Pikoù mab e dad
Written by:

Kuitaat a ra Pikoù e dud ha Louaneg d’an oad a unnek vloaz evit mont d’ar skol da Lannuon. Ur cheñchamant bras evitañ rak eno e rank chom da lojañ. Ken gwazh ha mont da Viribi! Buan e ra Pikoù anaoudegezh gant Erwan ar Floc’h, ur c’hrennard eveltañ, eus Landreger. An daou gamalad, evel kalz a vugale all eus o rummad, a zizolo ar vuhez, garv a-wechoù, plijus gwechoù all hag e refont o zreuz betek dont da vezañ tud deuet.
Ur blijadur lenn troioù-kaer Pikoù dindan pluenn Edouarzh Ollivro, troet kaer gant Jakez Konan.
Publisher:
ISBN:
978-2-916835-96-9
Year:
2019
Number of pages:
334
Dimensions:
19x12
Distributed by:
Coop Breizh
translated by:
Langage(s) of the product:
Genre:
13,50 €