Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Blog

  • Les auteurs en dédicace à Carhaix



     

    Ces auteurs seront en dédicace au salon du livre de Carhaix 2018 les 27 et/ou 28 octobre :

    Al Lanv :

    Padrig an Habask : les quatre livres de Tadhg Mac Dhonnagáin (traduction) , Prederiadennoù de Jose Maria Arizmendiarrieta (traduction), et Gwez ar vro

    Anna Duval-Guennoc : Gwez ar vro


    Al Liamm :

    Erwan Hupel : Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ? (roman) et Gevred ha skridoù all de Roparz Hemon

    Jean Le Clerc de la Herverie : Seizh tra da ober (roman)

    Erwan Evenou : Bugale milliget ar baradoz kollet (roman)

    Kristian Braz : An diwaller er segaleg - JD Salinger (traduction)

    Jerom Olivry : Ouzh skleur an noz (roman)


    Mouladurioù Hor Yezh :

    Alain Durel : Kan ar Mor-Bihan – Le chant du Morbihan (haïkus)

    Ingrid Audoire / Jean-Marie Seiget : War-zu un islam adsperedelaet  (essai)


    An Alarc'h :

    Michel le Goffic : Mon carnet de guerre 1914-1919 - Charles le Goffic

    Mich Beyer : An dilastezer (roman)

    Yann fulub Dupuy : Galnys (théâtre)

    Alan Martel : Istor ar vatezh ruz (traduction)


    Barn ha Skrid :

    Bernez Tangi : Dastumadeg an anaon (Poésie)


    TIR :

    Erwan Hupel : Ribinoù (étude)

    Jo Martin  : Barzhonegoù war an talbenn, poèmes du front - Yann Mari Normand

  • PRIZ DANEVELLOU TI-KER KARAEZ


    Estreget priz ar romant, e vez roet gant kêr Karaez ur priz d'un danevell e brezhoneg : priz danevelloù ti-kêr Karaez. Abaoe 2010 e vez roet ar priz-se, liammet gant Gouel al Levrioù. Ur priz a 1500€ a zo da c'hounit, roet da vare Gouel al Levrioù.

    E 2017 e oa bet aet ar maout gant Herve ar Gall evit e danevell Mont gant an hentoù (Al Liamm)

    Evit kemer perzh, an tiez embann a rank kas danevelloù araok ar 30 a viz Gwengolo dre bostel (restr pdf) da : festivaldulivre@gmail.com

    Restr-stag : reolennoù ar priz.

  • Stands Kuzul ar Brezhoneg 2018

     

     

    27 hag 28 a viz Here / 27 et 28 octobre 2018 : Gouel al levrioù e Karaez / Festival du livre de Carhaix

    11 a viz Du 2018 / 11 novembre 2018 : Saloñs al levrioù Plistin / Salon du livre de Plestin-les-Grèves

    18 a viz Du / 18 novembre 2018 : Saloñs al levrioù Pluguen / Salon du livre jeunesse de Pluguffan

    24 ha 25 a viz. Du 2018 / Samedi 24 et dimanche 25 novembre 2018 :  Ouïr'Lire Livres et musique à Plœuc-L'Hermitage
  • Divi Kervella (1957-2017)

    Divi a consacré sa vie à la langue bretonne, aux brittophones et à leur futur. Pendant plus de 35 ans, il a mené à bien des centaines de travaux de toutes sortes au sein de Kuzul ar Brezhoneg pour les membres de l'association, les maisons d'édition et leurs magazines, ainsi que pour des organisations publiques et pour celles et ceux qui sollicitaient son aide. Il était un homme humble et un travailleur de l'ombre. Ses compétences sur la langue bretonne, les toponymes, la traduction et ses connaissances en Histoire et dans d'autres domaines étaient grandement précieuses.

    Qu'il soit remercié du fond du cœur.
  • Reun ar C'halan

    Aet eo Reun ar C'halan (René Galand) d'an anaon d'an oad a 94 vloaz er Stadoù Unanet, e-kichen Boston.

    A orin eus Kastell-Nevez-ar-Faou e oa. Skrivet en deus kalzik e brezhoneg : danevelloù, barzhonegoù, eñvorennoù, embannet gant Al Liamm.
  • GWERZ FAÑCHIG KEMPER

    Kinniget d’ur bugel ha d’e dud, ha d’an holl re a gred difenn hon yezh a-enep al lezenn c’hall
    Kanet war don Gwerz Ker Is


    « Tout autre signe diacritique [que ceux du français] attaché à une lettre ou ligature ne peut être retenu pour l’établissement d’un acte de l’état civil. »

    Circulaire Taubira, Gouhere 2014

    1
    Petra zo nevez e Kemper
    Ma klevan trouz ’barzh an ti-kêr
    Gwashoc’h ’vit gwechall e kêr Is
    Pa zirolle ar yaouankiz

    2
    E Kemper n’eus netra nevez
    Nemet ur bugelig a ve
    Ur bugel ha n’eo ket gwall vras
    Hag a zo ganet en e noazh

    3
    An tad, ar vamm, zo Bretoned
    Hag o deus graet ur mell torfed
    Anvet o deus o bugel Fañch
    Un dichekadenn ouzh ar Frañs

    4
    Selaouit mat, ret deoc’h kompren,
    E-kreiz an anv ’z eus un « n »,
    Ma lakaer warnañ un dildennig
    ‘Vo diskaret ar Republik.

    5
    Ar Republik, gall plusk hag all,
    A gouezho war he c’hemend-all
    Ma skriver ’n anv brezhonek
    ’vel ma tleje bezañ skrivet

    6
    Ar prefed zo dirollet mik
    Ha prokulor ar republik
    En e vurev ’ta, petra ra ?
    Adlenn kelc’hlizher Taubira.

    7
    E daou vil seitek, Bretoned
    Ar stad ’c’hall ’nac’h ’vefe skrivet
    Hon anvioù e brezhoneg
    Ret o skrivañ ’vel e galleg.

    8
    Brav eo dit-te, Fañchig bihan,
    Rak karet out gant tad ha mamm
    Met gant ar stad, anat n’out ket
    ’blamour d’az anv brezhonek

    9
    Rak ar Vro-C’hall, ma Fañchig kaezh,
    N’an’vez netra nemet ur yezh
    N’haller skrivañ ’met e galleg
    An holl anvioù brezhonek.

    10
    N’out ket ’vel Fañched all ar vro
    Gant da groc’hen flour divarv
    Te ’pez pokoù gant ar merc’hed
    Fañch barvek ’vat n’en devez ket.

    11
    Echu bremañ ma gwerzennig
    ’ginnigan dit-te, paotr Fañchig,
    Sur on vo klevet a-raok pell
    E-barzh Radio Breizh Izel.
  • À la découverte du livre en breton

  • Prizioù 2017

    Da geñver Prizioù dazont ar brezhoneg 2017, kenaozet gant Frañs 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg, eo aet priz ar gwellañ levr faltazi gant Yann Bijer evit e romant Bar Abba, embannet gant Al Liamm.

     À l'occasion des Prix de l'avenir de la langue bretonne 2017, coorganisés par France 3 Bretagne et l'Office de la langue bretonne, Yann Bijer a reçu le premier prix dans la cétégorie "livre de fiction" pour son roman Bar Abba, édité par Al Liamm.

Pages

S'abonner à Blog
trouducru