo dalc'het tro gentañ ar Skrivadeg e Treger-Goueloù d'ar

Sadorn 05 a viz Ebrel
Degemeret e vo an dud da 2e g.m.

e Ti an Holl - Plistin

Pal ar Skrivadeg eo kaout plijadur gant ar yezh.

Meur a live a zo kinniget d'ar berzhidi, deus an aezetañ d'ar startañ,
graet eo evit ar vugale (adalek kelc'hiad 3) kenkoulz hag
evit an dud deuet, adalek A1 (Live 2-3 kentelioù-noz) :

Live 1 : bugale CE ha tud deuet live A1;
Live 2 : bugale CM ha tud deuet live A2;
Live 3 : skolajidi ha tud deuet live B1;
Live 4 : liseidi ha tud barrek.
Live 5 : Tud a-vicher


Profoù a vo evit re gentañ pep rummad.
Adverenn a vo servijet d'ar genskriverien ha c'hoarioù a vo da c'hortoz an disoc'h.

Ar re wellañ eus pep rummad a c'hello kemer perzh er gourfenn a vo
e Gwened d'ar Sadorn 21 a viz Even.

N.B. : Gwelloc'h eo lakaat e anv en a-raok

 

Titour/Renseignements :

Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet 22140 Kawan - Cavan

02 96 49 80 55/ skolallevrig@orange.fr