Lizig, Priñsezig an dour
Written by:
Illustrated by:

Lizig, ur gorriganez vihan, a zo o chom a-dreuz ur rouantelezh vurzhudus e-lec'h ma klever al logod, ar chignaned hag an tousegi é predeg èl tud. Pinvidik eo neudenn an istor ; puilh ha dic'hortoz eo an darvoudoù skrivet en ur yezh flour ha bev.
E deroù an ugentvet kantved e oa bet embannet an oberenn-mañ evit ar wezh kentañ. Adlabouret eo bet kement a-fed testenn (reizhskrivadur) hag a-fed skeudennoù. Ur plas frankoc'h 'zo bet roet d'an engravadurioù savet get G. TH. Rotman, ur c'hant bennak etre tout ; livet int bet oc'hpenn da se.
Kevret get al levr e kavoc'h ur bladenn, ul lennadenn get Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet get sonerezh savet get David Le Port hag ur c'haierig get an destenn lakaet e galleg get Daniel Carré.
Publisher:
ISBN:
978-2-9570496-1-5
Year:
2021
Number of pages:
120
Dimensions:
21 x 29,7
Langage(s) of the product:
Genre:
Choice of delivery
Tarif:
18€ + 4.5€ de frais de port
22,50 €