Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

1981-2021 40vet deiz-ha-bloaz marv Anjela Duval

1981-2021 40vet deiz-ha-bloaz marv Anjela Duval

1981-2021

Daou-ugentvet deiz-ha-bloaz marv Anjela Duval

 

Boud


Selaou kentoc’h a ran
An traoù eget an dud.
Trouz an tan o c’hwezhañ
Ar c’harzh o tifronkañ
Dindan an avel yud,
Dour ar stêr o ruilhal
Hag ar skluz o krozal.
A-dreuz o boud, me 'glev
O tont 'vel un heklev
Eus don ar c’hantvedoù
Mouezhioù va Hendadoù.
                             

                                               3 a viz Du 1961

© Kuzul ar Brezhoneg