Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Skrivagnerezed 8

Skrivagnerezed 8

Nathalie de Volz-Kerhoënt
Baden 1871 - An Oriant 1964

Sinañ a rae Gwenfrewi

An Naoned
En Nañned

Er roue a Frañs, Herri pear, a lein kastel Nañned a daulé ur sel tro ha tro dehon ar gerbén Duked Breiz hag e chomé bamet dirak gelloud Breiziz épad er Grennamzér. En un taul e laras d'er re e oe doh en héli :
“Duked Breiz ne oent ket kansorted distér anehé !”
Hiziù en dé, paud mat a Vretoned e ia d'én Nañned hag e drémen dré en hent-hoarn étal kastel hon Duked brudet, meit ped anehé é chonj én brinsed mat sé en des dihuenet, hor bro doh pep sort enebourion... Hui, Breiziz, brogarerion gredus, kerhet un dé benak de huélet er Gér-sé e zo houn ag en amzer ma oé Breiz ur vro galloudus ha digabestr.
Da getañ, sellet mat doh en Iliz-vamm e zou doh hou kortoz ar er voten ha d'en dias kastel an Hermin. En iliz getañ e oé saùet get sant Klér ar léh un templ pagan, él ma vezé kavet é pep léh en amzer ma oé er Romaned mistr ér vro. En iliz e oé deit de vout kaer ha pinùik biskoah kement aral, édan goard eskob sant felix. Arlerh é varù revinet hag intañnet e oé bet get el laeron-vor, hanùet Normanded.
Neoah en dervet kuéh roué Breiz Alan Barùek e ziredas hag arlerh un emgann start e voutas ér méz ag er vro er Normanded e déhas ar ou bageu trema ou bro e hrér hiziù en dé en Norvéj hag en Danemark anehé.
Ean e adsaùas en iliz diskaret hag e saùas ur hriùléh, hanùet kastel er Bouffay tost erhoalh aveit dihuen en iliz neué ha kêr en Nañned.
Epad er hantvléadeu arleh, pep eskob e lakas é boén d'hé hreskat hag é has ar gaerat muioh mui pepet betag hub amzér-ni. En iliz-vam e hellér guélet bé en Duk franséz  Eil hag é bried Margeit a Foix, kizellet get un dén a Gastel-Pol, brudet ar é vichér, Mikél Colomb. (...)
Rekis e vezé liés dihuen kér Nañned doh ardeu hun enebourion ; Duked breiz a saùas tro ha tro mangoérieu get tourieu hag ur hriùléh neùé. Heneh é kastel en Hermin e vé guélet hoah hiziù en dé. Kastel kaer meurbet mar des ha ken inourapl él kriùléhieu hun amzér-ni.
Eleih a dreu a bouiz vras é hanes Breiz e zo digoéhet ér hastél-sé : guélet en des déieu a zeverrans, a eurusted hag a leùiné, meit, siouah! Guélet en des eùé déieu lan a dristé hag a hlahar aveit hur bro karet.

Tennet eus “Er bleu keltiek, sorbienneu ha guerzenneu”, 1930, hag adskrivet er memes doare.