Helgvor ar stêr c'hlas
Emañ Helgvor hag e gompagnuned : daou gi, ur bleiz hag ur bugel, o kerzhout a-hed ar Stêr Veur, war-zu hec'h andon. Uheloc'h war ar stêr, div blac'h yaouank e bourzh ur birogenn, a zo o roeñvat, pennfollet. Klask a reont tec'hout rak ur strollad brezelourien bountet war o lerc'h e div birogenn all. Tamm-ha-tamm e tigresk an hed etrezo ha tost eo ar merc'hed da vezañ tapet pa zeu trumm Helgvor war wel... Ha dont a raio a-benn d'o saveteiñ daoust d'ar skoilhoù niverus a bep seurt a gavint war o hent ? Ur wech ouzhpenn omp kaset gant J.H. Rosny Henañ er Ragistor. Al levr-mañ ivez a zo skeudennoù gant taolennoù-orin Jean Chièze (20 anezho). Ur romant plijus, buhezek, leun a "suspens" hag a ro deomp un damsell eus buhez kriz mab-den er mareoù-hont aet kuit da viken.