Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Diwar dorgenn Karreg-an-Tan

Written by: 

A-hed e vuhez e oa bet Yeun ar Gow (1897-1966) o chom en e vro c’henidik, e Pleiben hag e Gouezeg. Deuet e oa da vezañ ur mestr war ar c’homz-plaen, gantañ ur brezhoneg ampart ha pinvidik a zo ur skouer a yezh klasel. E-touez e oberennoù anavezetañ e c’heller menegiñ E Skeud Tour bras Sant Jermen, eñvorennoù yaouankiz, hag ar romant Ar Gêr villiget.
En dastumad danevelloù-mañ e kaver dreist-holl kontadennoù bet klevet gant an aozer en e yaouankiz, ha bet adskrivet gantañ, warne doare konterien an amzer wechall. Kontañ a ra ivez darvoudoù c’hoarvezet gantañ e-pad an eil brezel bed.
Skridoù bet embannet e meur a gelaouenn, evel Gwalarn, Sav pe Bleun-Brug, kement ha re all bet kavet war e lerc’h, a zo strollet en adembannadur-mañ.

 

ISBN: 
978-2-86863-201-2
Year: 
2021
Number of pages: 
214
Dimensions: 
14.5 x 20.5
Distributed by: 
Coop Breizh
Langage(s) of the product: 
11,00 €