Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Skrivagnerezed 9

Skrivagnerezed 9

Annaig Renault
1946 Neuilly-sur-Seine - 2012 Roazhon

    Perak he doa bet ar c'hoant, en endervezh-se, da lenn ar c'hozh romant-mañ a oa bet dilezet abaoe kement a vloavezhioù war estajerennoù an armel-levrioù? He leziregezh, he flanedenn, he zaol-chañs? Parañ a reas he selloù war ur golo gwenn deuet da vezañ damvelen. Ne oa ket tu dezhi da c'houzout e vefe pajennoù all he defe da dreiñ. Tudennoù all da gejañ ganto, buhezioù ha lec'hioù all da zizoleiñ.
    Landreantiz a oa kouezhet warni, landreantiz eurzvezhioù flamm an hañv. Neizhiet en ur gador-vrec'h e skeud ar skavenn-wrac'h, e krogas da lenn. Tro-dro dezhi e klaske pep tra he distreiñ diouzh he levr : c'hwez an douar, frond pebr ken anavezet ar bleunioù tost dezhi, safron ur wenanenn. Buan-tre ne oa mui war evezh. Riklañ a reas ar romant diouzh he daouarn. Ne glaskas ket adkemet anerzhañ abalamour d'ar morzadur. Diskenn a reas he selloù betek ur gartenn-bost hag a oa kouezhet, ur gartenn bet lezet e-barzh gant ul lenner all da verkañ ur bajenn. Test disoñjet eus eurvezhioù tremenet. Lufr al luc'hskeudenn a zañse en heol war ar grouan.
    Ar ranellded a gasas anezhi da lenn ar pezh a oa skrivet war an tu gin : «Gant ma zeneridigezh evit an eurvezhioù boemus bevet ganeoc'h en Heidelberg. A. Müller». Al luc'hskeudenn a ziskoueze tiez kozh ha romantel er serr-noz.
    Eus piv da biv al linennoù-se? Dibosupl da zivinout. Mistr oa ar skritur ha dianav an den. Kouezhañ a reas, a-benn ar fin en ur c'housk skañv evel hini ur babaig.
    Mouezh he mamm he dihunas a-bell.
    « Ur banne te? »
    « Ya, gant plijadur. »
En he bizied e oa chomet ar gartenn.
    « Sell ouzh ar pezh 'm eus kavet. Ha prestet e oa bet al levr-mañ da unan bennak? »
Trubuilhet e seblantas ar respont.
    « Me 'garfe gouzout evit piv e oa bet skrivet. »

Evel-se e krog ar romant Dec'h zo re bell dija, Mouladurioù Hor Yezh, 2009.

trouducru