Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Un deiz a viz Mae

Written by: 

Bez'eo bet an aotrou Klerg unan eus ar Vreizhuheliz-se hag o deus desket ar brezhoneg ha graet dioutañ o yezh n'eo ket yezh o c'halon pe yezh ar sul, met o yezh berr-ha-berr, klok-ha-klok. Beleg e oa Klerg, ken-se e labouras da reiñ d'e genvreudeur, a-hed un 2 000 pajennad bennak, peadra d'ober o lidoù hag o fedennoù: emañ bremañ Imbourc'h ouzh o adembann. Gant an emsaverien e vo eñvoret Klerg evel prezidant kentañ "Kuzul Ar Brezhoneg" ha rener Barr-heol: a bep seurt pennadoù a savas evit 100 niverenn ar gelaouenn-se, etre 1953 ha 1978 - 25 bloaz ez-resis. El levr kentañ-mañ e kinnigomp, tennet eus Barr-Heol hag eus Al Liamm, e zanevelloù : donezonet e oa an aotroù Klerg evit skrivañ, anezhañ ur mestr asur war ar yezh. Levrioù all a zeuio da heul, rak liesseurt eo bet e oberenn, ha bepred talvoudus. E Prevael- e "menez" Breizh-Uhel - eo bet ganet Marsel Klerg, 1912; e Bear - e Breizh-Izel - ez eo marvet, 1984. Gorre-Breizh ha Goueled-Breizh en daou benn eus chadenn e vuhez, gouestlet en he fezh da servij ar vro.

ISBN: 
2-86863-106-1
Year: 
1998
Number of pages: 
158
Dimensions: 
14,5 x 20,7
Distributed by: 
Coop Breizh
Langage(s) of the product: 
Genre: 
12,00 €