Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Al Liamm

Numéro: 
462
Genver - C'hwevrer 2024
Sommaire: 

Ur golo leun a nerzh hag a stourm. Liesliv evel ar youl hag ar fulor.

Pemp barzhoneg a ya d’ober lodenn gentañ ar gelaouenn : Lid ar pardon, H. Bihan; Noazh, Jili; Ar pok kantreer, Y. Guillamot; Tri fesketaer, M. Kerrain hag Ar beure, Y. Borisova.

C’hwec’h danevell a zeu da-heul, liesseurt ha liesvlaz : Pariz-Rosko, F. Plouzane; A! Bugale!, F. an Du; Ti-gwin ar Pevar-Hent, D. Allain; Toullbac’het, Y. Calonec; Ar prizoniad, L. Morvan ha Berrbadel, an dimezell, Mai-Ewen.

Ur stourmer a zo aet da Anaon d’an 13 a viz Genver 2024, Dominig Jolived-Klec’h. Ul lid fromus a oa bet en e enor er Gelvenneg. E anv e genseurted hag e skolidi e oa bet savet un destenn bet lennet gant Ninnog L-K/: Dominig Jolived-Klec’h. Kenavo a lâr ivez e vignon Fulup Kadored gant Dom.

Gwechall-gozh en amzer... ar vugale. A-bellik zo ez eus bet klasket lakaat ar vugale da skrivañ e brezhoneg... er skol! Ya, gant skoazell tud eus an diavaez alies. Erwan Hupel a zispleg labour Breuriez ar Brezoneg er skolioù dreist-holl.

Ur studiadenn a ginnig Bernez Rouz: Osian e Breizh. N’eo ket gwall anavezet gant an dud testennoù ar Skosad brudet. «Un teñzor chomet en amc’houloù,» emezañ. Displegadennoù hag un nebeud troidigezhioù a gaver er pennad fonnus-mañ.

Fent ha goaperezh a zo e skrid berr Stefano Benni tapet eus e levr L’Indovina. Divinourez a zo bet troet gant Mark Kerrain.

E lodenn ziwezhañ ar gelaouenn e adkaver A-dreuz lenn gant H. Latimier, Petra nevez? gant H. Latimier ha M. Bouëssel du Bourg hag an Notennoù evel-just. Da-heul e kaver ivez Roll ar pennadoù bet embannet e 2023.

Maison d'édition: 
Tarif: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €