Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Blog - Category: No name

  • Article: La Fille qui venait d'un pays disparu

    Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°404, Mae, Even 2014.

    Saskia Hellmund-Lahellec a zo bet ganet e 1974 en RDA. Abalamour d’he bro ha gwrizioù orin ez eus enni, abaoe 25 bloaz, ur santad a zibarded a restaol deomp amañ en he skrid.
    Graet he deus studioù istor ha kaset da benn un dezenn gall-hag-alaman. Kelennerez eo bet er Sorbonne a-raok dont da chom da Vreizh. Heñcherez evit an douristed eo bremañ hag e karg eus ar c’hehentiñ hag ar buheziñ e Ti an Dugez Anna e Montroulez.

    « Dont a rit eus neblec’h. »
    Petra ’c’hellan-me respont ? N’eo nemet ar wirionez. Dont a ran eus ur vro hag a zo aet da get. Evel un touell, evel ar pezh a c’hoarvez en ur marvailh.
    Chom a ran sorc’hennet gant va bro. Lezet he deus he roud warnon. Skilfet on bet ganti da viken. Merket don on em c’horf, skarzhet ha lakaet a-gostez on bet. Lakaet war-wel ivez.
    Dont a ran eus tu all ar melezour. Evel ar goantenn kousket er c’hoad ez on dihunet ur mintinvezh en ur bed nevez, estren ha souezhus.
    Eus an eil devezh d’egile, pe dost, ez eo bet pennboellet bed va bugaleaj. Da viken, hep gellout distreiñ war va c’hiz. N’on ket gouest da adpakañ va amzer dremenet, diwirheñvel eo, digomprenus evit ar re a zo tro-dro din bremañ.
    Ganet on bet en RDA e 1974. 15 vloaz oan pa oa bet diskaret ar voger, 16 vloaz pa oa bet diverket va bro diwar ar gartenn, diverket diouzh an douaroniezh. Graet ’vez outi “RDA gozh” pe “ez-Alamagn ar Reter”. Daoust d’ar strivoù-se n’eo ket aet va bro da get penn-da-benn. Bevañ a ra e kalonoù he bugale c’hoazh, en eñvor an holl re o deus bevet enni ul lodenn eus o buhez. Bevañ a ra er re a zo bet gloazet don, er re a zo c’hwerv, er re a c’hoantae doujañs evit an den. Bevañ a ra e hiraezh ar re o deus bevet o zammig buhez sioul hag a zo bremañ dibourvez, lezet a-gostez, dilezet.
    Penaos displegañ eo bet va bugaleaj disheñvel diouzh an holl draoù a anavezit ? Pegen iskis ha disheñvel eo evidoc’h hon hunvreoù, hon soc’hennoù, hon stourmoù deomp-ni.
    Bevet em eus en ur gevredigezh diazezet war dalvoudegezhioù uhelvennet ha breinet war un dro. Un toull-bac’h brevus kenkoulz hag ur c’hoant da grediñ er pep gwellañ en den.
    « Dont a rit eus neblec’h. » (...)

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

     

  • Place name

    Embannet eo bet ar pennad-mañ e Hor Yezh niv 278 - Mezheven 2014.

    L13. Un notennig bennak ouzhpenn diwar-benn ar Jentilez, anv un enezeg e Treger (gw. L7, niv. 276 hag L10 & L11, niv. 277)

    Evit klokaat an danvez degaset e roan da c’houzout unan eus ar martezeadennoù degaset gant Gwennole ar Menn (1938-2009), dre gomz, e-tro ar bloavezhioù 2000. Kinnig a rae gwelet, er stumm Enezïoù (peder silabenn) — anv arall an enezeg —, an dibenn -ïoù, a gaver e mamm-ïoù, tad-ïoù, hag en un toullad brav a anvioù tud evel Gourioù, Kadioù, h.a. An elfenn -ïoù-se a dalvezfe un dra bennak evel “liammañ, unaniñ”, amañ gant ar ster « enezennoù hag a vefe liammet » d’an izelvor. Kement-se a zo gwir evit inizi bras ar c’hornaoueg dreist-holl (Bonno, Enez ar Breur hag Enez-Plat) ha kerreg hag a ya da heul evel Kostann. Ar re-mañ holl a ya d’ober ur pezh mell plateiz divoret d’an izelvor. N’eo ket ken gwir evit enezennoù ar reter (Melbann ha Riouzig). Met marteze e oa kont a-hend-all gwechall pa oa izeloc’h live ar mor, kement-mañ evit Melbann dreist-holl, hag a c’halle bezañ stag dre-se ouzh ar reoù all da zazre ar reverzhioù bras.
    Enez ar Breur a vez roet a-wechoù evit “Île aux Moines”, an enez pennañ, roet evel « Jântilez » nemetken gant enklask Alan ar Berr en Annales hydrographiques (1973) [gwelet ar roll anvioù savet gant Gireg Konan en HYZH277/48 evit an enez-se]. Notennomp evelkent ez eus ur garreg anvet « ar Breur » en norzh da Vonno. N’eo ket meneget homañ en Annales hydrographiques met kavet e vez war gartenn ar Service Hydrographique et Océanographique de la Marine niv.7125P « Abords de Perros-Guirec Les Sept Îles de l’Île Grande à l’Île Balanec » (1995).

    Divi gKervella

    Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!

  • Breizh unvan

    Breizh Unvan!

     

  • Ar Pesk Ruz, gant Delfin Doëdens

    Ar pesk ruz


    Delfin DOËDENS

     

    Delfin Doëdens, bet ganet e 1985, a zo bet savet war ar maez, e Pederneg, en un tiegezh galleger. Skoliataet eo bet e Diwan. Hiziv eo labourerez-douar-beajourez ha bevañ a ra e kumuniezhioù hengounel Kechwa hag Aymara e Andez Bro-Perou. Dedennet eo gant an douar hag ar gloan, gant al loened, gant ar sevenadurioù hengounel... Plijout a ra dezhi deskiñ yezhoù, lenn ha skrivañ, kerzhet er c’hoadeier hag er menezioù, neuial er mor yen ha kousket e kambr ar stered. Kinniget he doa deomp an danevell-mañ e-kerzh Gouel Levrioù Breizh e Karaez warlene. 22 vloaz e oa p’he doa skrivet Ar pesk ruz, en un tren etre Breizh ha Galiza.


    En ur vro sevenaet ha pinvidik e oa ur familh heñvel ouzh kantadoù a familhoù all. Un tad hag ur vamm o doa bet daou vab. An tad a rae ul labour borodus en un ti-bank. Gwiskañ a rae rochedoù gwenn ha kravatennoù gris, hag e hunvre brasañ a oa prenañ ur c’harr-tan nevez, kreñvoc’h e geflusker : ur c’harr-saout du lufrus, arouez ar gwaz gwirion.
    Dispartiet e oa ar gerent. Hervez an tad, e wreg a oa aet he skiant diganti pemp bloaz ’oa, pa oa krog da lavaret traoù iskis. Aet e oa an traoù war washaat pa oa krog d’ober traoù iskis.
    Da gentañ he doa lavaret e oa aet skuizh gant he labour klañvdiourez ha gant aergelc’h an ospital. Goude-se he doa divizet labourat hanter-amzer ha heuliañ kentelioù yoga. Din18 dan levezon fall he c’helenner yoga he doa paouezet da zebriñ kig hag he doa lavaret d’he gwaz e vefe ret dezhañ prenañ ha keginañ al loened marv eñ e-unan ma felle dezhañ kenderc’hel da zebriñ kig ! Aze e oa krog an tabut da vat, an tad en doa lâret ne asante ket e vije pouezet war spered kizidik ar merc’hed evit desachañ anezhi en ur sektenn. Gwashoc’h-gwashañ e voe an darempredoù etre an daou bried goude afer ar boued-kig. Embann a reas ar wreg he c’hoant da vont da vevañ war ar maez, kaout ul liorzh, desevel ezen, skrivañ barzhonegoù ha deskiñ yec’hediñ gant doareoù naturel. Kenderc’hel a rafe gant he micher klañvdiourez, rak karout a rae ober war-dro an dud. Ur mennozh mat a seblante dezhi alato pareañ an dud er gêr pa oa tu d’hen ober, pell eus aergelc’h fall an ospital hag hep an dispriz a sante a-berzh lod eus ar vezeien vras.
    An tad a voe spontet gant kement-se. Ne oa ket gwall entanet gant e labour na gant e vuhez, met ne ouie ket petra oa bezañ entanet. Fier e oa bet gant e wreg, rak ur goantenn e oa ha fardañ a rae predoù lipous. Met bremañ ma nac’he keginañ boued gwirion, petra a zalc’he  anezhañ stag outi ? Dreistvevañ a rafe a-drugarez d’ar boued rakprientet. Lorc’h e oa ennañ bremañ gant e vab henañ, 13 vloaz anezhañ. Gant ar paotr-se
    e oa tu kaozeal : lenn a rae an hevelep kelaouennoù oto-moto eget e dad hag ur mailh e oa war ar vell-droad. D’an dibennsizhun e c’hoarient d’ar play asambles, ha plijadur en doa o kas anezhañ da (...)

    Ar pennad a-bezh a zo da lenn en Al Liamm n°403

    Koumanantit!

    http://www.alliamm.com/

     

  • Son ar vigoudenned

    Dastumet er vro-vigoudenn gant Yann gwilhamod. Pennad embannet e Hor Yezh n°277 - Meurzh 2014.

     

     

    SON AR VIGOUDENNED

    Kanet din gant ma mamm-baeron Anna TANNEAU, ganet JEZEKEL d’ar 1añ a viz Kerzu 1906, e Kerlamen, Ploneour-Lanwern (1906-1997).

     

    Ma’m-bije gouezet kanañ,
    Koulz hag ouzon leñvañ

    Me a ganfe a-bouez-penn :
    Ma mamm a zo ur vigoudenn !

    Ganet e-tro Triagad
    Ha glazik ma lagad

    Me a gane en ur zont er bed
    Son ar Vigoudenned

    Kentañ tra am-boa gwelet
    Oan chomet souezhet

    Gant Tad-kozh oa war e benn
    Un tog c’hwec’h bouloutenn

    Gant Mamm-gozh oa war he fenn
    Koef izel ha melen

    Mamm avat he doa unan
    Uhel e-giz an tour-tan

    Kentañ tra am-boa klevet
    Tost din bezañ spontet

    An avel vras o voudal
    Buoc’h Penmarc’h o vlejal

    Plijadur da’m lagad
    Iliz Sant Riagad

    Bleuñv an avaloù-douar
    Hag ar mor glas dispar

    Bigouden a zo poaniour
    Kalonek eo d’al labour

    Diskabell ha diarc’hen
    Sellit Yann en e dachenn !

    E Sant-Pêr an tour-tan
    E Sant-Yann Tro an Oan (1)

    E Pont-’n-Abad e-tal al lenn
    Kastell an Aotrounien

    Ploneour war an dorgenn
    Uhelañ bigoudenn

    Eus gorre he zour uhel
    War ar vro a daol ur sell.

    Plogastell he-deus bleuñv lann
    Pouldreuzig piz-bihan

    Treagad a zo dispar
    Evit an avaloù-douar.

    Karotez Plozeved
    Dre ar vro a zo brudet

    E Kombrid zo chistr melen
    Da eviñ leizh ar werenn

    Grilhed Lez-Riagad (2)
    Gwellañ a zo er marc’had

    Ar Gelveneg a gas pesked
    Da bevar gorn ar bed

    Ourgouilh e Loktudi
    Hec’h iliz a zo un dudi

    E Penmarc’h ar merc’hed koant
    E Pornaleg an argant

    C’hoarig Ploveur sav da benn
    Peogwir pep bigoudenn

    He-deus spered dreist ar re all
    Ha troad skañv da zañsal

    Pa’z oc’h bet er foarioù
    Koulz hag er pardonioù

    ’Peus ket gwelet tud fichet
    Par d’ar Vigoudenned

    Lod a ya kuit deus o bro
    Ha kerse a vez ganto

    E Pornaleg me a chomo
    Betek eur va marv

    Traoù a zo hag a dremen
    Mes en Neñv da viken

    E vo tokoù c’hwec’h bouloutenn
    Ha koefoù bigoudenn

    Rak se eta e vo kanet
    E Palez an Dreinded

    Pelloc’h evit fin ar bed
    Son ar Vigoudenned.

    (1) Evit Tronoan moarvat, ar c’halvar brudet, a zo e parrez Sant-Yann-Drolimon.
    (2) Lechiagad (diwar lez + Riagad ), evel Triagad (diwar tre + Riagad)

    Abonnez-vous!

  • Shop window in breton!

    Librairie GWALARN

    Pendant 15 jours à partir du vendredi 21 février, La vitrine extérieure de la librairie Gwalarn de Lannion sera dédiée à l'édition et la littérature en langue bretonne. Venez nombreux!

      

     

     

  • The President (Nelson Mandela) and the poet (Ingrid Jonker)

    Ur pennad gant Johan HELLINX diwar-benn ur varzhoneg en Afrikaans (ur yezh deveret eus an nederlandeg) bet lennet a vouezh uhel gant Nelson Mandela e 1994.

    "Petra ’ra an nen pa rank lakaat an amzer da dremen pa vez kaset d’an toull-bac’h e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ? Penaos mont dezhi evit chom hep kavout hir e amzer ? Setu amañ ur goulenn pouezus graet sur ha serten gant Nelson Mandela, pa voe toullbac’het e Robbeneiland e 1964. Soñjal a ra din ez eo anavezet mat istor Mandela gant lennerien Al Liamm : enebour an apartheid anezhañ, e oa bet harzhet ha toullbac’het betek fin e vuhez tost da vat. Alvokad a-vicher, Mandela a zifenne gwirioù ar re zu hag emezelet en doa en ANC e 1944, a-gevret gant e geneil Oliver Tambo. Stourm taer a rae an ANC ouzh politikerezh an apartheid. Chom a ra prizoniad e toull-bac’h Robbeneiland betek 1982. Met kement-se ne dalvez ket eo dibrizoniet diouzhtu : kemm a ra toull-bac’h meur a wech c’hoazh. E 1990 hepken e voe dieubet. Forzh penaos, tremen a ra ouzhpenn 25 bloaz e toulloù-bac’h Suafrika. Kemm a ra dazont e vro, avat, a-dal ar mare ma voe dieubet. Diskaret e oa bet an apartheid hag e miz C’hwevrer 1994 e oa bet aozet an dilennadegoù demokratel kentañ. D’an oad 75 bloaz e teuas Mandela da vezañ prezidant Suafrika.

    E 1964 e oa neuze ret-mat da Vandela kavout peadra da lakaat an amzer da dremen buanoc’h ha dreist-holl en ur mod speredekoc’h. Petra ober en toull-bac’h ? Klask dreistbevañ da gentañ, a soñj din... Kalet e oa ar vuhez pemdeziek evit ar brizonidi bolitikel, dreist-holl evit ar re zu o c’hroc’hen. Ne vefe morse torret nerzh ha youl Mandela en toull-bac’h. Nac’h a rae da skouer lavarout « baas » (mestr) d’e ziwallerien. Met ne nac’he ket mont e darempred ganto en o yezh, an (...)"

    Ar pennad a-bezh a zo da lenn en Al Liamm 402.

    Koumanantit!

    http://www.alliamm.com/

  • Prizioù Frañs 3

    Prizioù Frañs3 2014 e Pont-'n-Abad

    Les Prizioù à Pont-l'Abbé

     

    Priz al levr a faltazi 2014 zo aet gant Herve Gouedard evit e romant Paul Sérusier, ul livour e Breizh, embannet gant Al Liamm.

    Le Prix du livre de Fiction 2014 a été gagné par Herve Gouedard pour son roman Paul Sérusier, ul livour e Breizh, édité par Al Liamm.

     

     

Pages