Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Yves Tanguy

Estreget katalogoù hollbouezus an diskouezadegoù (Paris, 1982, Stuttgart, 2001), n’eus hiziv an deiz levr ebet diwar-benn oberenn ha buhez Yves Tanguy.
An dodskrid pouezus diwezhañ, hini Patrick Waldberg, 1977, zo peurwerzhet mil bell zo. Tremen ret e oa, kant vloaz goude ganedigezh an arzour, kavout ar poent war an anaoudegezhioù deuet war-wel abaoe diwar-benn al livour surrealour meur-se, rak meur a zek vloaz goude e verzer ar vrasted hag an nerzh hep o far a voe gant ar surrealouriezh er c’hantved all.
Al lev nevez-mañ a ro, evit ar wezh kentañ, ur sell doubl war oberenn Yves Tanguy. Ar sell-mañ, breizhat hag amerikan, a oa hooret, ken don eo merket buhez Yves Tanguy ha muioc’h c’hoazh e oberenn gant e ziv vroadelezh.
En tu all d’an div studiadenn-mañ ekaver ur vuhezskrid kontet dre ar munud, skeudennaouet gant ur bern luc’hskeudennoù diembann. Ouzhpenn 130 taolenn, o tont eus ar brasañ dastumadoù prevez pe foran, lod anezho diskouezet evit ar wezh kentañ, zo embannet el levr-mañ gant ar brasañ aket.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-86843-244-1
Bloaz: 
2001
Ment: 
22 x 28 x 4,1
Yezh(où) ar produ: 
30,00 €