Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Redadeg 2014

Deiziad(où): 
13/01/2014

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1500 km ha dre vuioc'h a 300 kumun.

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
Kemer plijadur eo ar pal kentañ , bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un digarez brav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet ur wech erru ar rederien.

Gant ar pevare Redadeg e 2014 e redimp noz ha deiz eus Montroulez d’ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d’ar Sadorn 31 a viz Mae. Erru a raio ar Redadeg da-geñver Gouel an Dreujenn Gaol.

Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

http://www.ar-redadeg.org/?lang=br

 

An hent :