Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn

Remont Delaporte ha Reun ar C’halan, daou zen eus ar C’hastell-Nevez ganet e deroù an XXvet kantved, an hini kentañ en ur familh pinvidik a-walc’h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc’her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ. Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù eus ar re savet gant Reun ar C’halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc’h. E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. Pezh a skriv diwar ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C’halan, yaouankoc’h, a oa studier c’hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d’ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte en Iwerzhon ha Reun ar C’halan, evel miliadoù a Vretoned eus Kreiz-Breizh, er Stadoù-Unanet. Enno o-daou, pezh a zo heverk ken ez eo, e voe enaouet – abred pe diwezhat en o buhez – flamm « Tantad an hendadoù » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-916745-33-6
Year: 
2019
Number of pages: 
214
Dimensions: 
14,5 x 20,5 cm
Distributed by: 
Coop Breizh
Langage(s) of the product: 
12,50 €
trouducru