Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Al Liamm

Numéro: 
425
Du-Kerzu 2017
Sommaire: 
Karantez ha frankiz eo kalonenn ar peder barzhoneg kinniget e niverenn dibenn ar bloaz: Digarantez, P. Tabuteau – Va nevedennig, Y-B. Piriou – Invictus, Y. Guillamot ha Digor-frank, P. an Intañv.

Peder danevell a zeu da heul, div lec’hiet e Bro-Gwened : Ar beg avel gant D. Allain hag Ho pezit keuz, ma mab ! gant Iwan ar Fur. Fent a live disheñvel mat, hini ponnerik hag hini skrijus. Noz du eo spered pemdeziek Iwan Dreinog, o ruzañ e dreid skuizh. Laouenoc’h ar c’havadennoù graet e liorzh Erell gant Killian, sot gant an amprevaned Nebaon, n’eo nemet ur megachile a gont Yann Gerven.

Er rummad Skrivagnerien eo Skrivañ evit ar blijadur a ra Y. F. Dupuy. Hiziz ez eus gantañ war ar stern ur pezh-c’hoari, ar skrivañ hag al leurenniñ.

E rann an troidigezhioù e vever un devezh souezhus, chaseourien gant o chas, ha loened gouez war api o kaout gwarez a-drugarez da nerzh hud ur poz bennak, sed Koroll ar speuñierien gant S. Gourvil lakaet e brezhoneg gant Divi gKervella. Yann Talbot a ginnig un danevell gant L. O’Flaherty, karget a garantez hag a zouster Mamm ha mab.

An dilennadegoù a zo un digarez da skrivañ garv, lemm ha taer alies. Erwan Hupel a zegas skouer Jorj ar Bail Lemm evel un teod lemm na oa ket eus hor c’hantved. En ur bed all e splujer gant Y-E. ar Mogn, hini Nevezadennoù bed ar pellgehenterezhioù hag emdroadur ar boazioù. Ha n’eo ket echu !

Adkavet 'vez A-dreuz lenn ha Petra nevez ? gant un druilhad levrioù bet lennet ha dielfennet gant skipailh ar gelaouenn. Pemzek pajennad a Notennoù a gloz an niverenn liesseurt-mañ.
Maison d'édition: 
Tarif: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €