Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Skrivagnerezed 11

Skrivagnerezed 11

Marie Sidonie Kermenguy
Kastell-Paol 1876 - Gwened 1969

Pêrig ha Aziliz 

... Brav e oa bet an amzer e-pad an deiz, met d’an abardaez e stagas ar glav da gouezhañ, an avel da c’hwezhañ ha ne ehanas ket a-raok an noz. Daoust ma veze aketus d’he labour, Oliv a selle bep an amzer ouzh an hent bras lec’h tremene kalz a dud war o zroad, war o marc’hoù-houarn, e gweturioù, er c’hirri-dre-dan ; ur pennad oa bet, end-eeun war-dreujoù an ti o sellet ouzh an dud o tont d’ar gêr diouzh an noz : “ Pegeit e chomi aze da vantriñ ? ” eme he mamm, o tont eus a zu-mañ, bet oc’h ober ur varvailhadenn.
“ Dare eo koan, va mamm ”, emezi, “ hag edon o kemer an aer vat. ”
“ An aer vat, an aer vat? ” eme ar vamm, rust outi, “ Kas an hunvreoù didalvoud eus da benn, a lavaran dit, ha kerzh da dorchañ frioù ar re vihan en ti ! Ne vezi ket gwelloc’h evit pakañ glav evel ma rez! ”
“ Disglavet on, va mamm, gant an apoueilh a zo dioc’h an nor, ” eme Oliv en un huanadenn. Met he mamm he chachas en ti en ul lavaret :
“ Ne garan ket e vez rendaelet ouzhin! Deus raktal pe e kousto ker dit! Morse n’em eus pleget d’am bugale ha ne rin biken, goude ma vijen hanter kant vloaz! ”
Ar verc’h a rankas sentiñ, doujus oa ouzh he zud ha boazet da gerzhet eeun, met he spered a rede hag he c’halon a lamme ; ne ouie ket perak he devoa c’hoant gouelañ, ha bremañ ne grede ket zoken treiñ he fenn ouzh ar prenestr, gant aon da vezañ gourdrouzet. He mamm, evit doare, a oa divinerez ; lennet he devoa e kalon he merc’h ; gouzout a rae edo Oliv o klask gwelet Maoris ar Stang o tont eus ar redadeg, rak klevet he devoa oa aet war e varc’h-houarn asambles gant e gamalad Job ha ne felle ket dezhi e vije c’hoarzhet d’he merc’h diwar-benn ur paotr yaouank.
Oliv en he gwele, n’oa ket gouest da gousket; skuilhañ rae daeroù, rak kalet oa bet he mamm outi, ha diaes e kave abalamour ma n’he devoa ket klevet anv eus a Vaoris ; outi hec’h-unan e lavare : “ Petra soñjfe Aziliz ma welfe va fenn teñval ? Va aliañ he deus graet, pell a zo, da gas ar menoz-se eus va spered, ha ne c’hellan ket disoñjal! O Gwerc’hez Vari, va sikourit ! ” Ar ger diwezhañ he devoa laosket evit disammañ he c’halon, hag ivez abalamour ma oa spontet o klevet trouz er maez ; kaout a rae dezhi e oa unan bennak o klask dont en ti. Ar wech kentañ ma klevas, ne fiñvas ket, met pa gavas dezhi e tostae an dud, e c’halvas he zad...

Tennet eus Feiz ha Breiz niv Gwengolo 1932.